Kastell Heidelberg
Kastell Heidelberg zo brudetañ savadur kêr Heidelberg hag unan eus brudetañ rivinoù Alamagn.
Emañ dismantroù ar c'hastell war un dorgenn dreist ar gêr gozh ha dreist ar stêr Neckar. Distrujet e voe e-kerzh Brezel an Nav Bloaz, gant soudarded ar roue gall Loeiz XIV, e 1693. A-raok e oa bet lec'h-annez priñsed Pfalz. Goude an distruj-se e voe adkempennet, met un tammig hepken.
Touristerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Labourioù kempenn a voe graet dindan ren Leopold Iañ von Baden e deroù an XIXvet kantved. Abaoe e teu kalz touristed da welet an dismantroù-se, dreist-holl abaoe 1840, pa erruas an hent-houarn e Heidelberg. Diwar neuze e oa liammet ouzh kêrioù all Alamagn.
Mark Twain ha Victor Hugo a dremenas eno hag a skrivas diwar-benn ar c'hastell.
Gweladenniñ anezhañ a c'haller bremañ, koulz hag al liorzhoù a zo ouzh tor an dorgenn.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Schloss Heidelberg, e meur a yezh