Carla Bruni-Sarkozy
Carla Bruni | |
![]() | |
Anv | Carla Gilberta Bruni Tedeschi |
---|---|
Ganet | D'an 23 a viz Kerzu 1967 Torino, Piemont, Italia |
Micher(ioù) | dougerez-dilhad, Auteur-compositeur-interprète |
Doare(où) | Chanson française, Pop |
Bloavezhioù oberiant | 1987 evel dougerez-dilhad 1995 evel aktourez-sonaozerez 2002 evel kanerez |
Label(ioù) | Naïve Records |
Lec'hienn ofisiel | http://www.carlabrunisarkozy.org |
Endro | Nicolas Sarkozy, Alberto Bruni Tedeschi, Marisa Borini, Valeria Bruni Tedeschi, Julien Clerc, Louis Bertignac |
kemmañ ![]() |
Carla Bruni-Sarkozy pe Carla Gilberta Bruni Tedeschi zo un dougerez-dilhad italian, kanerez c'hallek, ha dimezet da Nicolas Sarkozy.
He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Carla Gilberta Bruni Tedeschi zo ganet d'an 23 a viz Kerzu 1967 e Torino en Italia. Anavezet eo ivez evel Carla Bruni. Goude dimeziñ da Nicolas Sarkozy, prezidant ar Republik c'hall[1]., eo deuet da vout Carla Bruni-Sarkozy. Met chom a ra Carla Bruni evel kanerez. Graet e vez Carla Sarkozy anezhi gant lod ivez.
D'he seizh vloaz e oa aet da chom da Vro-C'hall, abalamour, a-hervez, ma vije bet risklus chom en Italia gant ar sponterezh o ren. Etre 1987 ha 1997 eo bet dougerez dilhad a-raok treiñ ouzh ar sonerezh.
Kanerez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En 2000 he deus skrivet meur a ganaouenn en albom Julien Clerc Si j'étais elle.
En 2002 ec'h eo bet embannet hec'h albom kentañ Quelqu'un m'a dit .
En 2004 eo bet loreet gant ar Victoire de la musique de l’Artiste féminine de l’année.
En 2007 eo bet embannet hec'h eil albom No Promises.
En 2008 e oa deuet er-maez he zrede albom Comme si de rien n'était.
En 2013 e oa deuet er-maez he fevare albom Little french songs.