Traoñienn ar Sent
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Traoñienn ar Sent (Vallée des Saints e galleg) a zo ur gevredigezh hag a gas ur raktres delwennoù ramzel savet e Breizh. Pal ar raktres-se a zo sevel un enez Pask breizhat eus an trede milved, ul lec'h pouezus a spered hag a enorfe memor a-stroll ar Vreizhiz, en ur zegemer delwennoù bras e greunvaen (gant un uhelder e-tro 3 m) eus 1 000 Sant Breizh (skeudennaouet gant un dremm hag o arouezioù).
E Karnoed eo bet dibabet al lec'h, e-kichenik Tosenn Gweltaz.
E Kuzul-merañ argevredigezh anvet "Conseil de surveillance et d'éthique" e kaver izili dre wir ha 16 ezel dilennet. E-touez an izili dre wir ez eus unan (Olivier Lévêque) e anv ar gizellerien.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar gizellerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-touez ar gizellereien e kaver Jacques Dumas, Inês Ferreira, Goulven Jaouen, Kito, Norbert Le Gall, Patrice Le Guen, Fabrice Lentz, Philippe Leost, Olivier Lévêque, Bruno Panas, David Puech, Seenu Shanmugan, Xavier Tanguy, hag all
Emdroadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2009
- E miz Mae e oa bet roet lañs da Draoñienn ar Sent en ur staliañ ar seizh delwenn gentañ
- 2010
- E miz Mae e erru delwenn Sant Erwan
- En hañvezh ez eus bet kizellet 6 delwenn ouzhpenn : Santez Anna • Sant Herbod • Sant Hernin • Sant Weltaz • Sant Padrig • Santig Du
- 2011
- En hañvezh 2011 ez eus bet kizellet seizh delwenn all : Sant Karanteg • Sant Kler • Sant C'hireg • Sant Herve • Sant Idi • Sant Telo • Sant Tudwal
- 2012
- En hañvezh 2012 ez eus bet staliet seizh delwenn nevez : Santez Berc'hed • Santez Koupaia • Sant Derc'hen • Sant Eflamm • Sant Konogan • Sant Vilio • Sant Treveur
- 2013
- En hañvezh 2013 ez eus bet staliet nav delvenn all : Sant Emilion • Santez Wenn • Sant Kado • Sant Kadvan • Sant Korneli • Sant Luner • Sant Rion • Sant Ronan • Sant Tujen
- 2014
- D'an 10 a viz Eost 2014, staliadur ofisiel eizh delwenn nevez : Sant Diboan • Sant Kev • Sant Meveg • Santez Nolwenn • Sant Turiav • Sant Tudeg • Sant Tudi • Sant Winog
- 2015
- Nav delwenn a voe staliet : Eodez • Brendan • Koneri • Goustan • Ivy • Trifin • Azenor • Koulman • Konan
- 2016
Pennadoù liammet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (br) (fr) Lec'hienn ofisiel “Traonienn ar Sent”
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |