Sant Herbod

Eus Wikipedia
Delwenn 'sant Herbod e chapel Sant-Herbod
Gourvezed er sant e chapel Sant-Herbod

Sant Herbod zo ur sant breizhat hanter-vojennel ha n'eo ket anavezet gant an Iliz katolik roman.

Unan eus sent karetañ Breizhiz eo, pa veze azeulet evel gwarezour ar c'hezeg ha, dreist-holl, al loened-korn.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar an henc'hermaneg Haribald, eus hari « arme » ha bald « kalonek ».

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel kalz sent kozh ne ouzer ket kalz a dra diwar-benn sant Herbod. Danevell e vuhez a gaver er skrid latin Acta sanctorum de S. Herbaudo seu Heribaldo solitario in Britannia Armorica[1]

Bevet en devije en VIIIvet kantved, hervez Bue ar Zent[2].

Mab da dudjentil binvidik a Vreizh-Veur e oa. Dont a reas abred da Arvorig. Dibab a reas ober e annez e kreiz ar c'hoadoù evit gellet ober gwelloc'h anaoudegezh gant Doue, o vevañ pell diouzh an dud. Al loened a zouje dezhañ hag ar baganed kelennet gantañ a zegemere ar vadeziant.

Kure parrez Berrien e voe e-pad pell kent mont da gure en Uhelgoad[1]. Goude-se ez eas war ar vicher gwerzhañ loened e Lokeored, ma savas ti er Ruskeg, nepell diouzh lenn ar stêr Elez.

E Lokeored e varvas sant Herbod. E vez hag e chapel zo e Sant-Herbod, war an D14 etre Lokeored hag An Uhelgoad, war tachenn kumun Plonevez-ar-Faou bremañ.

Hêrezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Delwenn sant Herbod en Iliz Sant-Jermen, Pleiben

Da unan eus sent galloudusañ Breizh e voe lakaet sant Herbod. Pedet e veze evit pareañ al loened-korn, evit ma teufe laezh d'ar buoc'hed hag evit ma sonnfe an amann ; Gouel an Amann a vez dalc'het bep pevare sulvezh miz Gwengolo e Sant-Herbod hiziv c'hoazh.

Chapel Sant-Herbod eo al lec'h pennañ ma vez azeulet ar sant meur. Eizh chapel all a oa gouestlet dezhañ gwechall : An Treoù-Kerne, Lanriware, Lokeored, Plougin, Plouigno, Plouneour-Traezh, Sant-Tonan, Taole ha Trelaouenan ; hiziv ne chom nemet re Plougin, Sant-Tonan ha Taole. Aspadennoù eus azeul sant Herbot a gaver c'hoazh e chapelioù ha n'int ket gouestlet dezhañ, e Kastellin, Kawan, Kemper, Koloreg, Plouared, Ploulec'h ha Plounevez-Kintin.

Un ti-pediñ zo gouestlet dezhañ e chapel Sant-Kadou e Gouenac'h[3].

Skeudennoù anezhañ a gaver e tremen 120 iliz e Breizh, en iliz santez Berc'hed e Benoded da skouer[4], hag en Erge-Vras, er Faou, e Berrien, Brieg, Gwengad, Gwiler-Leon, Gwimaeg, Kanuhel, Kast, Koñforzh-Meilar, Leuc'han, Pleiben, Plouedern, Plougêr, Plougoñ, Plougonven, Pouldregad, Plonevez-Porzhe, Ploveur, Pluniav, Santeg, Sant-Evarzeg, Sant-Vig, Sant-Wazeg, Tourc'h ha reoù all.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) Bernard Tanguy, « Saint Herbot », Bulletin de la Société archéologique du Finistère, levrenn CXXVII, 1998[5].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 Acta sanctorum Junil, p. 202.
  2. Bue ar Zent, savet gant an Aotrou Perrot, renket a-nevez gant Erwan ar Moal, rener Kroaz ar Vretoned, moullet gant Ar Gwaziou e Montroulez e 1912 p. 449.
  3. Skeudenn
  4. Topic Topos
  5. SAF 1998.