Koupaia

Eus Wikipedia

Koupaia (Pompée e galleg) a oa ur santez vrezhon en Arvorig, e deroù ar VIvet kantved.

Hervez ar vojenn e vije bet merc’h da Euzeb, roue en Arvorig, ha da santez Lanwenn, e wreg. Dimeziñ a reas gant Hoel Veur, he c’henderv. Goude ma vije bet taget Arvorig gant Germaned e tec'hjont da Enez Vreizh. O bugale, Tudwal ha Luner, a voe diskibled da sant Ildud. Goude marv he gwaz, e 545, en em ouestlas Koupaia d’ar relijion, evel he bugale, santez Sev pe Seva, sant Tudwal ha sant Luner. Tremen a reas ar peurrest eus he buhez en ur manati e Langoad, ul lev bennak diouzh hini Landreger, renet gant he mab Tudwal.

Patronez parrez Langoad eo. D'an 2 a viz Genver e vez lidet he gouel.

Kredenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Langoad, gwechall, e veze ar mammoù o lakaat o bugale vihan d'ober tro bez santez Koupaia en iliz, evit ma kerzhfent abred[1].

Lec'hioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Rue Sainte Pompée, e bourk Langoad (n'eus ket brezhoneg war ar banell).

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Bro-Dreger a wechall da vremañ, Ivetig an Dred, Al Liamm niv. 113, 1965, p. 390

Lec'hiennoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]