Mont d’an endalc’had

Tudwal (sant)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Sant Tugdual)
Sant Tugdual
Delenn sant Tual, en iliz-veur Landreger

Tudwal, pe Tugdual (dre fazi, abaoe an XIvet kantved) pe Tudgwal, zo ur sant brezhon eus ar VIvet kantved, hag unan eus ar seizh sant diazezer enoret e Breizh.

Stummoù ha deveradurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur stumm kozh eo Tutgual, marteze diwar ur stumm orin Tudwal. Tugdual zo ur c'hammskrivadur degemeret gant an Iliz, ma n'eo ket gant ar yezhourien.

War a greder e voe ganet e oa Tudwal e Domnonea en Enez Vreizh. Mab e oa marteze da santez Koupaia ha da Hoel Veur, ur priñs brezhon eus Arvorig.
Breur e oa da Luner, savet eveltañ e manati Iltud, ha da santez Sev. Erruet e oa e Breizh war-dro 535.
Evel sant Budog, e oa diskibl da sant Vaodez en Enez Vaodez, e-kichen Enez-Vriad.

Hervez ar manac'h Gourdisten, a skrivas war-dro 880 goude Jezuz-Krist en abati Landevenneg, e oa Tugdual unan eus ar pevar feulvan a reas brasted Bro-Gerne : Gradlon, sant Kaourintin, sant Gwenole, hag uheloc'h c'hoazh egeto, Tudual. Diarvar eo ez eo bet unan eus avielerien veur Kerne er VIvet kantved, dreist-holl e Bro ar C'hab, en ul lodenn eus ar Vro Vigoudenn hag e bro Gemper.
Dre holl en douaroù-se emañ strewet e [[peniti|benitioù]. Marteze eo Tudual a savas ivez manati Lokmaria-Kemper a oa moarvat e penn-kentañ eskopti Kemper. E beniti e Lann-Pabu (Trebabu bremañ) hag e levezon war Dreger a ra anezhañ unan eus sent veur an eskopti a-vremañ.

Mervel a reas e Landreger d'an 30 a viz Du 564. Sant paeron Treger eo. Skeudennet e vez gant un aerouant.

D'an 30 a viz Du e veze lidet sant Tudwal gwechall ; d'ar 1añ a viz Kerzu e vez bremañ.

Lec'hanvadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Kembre emañ e anv en inizi Sant Tudwal, tost da Abersoch, e Ledenez Llŷn.
Meur a anv a zo bet roet dezhañ e Breizh :

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]