Lazhadeg Deutsch Schützen
Lazhadeg Deutsch Schützen a zo ul lazhadeg hag a c'hoarvezas d'an 29 a viz Meurzh 1945[1] e Deutsch Schützen-Eisenberg, e koad Deutsch Schützen en Aostria, ma voe lazhet war-dro tri-ugent yuzev hag a oa prizonidi-labourerien gant soudarded SS hag an Hitlerjugend.
Istor al lazhadeg Deutsch Schützen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E penn kentañ miz Du 1944 e grogas chareadennoù degadoù a vilieroù a yuzevien a orin hungariat war-zu harzoù Aostria ha Hungaria a-benn sevel ur voger difenn evit talañ d'an Arme Ruz.
Kampoù-bac'h a voe savet evit staliañ al labourerien-ret a orin yuzev hungariat e Deutsch Schützen ha keriadennoù an tro-war-dro. Gant ma oa ar brezel o treiñ da fall e miz Meurzh 1945 e grogas ar soudarded SS da glozañ ar c'hampoù-bac'h ha da lakaat al labourerien-ret da vont gant hentoù ar marv.
E Deutsch Schützen, Alfred Weber penn an Hitlerjugend a zivizas e oa gwelloc'h muntrañ 200 a labourerien-ret staliet e Deutsch Schützen evit kas anezho da redek dre ar vro.
D'an 29 a viz Meurzh 1945, lod soudarded an Hitlerjugend a grogas da gas al labourerien en ur c'haodeg nepell dre gwagennoù 20 pe 30 a dud. Tri soudard eus an SS, 5vet Panzerdivision SS Wiking, distro eus an talbenn da Deutsch Schützen an deiz a-raok a lazhadegas 57 pe 58 a labourerien-ret.
Ur foz-difenn hag a oa bet toullet a servijas da bez hollek da gorfoù an aberzhidi. Dre ma oa an Arme Ruz o vont bliv war-raok e voe paouezhet al lazhadeg. Ar 150 a labourerien-ret a chome a voe kaset gant un hent ar marv etrezek Hartberg e Styria[2]
Da-heul al lazhadeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Mae 1945 ur bodad enklaskerien hungariat a zigoras ar bez-hollek. Dont a refont a-benn da anavezout darn ar c'horfoù ha goude-se e voe adbeziet ar c'horfoù.
Ar pezh a chome eus korfoù an dud lazhet a voe kavet e 1995 gant tud an Israelitische Kultusgemeinde Wien.[3] E 2008 e kavas Andreas Foster (hag eñ studier war ar skiantoù politikel e Vienna) anv Adolf Storms e rentaoù-kont an darvoud. Walter Manoschek, hag a oa kelenner Foster, a zastumas prouennoù hag ec'h aozas un atersadenn (video) eus Storms[4] E 2009 e voe tamallet da Storms bezañ bet kemeret perzh el lazhadeg.[5].
Ur mein-koun a zo bet savet gant ar gevredigezh "Shalom" d'an 23 a viz Eost 1995. Kizellet ez eo bet war ar mein ar gerioù: "Here lie fifty seven Jewish martyrs from Hungary who were murdered by National Socialist barbarians on March 29, 1945 and buried in this forest. May their memory be blessed! In the month of December, 1995[6].
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù Diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sander, Ulrich (2008). Mörderisches Finale: NS-Verbrechen bei Kriegsende. (Murderous Finale: Nazi War Crimes.) Papyrossa Verlagsgesellschaft, ISBN 9783894383886
- Manoschek, Walter (2009). Der Fall Rechnitz. Das Massaker an Juden im März 1945. (The Rechnitz Case: The Massacre of Jews in March 1945.) Braumüller Verlag, ISBN 9783700317142
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Memmott, Mark (17 a viz Du 2009). http://www.npr.org/blogs/thetwo-way/2009/11/90yearold_alleged_nazi_charged.html 90-Year-Old Alleged Nazi Charged With 58 Counts Of Murder From 1945 Killings, National Public Radio
- ↑ http://www.memorialmuseums.org/eng/staettens/view/134/Memorial-to-the-Victims-of-the-Deutsch-Sch%C3%BCtzen-Massacre.
- ↑ Rising, David (17 a viz Du 2009). http://www.google.com/hostednews/ap/article/ALeqM5jqy7-jaQuoWJBZyG1xaMnesbBzmAD9C1C1E00 90-year-old charged in Germany for Nazi-era crimes, Associated Press
- ↑ Staff report (21 a viz Here 2008). http://www.telegraph.co.uk/news/worldnews/europe/austria/3235666/Student-tracks-down-Nazi-war-crimes-suspect.html Student tracks down Nazi war crimes suspect, The Daily Telegraph
- ↑ Mackey, Robert (17 a viz Du 2009). http://thelede.blogs.nytimes.com/2009/11/17/former-ss-man-charged-for-1945-massacre/ Former SS Man Charged in 1945 Massacre, The New York Times
- ↑ «http://www.memorialmuseums.org/eng/staettens/view/134/Memorial-to-the-Victims-of-the-Deutsch-Sch%C3%BCtzen-Massacre