Alan Turing
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet |
| Anv e yezh-vamm an den | Alan Mathison Turing |
| Anv ganedigezh | Alan Mathison Turing |
| Anv-bihan | Alan, Mathison |
| Anv-familh | Turing |
| Deiziad ganedigezh | 23 Mez 1912 |
| Lec'h ganedigezh | Maida Vale |
| Deiziad ar marv | 7 Mez 1954 |
| Lec'h ar marv | Wilmslow |
| Doare mervel | emlazh |
| Abeg ar marv | cyanide poisoning |
| Deiziad douarañ pe deviñ | 12 Mez 1954 |
| Lec'h douaridigezh | Woking Crematorium |
| Tad | Julius Mathison Turing |
| Mamm | Ethel Sara Stoney |
| Kompagnun(ez) | Christopher Morcom |
| Yezh vamm | saozneg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Kondaonet evit | gross indecency |
| Exonerated of | gross indecency |
| Micher | stlennegour, cryptographer |
| Tachenn labour | cryptanalysis, stlenneg, matematik, Poelloniezh, cryptography |
| Implijer | Victoria University of Manchester, Government Communications Headquarters, Skol-veur Cambridge, National Physical Laboratory |
| Bet war ar studi e | King's College, Princeton University, Sherborne School, Hazlehurst Community Primary School |
| Tezenn | Systems of Logic Based on Ordinals |
| Rener tezenn | Alonzo Church |
| Bet studier da | Alonzo Church |
| Danvez-doktor | Robin Gandy, Beatrice Helen Worsley |
| Studier | Robin Gandy |
| Lec'h annez | Maida Vale, Guildford |
| Relijion pe kredenn | dizoueegezh |
| Kleñved | gagerezh |
| Tuadur revel | heñvelrevelezh |
| Sport | Atleterezh |
| Diellaouet gant | Sherborne School, King's College Cambridge archive |
| Ezel eus | Royal Society |
| Perc'henn war | Alan Turing teddy bear |
| Levezonet gant | Max Newman |
| Prizioù resevet | ezel eus ar Royal Society, OBE, Smith's Prize |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.turingarchive.org/ |
| Deskrivet en URL | https://www.nytimes.com/2019/06/05/obituaries/alan-turing-overlooked.html, https://www.kings.cam.ac.uk/archive-centre/online-resources/online-exhibitions/alan-mathison-turing-1912-54, https://universityarchives.princeton.edu/2014/11/alan-turings-princeton-university-file-available-online/, https://heritage.humanists.uk/alan-turing/ |
| Dedennet gant | mathematical logic, naouegezh artifisiel, foundations of mathematics |

Alan Mathison Turing (Londrez, 23 viz Mezheven 1912 – Wimslow, Cheshire, 27 a viz Mezheven, 1954) a oa ur matematikour saoz bet lesanvet « tad an urzhiataerezh ». Ur c'hoarier echedoù e voe ivez.
E-touez an dud kentañ e oa bet o labourat gant urzhiataerioù niverel diazezet war damkanoù jedoniel, ha pouezus-kenañ eo bet al labour kaset da benn gantañ war an dachenn-se.
Gantañ e oa bet ijinet amprouenn Turing, a voe pouezus-tre evit kas war-raok ar preder diwar-benn an naouegezh arzek ; ardivink Turing a ijininas ivez, e 1936. E gwirionez, daoust d'e anv, n'eo ket an "ardivink"-se ur mekanik fetis met kentoc'h un doare eeun-tre ha galloudus-kenañ da zielfennañ ur frazenn ha da c'houzout hag-eñ ez eo gwir pe c'haou, dre implijout ardivinkoù diazezet war ar jedoniezh nemetken. Diouzh an "ardivink"-se e voe deveret algoritmoù.
Da geñver an Eil Brezel-bed e labouras evit gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet evel dielfennour kodoù ; implijout a reas urzhiataerioù evit dont a-benn da zirinegañ kemennadoù an Alamaned bet skrivet gant kodoù disheñvel-tre da diskoulmañ gant an doareoù boas bet implijet betek neuze.
Un den gae e oa Alan Turing ; e 1952 e voe kavet o kaout darempredoù reizhel gant ur gwaz all, ha dre ma oa an heñvelrevelezh un torfed e Bro-Saoz d'ar mare-se c'hoazh e voe barnet ha rediet da zibab etre an toull-bac'h hag ar spazhadur kimiek, da lâret eo implijout hormonoù ar maouezed, estrogenoù da skouer, evit izelaat live e lusk reizhel.
Spazhet e voe neuze, met abalamour d'an hormonoù ne zeue ket a-benn ken da zihodiñ ha krog e oa e zivronn da vrasaat betek re. Goude daou vloaz o c'houzañv efedoù ar spazhadur kimiek en em lazhas Turing gant holenoù kianur (HCN) e 1954.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |