Royal Society
The President, Council and Fellows of the Royal Society of London for Improving Natural Knowledge, berraet e Royal Society, a vez graet eus un akademiezh ar skiantoù diazezet e Londrez, marteze an hini goshañ o kenderc'hel gant he obererezhioù.
E miz Du 1660 e voe diazezet. Roet e oa bet d'an aozadur ur garta roueel anvet "The Royal Society" gant ar roue Charles II.
Lies eo palioù ar Royal Society : brudañ ar skiantoù hag o c'hounidoù, lakaat war-raok an dibarelezhioù er skiantoù, reiñ harp d'an obererezhioù skiantel dibar, reiñ alioù evit mad ar skiantoù, sikour al liammoù etrebroadel hag al labourioù a-stroll dre ar bed, sikour an deskadurezh hag an obererezhioù foran.
Evit bezañ degemeret evel ezel (Fellow of the Royal Society) e rank un hinienn bezañ degaset substantial contribution to the improvement of natural knowledge, including mathematics, engineering science and medical science, da lavaret eo "degasadennoù dercʼhvoudel evit gwellaat ar ouiziegezh naturel, enni ar ar matematikoù, skiantoù an ijinouriezh hag ar vezegiezh").