Urzh an Erminig
Deiziad krouiñ | 1381 |
---|---|
Anvet diwar | erminig |
Diazezer | Yann IV |
Bet erlec'hiet gant | Urzh an Erminig hag ar Pennoù-ed |
Deiziad divodañ | 1448 |
« Urzh an Erminig » a oa un urzh a varc’hegiezh hag a voe krouet gant an dug Yann IV Moñforzh e 1381. E 1448 e voe staget outañ urzh ar penn-ed ha dont a reas Urzh an Erminig da vezañ Urzh an Erminig hag ar Penn-ed. Evit gouzout hiroc’h, lennit ar pennad diwar-benn an urzh-se.
E 1972 e voe krouet « Kolier an Erminig » evit enoriñ ar pennoù bras a labour evit kas sevenadur Breizh war-raok.
Hervez ur vojenn, an Dugez Anna a oa o pourmen e Breizh p'he doa gwelet tud o chaseal un erminig. P'eo en em gavet al loen war ribl ur poull-dour e tibabas talañ ouzh ar chaseourien kentoc’h eget kousiañ e vlev gwenn-kann gant fank. An Dugez Anna, fromet-kaer gant emzalc’h al loenig-se, goulenn a ra ouzh ar chaseourien chom hep lazhañ an erminig. Neuze, e divizas ober eus an erminig hi arouez. « Kentoc’h mervel eget bezañ kousiet » zo deuet da vezañ ger-ardamez Breizh (latin : « Potius mori quam foedari »).
Lakaet e voe an erminig, evit gwir, da ardamezoù duged Breizh gant Pêr Iañ Brizhkloareg (1213-1237), a oa ezel eus tiegezh Dreux. E vab oa Pêr kentañ Brizhkloareg da Robert 1añ, ur mab da Loeiz VI. Tiegezh Dreux en doa ur skoed-ardamez gant karezennoù aour ha glas-pers hag ul lurell ruz. E 1316 e kemmas an dug Yann III an ardamezoù. Tennañ a reas ar c’harezennoù hag al lurell hag un torradur erminigoù lakaet en o lec’h. Dont a reas da vezañ ardamez Breizh. Krouet e voe an erminig ardamezek neuze gant ur familh kapesian.
Marc'hegerien an urzh diazez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1404 : Robert de Bargeon ha Houvet, flec'h an Dugez Janed Bro-C'hall.
- 1414 ː Jean Craoursin.
- 1431 ː an ao. Gourlai, dileuriad eus Bro-Skos ; Guillaume Rigmaiden, ur Saoz ; Simon Taillefer ; an ao. Peloc, kannad eus Bro-Skos.
- 1433 ː Jean de Bourgneuf, floc'h an dug.
- 1441 ː Jean Marcille.
- 1444 ː Jean de Malestroit de Keraër
- 1445 ː an ao. kont de la Vère; Pierre de Muzillac ; Pierre du Puy-Garnier ; Jacques Rataud ; Thomas de la Roche; Hémery Hérault; Cassin du Fayel ; Jeanne d'Albret, kontez Richemont,
- 1447 ː Olivier Huet, ur saoz ; Isabeau a Vro-Skos, dugez Breizh ; James Abourre, ur Saoz ; Raoulin du Parc.
- 1448 ː Thomas le Bart
- 1453 ː Jeanne Angier, itron a Goedmen ; Frañseza, itron a Benc'hoed ; Perronnelle de Maillé, beskontez Roc'han ; Jean Raguenel, aotrou Malestreg ; Jafrez a Gastell-Geron, baron Komborn.
- 1454 ː Yann a Gastell-Geron, baron Derval; Olivier de Coëtlogon, kadoriad ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1462; Rolland de Guemadeuc; Martel le Martellis; Herve Meriadeg; Geoffroy Mauhugeon; Bertrand de Mareil; Guy de Laval du Gavre; Jean de Laval de la Roche-Bernard; le bâtard de Bourgogne; Olivier de Quélen du Broutay; Guillaume de Penhoët; Jean de Tournemine de Botloy; Jean de Pontrouault; Gilles Tournemine de la Hunaudaye; Olivier de Ploufragan; Jean de Rohan; Jean Ruffier; Henri de Saint-Nouay; Michel de Saint-Aignan; Jean l'Abbé de la Commerière; Jean Angier du Plessis; Jean de Bellouan; Pierre de Botloy; Guillaume Bolier; Olivier Giffart; Charles l'Enfant; Jean Eder; Robert l'Epervier; Jean du Fau; Guyon du Quélrennec du Faou; Olivier de Coëtlogon; François de Rieur; Sylvestre de Carné; Olivier de Cleuz; Bertrand du Chaffault; Jean Chauvin; Guillaume Chauvin;
- 1455 ː Jacques de Saint-Pou; Jeanne de Laval; Archambault Rataud, floc'h ar c'honestabl;
- 1457 ː Georges l'Epêrvier
- 1459 ː Poncet de la Rivière
- 1466 ː Antoine de Lameth, floc'h Jacques de Luxembourg.; Olivier de la Marche, kannad Ao. de Charolais; Antoine Martel de Beaumont; Guillaume Chauvin, kañseller; Hervé Garlot, floc'h eus Bro-Vurgondia
- 1475 ː Pierre d'Urfé, floc'h eus kambr an dug;
- 1476 ː Jean le Bouteiller de Maupertuis
- 1477 ː Philippe de Commines
Echu gant ar roll roet gant Pol Potier de Courcy.
An urzh a vremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kolier an Erminig a vez roet bep bloaz, hiziv an deiz, da bevar den a ouestl o buhez da gas Breizh war-raok.
E 1972 e voe lakaet ar senedour Georges Lombard da brezidant ar CELIB (poellgor studiañ ha liammañ interestoù Breizh) war lerc’h René Pleven. Abaoe 1951 e oa René Pleven prezidant ar CELIB hag evit trugarekaat hag enoriñ anezhañ e teuas ar mennozh gant Georges Lombard adkrouiñ an enor bet krouet gant an dug Yann IV. Roet e voe Kolier an Erminig da René Pleven d'an 29 a viz Gwengolo 1972 e Palez Kendalc'hioù Pondi, dirak pennoù-bras eus ar metoù politikel, sevenadurel hag armerzhel.
E 1973 e voe roet Kolier an Erminig da Jean Meveleg (prezidant Kambr rannvroel al Labour-Douar) ha d’ar c’helenner Gabriele Pescatore (prezidant Cassa per il Mezzogiorno, a savas, gant ar CELIB Kuzuliadeg broioù-mor trobarzhiat Europa).
E-pad 15 vloaz ne voe roet kolier an erminig da zen. Goulenn a reas ar CELIB neuze kenderc’hel da enoriñ tud.
Loreidi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bloavezh | Lec'h | Loreidi |
---|---|---|
1972 | Pondivi | René Pleven |
1973 | Roma (Italia) | Gabriele Pescatore |
1973 | Roazhon | Jean Meveleg |
1988 | Roazhon | Vefa de Bellaing, Pierre-Roland Giot, Polig Monjarret, Henri Queffélec |
1989 | Naoned | Pêr Denez, Louis Lichou, Bernard de Parades, Maryvonne Quéméré-Jaouen |
1990 | An Alre | Charlez ar Gall ha Chanig ar Gall, Milig ar Skañv (Glenmor), Joseph Martray, Albert Trévidic |
Bloavezh | Lec'h | Loreidi |
---|---|---|
2021 | Kemper | Danièle Novello Floc'hlay, Yvette Peaudecerf, Bernez Audic, Denez Prigent |
2022 | Josilin | Michel Chauvin, Yves Lebahy, Olier ar Mogn, Anne Quéméré |
2023 | Dinan | Nathalie Beauvais, Joël Cornette, Monique Le Boulc'h, Ronan Le Coadic |
2024 | Argantred-ar-Genkiz | Irène Frachon, Lukian Kergoat, Saig Jestin, Éamon Ó Ciosáin |
Loreidi dre vroadelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bro | Niver a loreidi |
---|---|
Belgia | 1 |
Breizh | 144 |
Bro-Saoz | 1 |
Italia | 1 |
Katalonia | 1 |
Kembre | 3 |
Polonia | 1 |
Rusia | 1 |
Stadoù-Unanet | 1 |
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Le Télégramme de Brest, 1añ Here 2008
- ↑ Ouest-France an 3-4 Here 2009, pajenn Bretagne
- ↑ Ouest-France an 12-13 Gwengolo 2009, pajenn Bretagne, pajenn 7
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |