Mont d’an endalc’had

Listennad lavaredoù latin

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Lavaroù latin)

Multae clarae locutiones latinae hic inveniuntur.. / Kalz frazennoù latin brudet a gavor amañ.

Perzh an den eo faziañ
AAbAcAdAeAfAgAlAmAnApAqArAsAuAutAvBaBeBiBoBrCaCeCiCoCrCuDaDeDiDoDrDuEEtExFGHIJLMaMeMiMoMuNaNeNiNoNuOPaPePlPoPrQRSTUbUlUmUnUrUsUtVaVeViVoVu

AA.VV
Berradur auctores varii, "lies aozer", a skriver a-wechoù pa vefe re hir menegiñ anvioù an holl dud o deus kemeret perzh e sevel ar skridoù a zo dastumet en ul levr.
A bene placito
"Evel a gerfet".
A bove ante, ab asino retro, a stulto undique caveto
"Diwall diouzh an ejen dre zirak, diouzh an azen dre a-dreñv, diouzh an den diboell a bep tu".
A bove majore discit arare minor
"Digant an ejen kozh e tesk an ejen yaouank arat".
A caelo usque ad centrum
"Eus an oabl betek ar c'hreiz". Lavaret e vez ivez Cuius est solum, eius est usque ad coelum et ad inferos.
A cane non magno saepe tenetur aper
"Alies e vez harzet ar pemoc'h-gouez gant ur c'hi bihan".
A capite ad calcem
"Adalek ar penn betek ar seul". Penn-kil-ha-troad ; gwelit A pedibus usque ad caput
A communi observantia non est recedendum
"Arabat eo pellaat diouzh ar soñjoù boutin".
A contrariis
"Dre an tuioù kontrol". Dre an traoù enebet : un arguzenn a contrariis zo un arguzenn diwanet eus an tu enep.
A contrario
"En enep, kontrol da se".
A cruce salus
"Eus ar groaz (e teu) ar silvidigezh".
A Deo rex, a rege lex
"A Zoue (e teu) ar roue, ag ar roue (e teu) al lezenn".
A Deucalione
"Abaoe Deukalion". Abaoe pell.
A divinis
"Pellaet diouzh an oberoù doueel". Er relijion gatolik, ar c'hastiz suspentio a divinis a zo unan eus an doareoù digargoù a c'hall kastizañ ur c'hloareg. An eskob Fernando Lugo a voe digarget a divinis pa voe dilennet da brezidant Paraguay d'an 20 a viz Ebrel 2008.
A facto ad jus non datur consequentia
"N'eus ket ur gwir eus ar fed e-unan".
A falsis principiis proficisci
"A zisoc'h diwar pennaennoù diwir".
A fluctibus opes
"Eus ar mor (e teu) ar binvidigezh". Sturienn kêr Sarzhav.
A fortiori ratione
"Ken met rak se". Seul gent a se ; berraet alies en A fortiori.
A Jove principium
"Krogomp gant Jupiter", da lavaret eo "enor d'ar mestr, da vestr an ti".
A latere
"E-kichen". Cardinal a latere : kardinal kaset gant ar pab d'ur pennstad bennak.
A mari usque ad mare
"Adal ar mor betek ar mor". Eus an eil mor d'egile ; sturienn Kanada.
A mensa et t(h)oro
"Eus an daol hag eus ar gwele". Disrann a gorf, hep na vefe torret an dimeziñ.
A minima
"Ag an hini bihanañ". Talvoudegezh vihanañ un dra bennak.
A minore ad maius
"Eus ar bihanañ d'ar brasañ".
A mundo condito
"Adalek krouidigezh ar bed".
A non domino
"Eus un nann-aotrou". Implijet pa resever ur mad digant un den ha n'eo ket perc'henn warnañ.
A parte
"A-gostez". Er c'hoariva, komzoù a parte a vez lavaret gant un dudenn war-eeun d'an arvesterien, en diavaez d'ar c'hendivizoù etre an tudennoù all.
A pedibus usque ad caput
"Eus an troad betek ar penn". Penn-kil-ha-troad ; gwelit A capite ad calcem.
A posse ad esse non valet consequentia
"Diwar gallusted bezañ un dra ez eo arabat dezastum ez eus anezhañ".
A posteriori
"Diwar skiant-prenet".
A priori
"Diwar raksant".
A quo
"Diwarnañ". An dies a quo eo an deiz ma krog ur pad diwarnañ, enebet ouzh an dies ad quem, an devezh ma paouez ar pad en diwezh anezhañ.
A silentio
"Dre an tav". Tennet eus argumentum a silentio, a vez implijet evit lavaret ez eo dic'houest un den da sevel enep un arguzenn, pa chom mut goude e glevet.
A solis ortu usque ad occasum
"Eus ar sav-heol betek ar c'huzh-heol" (e sevenan ma c'hefridi).

Ab abrupto
"En un doare reut, trumm".
Ab absurdo
"Dre an emsiv" ; prouiñ ab absurdo. [1]
Ab abusu ad usum non valet consequentia
"Un arver diwar ur c'hammarver n'eo ket gwiriek." Gwelit Abusus non tollit usum.
Ab aestu et tempestate
"(Goudoriñ) diouzh ar wrez vras hag ar gorventenn".
Ab aeterno
"Adal deroù an amzer". A-holl-viskoazh.
Ab ante
"A-ziagent". En a-raok.
Ab antiquo
"A-gozh-amzer".
Ab agendo
"Diwar an oad". Ab agendo a reer eus un den a zo dic'houest da ober un dra bennak peogwir eo re gozh, re wan a spered, nammet pe war e leve.
Ab amicis honesta petamus
"Digant ur mignon ne ranker goulenn nemet ar pezh ez eo gouest da ober." — Cicero, Laelius De Amicitia, 44.
Ab asino lanam quaeris
"Emaoc'h o c'hortoz kaout gloan digant un azen".
Ab assuetis non fit passio
"Ne zeu ket an angerzh diwar an traoù boas".
Ab epistulis
"Diwar al lizheroù".
Ab esse ad posse valet consequentia
"Mard eus eus un dra e c'haller kendastum ez eo gallus".
Ab extra
"Eus an tu-hon".
Ab hinc
"Alemañ".
Ab hoc et ab hac
"Amañ hag ahont". A-hed hag a-dreuz : komz ab hoc et ab hac.
Ab igne ignem capere
"Lezel un tan da gregiñ en e dan". Ober en un doare ent-keodedel, asantiñ da ober un dra a zo reizh e buhez ar gevredigezh.
Ab illo tempore
"Abaoe an amzer-se".
Ab imis fundamentis
"Adalek an diazezoù donañ". Nevesaat ar gevredigezh ab imis fundamentis e oa pal an Dispac'h Gall.
Ab immemorabili
"Abaoe (amzerioù) dreist koun". A-holl-viskoazh.
Ab imo corde
"A-greiz-kalon".
Ab imo pectore
"Eus don ar bruched". En un doare gwirion : diskouez bezañ brouezet ab imo pectore.
Ab inconvenienti
"Diwar zivarregezh". Un arguzenn ab inconvenienti a ziskouez divarregezh an arguzenner, pa heuilh un hent a gas da fazioù pe da zislavaroù.
Ab incunabulis
"Abaoe ar gavell". Abaoe ar vugeliezh.
Ab initio
"Adalek an deroù".
Ab intestat
"Hep testamant". A lavarer diwar-benn un den a zo marvet hep testamantiñ, hag a-zivout e hêred.
Ab Iove principium
"Gwelit [#A|A Jove principium]].
Ab irato homine
"Diwar un den fuloret". Arabat eo ober un testamant ab irato, rak keuz a c'hallfe dont goude.
Ab origine
"Adalek an orin". Adalek ar penn-kentañ : studiañ un afer ab origine.
Ab origine fidelis
"Feal d'e orin, na zisoñj ket a be lec'h e teu.
Ab ovo
"Adalek ar vi". Adalek an orin.
Ab ovo usque ad mala
"Eus ar vi betek an aval". A-hed ar pred, diwar ar boaz roman da gregiñ pep pred gant vioù ha d'e echuiñ gant frouezh.
Ab tam tenui initio tantae opes sunt profligatae
"[Biskoazh] ne voe ken bras ur galloud diskaret gant kentaoù ken dister." — Cornelius Nepos (~100 – ~25), De vita excellentium imperatorum et Phaedri fabulae selectae, linenn 15Troidigezh c'hallek.
Ab uno disces omnes
"Diwar unan anavez an holl." — Virgilius, Aeneis II:65.
Ab Urbe condita
"Adalek diazezidigezh ar Gêr". Roma eo ar Gêr, bet diazezet e 754 pe 753 kJK hervez Marcus Terentius Varro en e Rerum rusticarum de agricultura. [2]
Aberratio delicti
"Distro ar felladenn". Er gwir, gallusted ur fazi, a-greiz seveniñ ur gwallober, a c'hoarvez pa 'z eo atebek ar gwalloberour d'un darvoud disheñvel diouzh e bal kentañ.
Aberratio ictus
"Distro an taol". Tenn hebiou. Er gwir, un ober reizh a zegas ur gaou dre fazi, gant atebegezh an oberour.
Abest ut fatear, ut praecise negem
"Pell diouzh en anzav en e nac'han da vat".
Abiens abi
"O vont gant e hent". O kuitaat ul lec'h pe ur garg.
Abistis, dulces caricae
"Echu eo ganeoc'h, fiez c'hwek". Aet eo an devezhioù c'hwek da get. — Petronius, Satiricon, LXIV.
Abrogata lege abrogante non reviviscit lex abrogata
"Ne vez ket adsavet ul lezenn dorr dre derriñ al lezenn he deus he zorret".
Absens haeres non erit
"An ezveziad ne vo ket hêr". Aet diwar wel, aet diwar galon.
Absentem lædit, qui cum ebrio litigat
"Skeiñ gant un den ezvezant a ra an hini a vez o tabutal gant un den mezv".
Absit inuidia verbo
"Ra ne vo noaz ebet er ger-se". Hep dismegañsiñ den, gant neptuegezh. — Titus Livius, Ab Urbe condita libri, IX-19.
Absit omen
"Ra ne vo ket ur vallozh" eus kement-mañ. Latin ar Grennamzer.
Absit reverentia vero
"Arabat eo dimp kaout aon rak lavaret ar wirionez". — Ovidius, Heroides V:13.
Absolutio ab actione
"Didamalladur diwar ober". Da lavaret eo : evit abegoù danvezel.
Absolutio ab instantia
"Didamalladur diwar ar goulenn". Da lavaret eo : dre ur si en argerzh an tamall.
Absolutum dominium
"Beli ziharz".
Absque argento omnia vana
"Hep arc'hant e vez aner pep tra".
Abstinere debet aeger
"Ret eo d'ar c'hlañvad yunañ".
Abundans cautela non nocet
"Ne zeu droug ebet diwar re a ziarbennoù". Keñveriañ gant ar c'hrennlavar Al logodenn n'he deus nemet un toull zo boued d'ar c'hazh.
Abusus non tollit usum
"Reober ne dalv ket paouez d'ober". N'eo ket peogwir eo fall ur boaz e vo diskaret. Gwelit Ab abusu ad usum non valet consequentia.
Abuti errore hostium
"Tenn splet eus fazi an enebour".
Abyssus abyssum invocat
"Gervel an islonk a ra an islonk". [3]

Accessorium sequitur principale
"Da heul ar pouezusañ e teu an eilrenk". Er gwir : diwar hini ar mad pennañ e teu dezvad ur mad a eil renk.
Accessum ad res salutares, a pestiferis recessum
"Tostaat d'an traoù salvus, pellaat diouzh ar re noazus". — Cicero, De Natura DeorumII:34.
Accipe quam primum, brevis est occasio lucri
"Gra diouzhtu, dibad eo ar chañsoù da zont a-benn". « Pa vez gedon eo gedona ».
Accidere ex una scintilla incendia passim
"Diwar ur fulenn en em strew an tangwall".
Accipio omen

Degemer a ran an diougan".

Accusare nemo se debet nisi coram Deo
'Den ne rank en em damall, nemet dirak e-tal Doue".
Acetum habet in pectore
"Gwinêgr zo em bruched". Lemm eo ma spered ha kalz danvez zo ennon. [4].
Acta est fabula, plaudite !
"C'hoariet eo ar pezh-c'hoari, strakit ho taouarn!". Gerioù diwezhañ distaget gant Aogust war ar varskaoñ, a-hervez. Kar da "echu eo an abadenn".
Actio adversus iudicem que litem suam fecit
"Keinad a-enep ur barner hag en deus ul laz personel er gaoz".
Actio libera in causa
"Ober dishual en afer". Er gwir : ur gwallober sevenet gant un den a zo en em lakaet da ziatebek.
Actio nondum nata non praescribitur
"Un ober ha n'eo ket bet ganet c'hoazh ne c'hall ket bezañ digastizet".
Actio personalis moritur cum persona
"Gant an den e varv e oberoù".
Actor sequitur forum rei
"Neb a vreut ur gaoz a heuilh kreizon an difenner".
Actore non probante, reus absolvitur
"Mar ne zegas ket ar goulenner ar brouenn, ret eo didamall an difenner".

Ad abundantiam
"A-builh".
Ad agendum
"A-benn an ober". Er gwir e c'hall ur c'hlemmer reiñ d'un den all un urzh ad agendum evit ma kasfe ar prosez e-lec'h ar c'hlemmer.
Ad astra
"Trema ar stered".
Ad astra per aspera
"Trema ar stered a-dreuz an diaesterioù".
Ad audiendum verbum
"War selaou ar gomz. Da skouer : ur c'henglav ad audiendum verbum, ma teuer da selaou ar pezh a zo da vezañ lavaret fraezh.
Ad augusta per angusta
"D'an nec'h dre an hentoù strizh". Diaes eo an hent da c'hounit brud hag enor.
Ad bestias
"D'al loened". Gwelit Damnatio ad bestias.
Ad captandum vulgus
"A-benn pakañ an engroez". Er politikerezh, plijout d'ar yoc'hoù eo pal un arguzenn ad captandum vulgus.
Ad coetum geniti sumus
"Evit an unaniezh ec'h omp bet ganet".
Ad gloriam per spinas
"Trema ar c'hlod a-dreuz drein".
Ad explorandum
"Klask evit kavout". Implijet er gwir evit goulenn un enklask ma vo kavet ur brouenn bennak.
Ad hoc
"Graet evit se". Evel pa lakaer un dra bennak el lec'h ad hoc.
Ad hominem
"War-du an den". Arguzennoù ad hominem zo mennet da skeiñ war un den, d'e ziskar, pe da ziskar e vrud, e-lec'h diskar e arguzennoù. Gwelit Ad personam.
Ad honorem nostrum interest
"Rekis eo d'hon enor".
Ad horas
"A-barzh un nebeud eurvezhioù".
Ad impossibilia nemo tenetur
"Den n'eo ret dezhañ ober ar pezh na c'heller ket ober".
Ad infinitum
"Betek an didermen".
Ad instar
"Diouzh patrom". Er gloer henroman, ur garg ad instar a oa unan a enor, da lavaret eo gant an titl hep ar garg wirion.
Ad interim
"En amzer etre". Da c'hortoz ; ur gouarnamant etreadegat eo unan ad interim.
Ad iura renunciata, non datur regressus
"N'eus distro ebet da zilez ar gwirioù".
Ad Kalendas graecas
"Da Gala ar C'hresianed ". E Roma e oa eus ar c'hala, ha kala ar C'hresianed ne oa ket anezho. Kement ha "bloavezh an erc'h du" eo eta.
Ad libitum
"Diouzh gwalc'h".
Ad litteram
"Hervez al lizherenn". Sentiñ rik ouzh ar ger eo sentiñ ad litteram.
Ad maiora
"War-du traoù brasoc'h". Implijet da sevel yec'hedoù, da hetiñ muioc'h c'hoazh a verzh en dazont.
Ad maiorem regis gloriam
"Evit brasañ gloar ar roue".
Ad majorem Dei gloriam
skrivet en un iliz e SUA
Ad majorem Dei gloriam
"Evit brasañ gloar Doue". Sturienn Kompagnunezh Jezuz, skrivet ivez A.M.D.G"., a vez moullet war al levrioù embannet ganto.
Ad malum malae res plurimae se agglutinant
"Alies e vez meur a reuz goude ur reuz". « Pa erru ur c'holl en ti / Ez erru daoou pe dri ».
Ad multos annos !
"War-du kalz bloavezhioù !" Hetoù. Many happy returns eo an droienn saoznek a glot amañ.
Ad nauseam
"Betek sevel ar galon". Betek bezañ heug.
Ad nocendum potentes sumus
"Evit noazout ez omp galloudus".
Ad nutum
"Diwar un hejadenn penn". Evit komz eus un disentez bet kemeret war an tach, hep goulenn ali den pe zen ha hep en em wennañ dirak den pe zen.
Ad oculum
"Diwar al lagad". Priziañ ad oculum : priziañ well-wazh, d'ar much.
Ad patres
"War-du an tadoù". Kas un den bennak ad patres zo kement hag e gas da welout e hendadoù, da lavarout eo e lazhañ.
Ad perpetuam rei memoriam
"Evit ar goun beurbadel". Lakaet goude a ar c'hevarc'hiñ e dibenn un teul roman, evit reiñ da c'houzout e oa an teul unan solius ha trebad.
Ad personam
"War-du an den". Tagañ an den e-lec'h e brezeg a reer pa'z implijer un arguzenn ad personam. Gwelit Ad hominem.
Ad probationem
"Evit ar brouenn". Implijet er gwir diwar-benn un akta solius na c'hall ket bezañ enebadus ouzh ar gevrenn enep hep prouenn. Gwelit ad validitatem' amañ izeloc'h.
Ad proximum antecedens fiat relatio, nisi impediatur sententia
"Ra vo liammet ar ger kent ouzh ar ger a zo war e lerc'h, anez ez eo distrujet ster ar frazenn".
Ad quem
Implijet en troiennoù dies ad quem, enebet ouzh dies a quo.
Ad referendum
"D'ar vodadeg". Kaset e vez un afer ad referendum evit goulenn ali ur vodadeg kent kemer un disentez.
Ad rem
"Perzhiek". A denn dres d'an dodenn.
Ad substantiam
"Evit an danvez". Er gwir, ar stumm rekis dre lezenn evit ma talvezfe un akta da vat.
Ad unguem
"D'an ivinenn"; En un doare disi, diwar arz ar c'hizellerezh.
Ad usum Delphini44
"Evit barr an Daofin". Meneg e oa lakaet war un dastumad skridoù klasel latin ha henc'hresianek a oa bet moullet evit Loeiz Bro-C'hall, mab Loeiz XIV.
Ad Urbis fabricae / Ad usum fabricae44
"Evit sevel Kêr / Evit implij ar sevel". Berraet alies dre A.U.F.". Eilsinadur teulioù an treuzkas dafar evit sevel ilizoù-meur Italia (Firenze, Milano, Roma. Dizemglev zo diwar-benn e ster resis : ha digoust e oa an tailhoù war an dafar hag an treuzkas, pe get ?
Ad validitatem
"Evit ar soliusted". Implijet er gwir diwar-benn un akta a c'hall bezañ nullet mar ne sevener ket un diviz a soliusted. Gwelit Ad probationem.
Ad valorem
"Diouzh an dalvoudegezh". Implijet er maltouterezh.
Ad veritatem
"Trema ar wirionez".
Ad vitam æternam
"A-hed ar vuhez peurbadel". Da viken.
Ad vinum disertum esse
"Bezañ helavar dre ar gwin".
Adde parvum parvo, magnus acervus erit
"Laka ouzhpenn tamm-ha-tamm, kalz az po".
Addenda et corrigenda
"Ouzhpennadennoù ha reizhadennoù".
Addendum
"Tra da lakaat ouzhpenn". Addenda el liester.
Adducere inconveniens non est solvere argumentum
"Degas nemedennoù ne ziskoulmo ket ar gudenn".
Adfines inter se non sunt adfines
"An heñvelderioù a zo etrezo n'int ket dre nesaelezh".
Adfinitas in coniuge superstite non deletur
"N'eo ket nullet nesaelezh ar pried manet bev".
Adfinitas iure nulla successio permittitur
"An nesaelezh ne ro ket gwirioù kantved-diner".
Adiaphora
"An traoù diforzh". Diwar an henc'hresianeg ἀδιάφορα, evit diskouez an traoù ha n'int na ret na berzet. Eus ar stoikegezh e teu ar meizad, hag adkemeret eo bet gant ar gristeniezh.
Adoptio naturam imitatur
"Drevezañ an natur a ra an advabadur".
Adtemptata pudicitia
"Dismeg ouzh an elevez".
Adulatio perpetuum malum regum
"Dre flanerezh e kendalc'h ar renerezh fall".
Adversae res religionum admonent
"E-kreiz an droukverzh e tihun an dra relijiel".
Adversis rerum immersabilis undis
"Bepred skoet gant gwagennoù an droukverzh, hep bezañ beuzet nepred". — Horatius, en e droidigezh latin diwar Odysseia Homeros ; (la) (en) Episluæ, II, linenn 23.
Advocatus diaboli
"Alvokad an diaoul". Implijet pa arguzenner a-ratozh-ker enep un den padal e vezer a-du gantañ, evit amprouiñ talvoudegezh e arguzennoù.

A.E.I.O.U. en arouez an impalaer santel Friedrich IV, 1446
A.E.I.O.U.
Austria Est Imperare Orbi Universi. "Aostria eo dezhi da c'hourc'hemenn ar bed-holl", sturienn latin an Tiegezh Habsburg ; Alle Erdreich Ist Österreich Untertan eo en alamaneg.
Ægroto dum anima est, spes est
"Goanag zo keit ha ma vez anal gant ar c'hlañvour".
Aequam memento servare mentem
"Bez soñj da virout ur spered plaen".
Aequat omnes cinis
"Al ludu a laka an holl dud da gevatal". — Seneca ar Yaouankañ, Epistulae morales ad Lucilium, XCI:16.
Aeque principaliter
"Ken pouezus all". En Iliz katolik roman, unaniñ eskoptioù aeque principaliter zo o c'hendeuziñ hep na vefe lakaet an eil dreist egile.
Aequo pulsat pede
"A sko gant un troad diforzh". Berradur ar werzenn Pallida Mors æquo pulsat pede pauperum tabernas regumque turris, "gant un troad diforzh e sko ar Marv disliv gant tavarnioù ar re baour ha rourioù ar rouaned". — Horatius, Carmina I.IV.13.
Aequum est ut cujus participavit lucrum, participet et damnum
"Reizh eo e kemerfe perzh er goll ivez an neb en deus kemeret perzh er gounid".
Ære perennius (exegi monumentum aere perennius)
"Padusoc'h eget arem (savet em eus ur monumant padusoc'h eget arem)" — Horatius, Carmina, III, XXX, 1.
Aes triplex
"Arem tric'hement". Tri gwiskad arem war bruched ar verdeerien gentañ, arouez o c'halonegezh. — Horatius, Carmina I-III-9.
Aetatis cujusque notandi sunt tibi mores
"Dalc'h kont eus boazioù pep amzer".
Æternum vale
"Kenavo da viken". Gwelout Supremum vale.

Affidavit
"Feiz en deus graet". Un affidavit zo ur skrid ma tisklêrier ha touer dirak un den aotreet gant al lezenn ez eo gwir kement fed a zo skrivet.
Affirmanti incumbit probatio
"Gant neb a lavar e tegouezh prouiñ".
Afflictis lentae
"Gorrek eo d'ar gouzañvidi". Hir e vez an amzer d'an dud a c'houzañv.
Afflictis longae, celeres gaudentibus horae
"Gorrek eo eurioù ar gouzañvidi, buan eo re an dud laouen".

Age quod agis
"Gra ar pezh a rez. Gra mat ar pezh a rez.
Agnosco stilum Romanae ecclesiae
"Anavezout a ran stil an Iliz roman".
Agnosco veteris vestigia flammae
"Anavezout a ran roudoù ma flammenn gozh".
Agnus Dei
"Oan Doue". Jezuz Nazaret gwelet evel an oan a voe aberzhet war ar Groaz hervez an Testamant Nevez.

Julius Caesar o treuziñ ar stêr Rubicone
Alas accidere
"Troc'hañ an divaskell".
Albo lapillo diem notare
"Merkañ an deiz gant ur maen gwenn. Da gaout soñj eus un darvoud laouen ; kevatal da « lakaat ur groaz en nor ». An eneb d'al lavared Dies ater.
Albo signanda lapillo dies
"Devezh da verkañ dre ur maen gwenn".
Alea jacta est
"Taolet eo an diñsoù !" A voe lavaret gant Caius Julius Caesar pa dreuzas ar stêr Rubicone, a oa berzet outañ, da vont da Roma da gemer ar galloud.
Alias
"En un doare all". Arveret gant ar ster "anvet en un doare all", kenster gant "derc'hanvenn", "anv-pluenn" : Louis-Paul Nemo, alias Roparz Hemon. .
Alibi
"E lec'h all". Er lezenn|gwir, un digarez diazezet war ar fed ma oa an tamallad en ul lec'h disheñvel diouzh an hini m'eo bet sevenet ar gwallober.
Aliena vitia in oculis habemus a tergo nostra sunt
"Dirak hon daoulagad emañ fazioù an hentez, a-dreñv dimp emañ hor re". — Seneca ar Yaouankañ, De Ira II, XXVIII:8.
Alieni iuris
"E lezenn unan all". A-zivout an dud, bugale peurliesañ, a zo e gwardoniezh un den all.
Alienis malis discimus
"Deskiñ a reomp diwar fazioù an hentez".
Alii bella gerunt, tu felix Austria nube
"Ar re all a ren brezel, te, Aostria eürus, a zimez". Lavarenn-stur Arc'hdugelezh Aostria.
Aliis inserviendo consumor
"Deviñ evit servij an hentez". Sturienn Ernest I (dug Brunswick ; 1497-1546), Skol-veur Mezegiezh Danylo Halytslyi Lviv (Ukraina), Skol-veur Tyoumen (Rusia) ha The Catholic University of America (SUA).
Aliorum medicus, ipse ulceribus scates
"Mezeg ar re all, hag eñ goloet a c'houlioù". — Erasmus, Adagiorum, II, v, 38.
Aliquando et insanire iucundum est
"Plijus e vez bezañ foll a-wechoù".
Aliquem indicta causa damnare
"Kondaoniñ un den hep e glevout".
Aliquid dare, aliquid retinere
"Un dra bennak da reiñ, un dra bennak da virout". Arveret er gwir evit merkañ ar c'henaotre etre div gevrenn evit lakaat termen d'o dizemglev.
Aliquis non debet esse judex in propria causa, quia non potest esse judex et pars
"Arabat eo d'an den bezañ barner e gaoz dezhañ, abalamour ma ne c'heller ket bezañ barner ha kevrenn".
Aliquid stats pro aliquo
"Un dra bennak a dalvez evit un dra bennak all". Diazez ar semiotik, ar skiant a bled gant argerzh ar c'henderc'hañ, ar bonekaat hag ar c'hehentiñ arouezioù.
Alis luporum catulos
"Emaoc'h o vagañ bleizigoù".
Aliud est celare, aliud tacere
"Kuzhat zo un dra, tevel zo un dra all".
Aliud pro alio
"Un dra evit unan all".
Alium silere quod voles primus sile
"Na lavar ket ar pezh na fell ket dit klevet digant un den all".
Alma mater
"Mamm vagerez". Implijet gant an dud da envel ar skol-veur m'int bet gant o studi.
Alter ego
"Me arall". Hennezh eo ma alter ego : hennezh pe me, heñvel eo.
Alter frenis, alter eget calcaribus
"Lod o deus ezhomm rañjennoù, lod all kentroù". Lod tud zo re herrek, lod zo re c'horrek.
Alterius non sit qui suus esse potest
"Na vezañ d'unan all neb a c'hall bezañ dezhañ e-unan". Arabat eo da neb a c'hall bezañ perc'henn warnañ e-unan bezañ perc'hennet gant un den all. – Sturienn Paracelsus.
Alterum non laedere
"Na noazout d'an hentez".
Altis plerumque adjacent abrupta
"Amezek d'un islonk e vez an uhelder peurliesañ".

Amor vincit omnia
Amantes amentes
"Foll eo an amourouzien".
Amantium irae amoris integratio
"Nevesadur ar garantez eo tabutoù an amourouzien".
Amat victoria curam
"An trec'h a gar ar striv".
Ames parentem, si aequus est – si aliter, feras
"Kar da dud, mard int reizh : anez, gouzañv-i".
Amice, ad quid venisti !
"Mignon, evit petra out deuet !" — Aviel Mazhev, XXVI:50.
Amici inesse adulationem
"N'eus lubanerezh ebet etre mignoned". — Tacitus, Annales, II.12.
Amici, hodie diem perdidi
"Mignoned, hiziv em eus kollet un devezh". Lavaret gant an impalaer Titus pa n'en devoa graet mad ebet da zen ebet.
Amici nec multi nec nulli
"Na kalz mignoned, na hini ebet".
Amici vitia si feras, facis tua
"Mar gouzañvez sioù da vignon e rez da sioù-te ganto".
Amici mores noveris, non oderis
"Anaout boazioù da vignon a rankez, arabat eo o c'hasaat".
Amicitia inter pocula contracta, plerumque est vitrea
"Ken bresk hag ar gwer eo ar vignoniezh skoulmet tro-dro da vannac'hoù".
Amicitia magis elucet inter aequales
"Pelloc'h e pad ar vignoniezh etre tud kevatal".
Amicum an nomen habeas, aperit calamitas
"Diwar da walldroioù e ouezi hag ur mignon gwirion zo dit pe an anv anezhañ hepken".
Amicum secreto admone, palam lauda
"Kroz da'z mignon ez-prevez, gra meuleudi dezhañ ez-foran".
Amicus certus in re incerta cernitur
"Ur gwir vignon a vez anavezet pa zegouezh ur gwall".
Amicus magis necessarius quam ignis et aqua
"Rekisoc'h eget an tan hag an dour eo ar mignon".
Amicus ollaris
"Mignon ar pod pri". Ho mignon eo keit ha ma vez boued en ho pod.
Amicus omnibus, amicus nemini
"Mignon d'an holl (zo koulz ha) mignon da zen ebet".
Amicus Plato, sed magis amica veritas
"Mignon da Blaton on, hogen d'ar wirionez muioc'h c'hoazh". — Aristoteles, Ethica Nicomachea I-6, diwar-benn Platon, pa ne oa ket a-du gantañ.
Amicus verus rara avis
"Evned rouez eo ar vignoned wirion".
Amittit merito proprium, qui alienum appetit
"Neb a c'hoanta peadra an hentez zo dellezek da goll e hini".
Amor crescit dolore repulsae
"Kreskiñ a ra ar garantez gant poan an nac'hadenn".
Amor – dolor
"Karantez – poan".
Amor et deliciae humani generis
"Karantez ha dudi mab-den". Ul lesanv gounezet gant an impalaer Titus a-drugarez d'e vadelezh e-keñver e sujidi. — Eutropius, Breviarium Historiae Romanae, VII.21.
Amor omnia vincit
"Trec'h e vez ar garantez war pep tra".
Amor et melle et felle est fecundissimus
"Ar garantez eo ken puilh ar mel hag ar vestl enni".
Amor libertatis nobis est innatus
"Enganet ennomp ar ar garantez ouzh ar frankiz".
Amor patriae nostra lex
Karantez ouzh ar vammvro eo hor lezenn".
Amor vincit omnia
"Trec'hiñ war bep tra a ra ar garantez".
Amore, more, ore, re
"Ar garantez, ar vuhezegezh, ar c'homzoù, an oberoù". Berradur eus Verus amicus amore more ore re cognoscitur : "dre e garantez, e vuhezegezh, e gomzoù, e oberoù ez anavezer ar mignon gwirion".

Munud eus Azeulerezh an Drinded, un emboltred gant Albrecht Dürer
Annuit cœptis war Siell Veur gouarnamant SUA
An debeatur
"Mard eo dleet". Implijet er gwir evit klask gouzout hag unj digoll zo ret a-c'houde ur gaou. Gwelit Quantum debeatur.
An et quantum debeatur
"Mard eo dleet ha pegement".
Angina pectoris
"Kevenkez bruched". [5].
Anguillam cauda tenes
"Dalc'h ar silienn dre he lost".
Angulus ridet
"Ar c'horn-bro a c'hoarzh". — Horatius, Carminum, II-6:14.
Animum debes mutare non caelum
"An ene a ranker kemmañ, an hinonad n'eo ket".
Animus ex ipsa desperatione sumatur
"Tennomp hor c'halonegezh eus an dic'hoanag".
Animus meminisse horret
"Skrijañ a ra ma ene gant an eñvorenn-se".
Animus pugnandi
"Ar youl da stourm".
Animus se a corpore abstrahit
"En em zisujañ eus ar c'horf a ra an ene".
Anno a Virginis partu
"Er bloaz goude d'ar Werc'hez gwilioudiñ". Heñvelster gant al lavared Anno Domini. Evel el livadur Azeulerezh an Drinded gant Albrecht Dürer, a zo sinet Albertus Durer Noricus faciebat anno a Virginis partu 1511, "Albrecht Dürer a Nürnberg a reas er bloaz 1511 goude d'ar Werc'hez gwilioudiñ".
Anno Domini
"Goude an Aotrou (Jezuz Nazaret)". Berraet en A. D..
Annuit cœptis
"Darbennet (en deus) an embregadenn-mañ". Unan eus an teir sturienn a zo war pil Siell Veur Stadoù-Unanet Amerika ; embann a ra ez eo bet darbennet krouidigezh SUA gant Ragevezh Doue.
Annus horribilis
"Bloavezh euzhus". Bomm lavaret gant Elesbed II, rouanez ar Rouantelezh-Unanet, da zisplegañ petra he doa bevet e 1992. Dre fent e veze kemmet gant farserien ar ger annus en anus (fraez).
Annus mirabilis
"Bloavezh brav-estlammus".
Ante Christum natum
"Kent ganedigezh Jezus-Krist". Berradurioù : a.C.n., A.C.N., ACN, a.Ch.n., a.Chr.n.). Gwelit Post Christum natum.
Ante diem
"Kent an deiz". A-raok hiziv.
Ante litteram
"Kent ar skrid". A-raok ma vefe eus ar ger ; da skouer : Henry Havelock Ellis (1859-1939) a voe ur revoniour ante litteram .
Ante pedes non videre
"Na gwelout dirak e dreid". Bezañ avelek, pe verrsperedet.
Antiqua nove
"Traoù kozh en un doare nevez".
Antiqua sunt optima
"Ar re wellañ eo an traoù kozh". Arnodet ha gwiriekaet eo bet an traoù kozh, hervez ar Romaned bepred.
Antiquior mors turpitudine
"Gwell ar marv eget ar vezh".
Antiquo jure tutor
"Gouarnour kozh al lezenn".
Antiquo more
"Ar c'hiz kozh".
Antiquus amor cancer est
"Ur garantez kozh n'eo nemet ur valitouch (da soñj ar merc'hed)" – Petronius, Satiricon, II-42.
Anxia divitiarum cura
"Enkrezus eo bezañ nec'het gant ar binvidigezh".

Apertis verbis
"Komzoù fraezh".
Apices juris non sunt jura
"Soutilderioù ar gwir n'int ket ar gwir".
Appellatio ad Caesarem
"Galv d'an impalaer". Evit terriñ ur barn d'ar marv. Provocatio ad populum a veze graet kent an Impalaeriezh roman.
Aptari onus viribus debet
"Ret eo azasaat al labour ouzh an nerzh".

Aqua et ignis interdictio
"Berzet an dour hag an tan". A-zivout un den forbannet.
Aqua profunda est quieta
"Difiñv eo an dour don".
Aqua vitae
"An dour a vuhez". Ar gwin-ardant, an "odivi" : lambig, rom, whisky hag all.
Aquila non capit muscas
"N'eo ket an erer a dap kelien". Un den a bouez ne ra ket war-dro aferioù ken dister.
Aquila non captat muscas
idem.
Aquilam volare docet
"Emaoc'h o teskiñ nijal d'un erer".
Aquiris quodcumque rapis
"Dit eo ar pezh a laerez".

Arbiter elegantiae
"Barner ar granded". — Tacitus diwar-benn Petronius en Annales, XVI, 18.
Arbitror esse aliquam liberi arbitrii vim
"Krediñ a ra din ez eus un nerzh gant ar frankdivizout". — Erasmus, Adagiorum.
Arbor mala, mala mala
"Gwezenn fall, avaloù fall".
Arcades ambo
"Arkadianed o-daou". Daou sod, an ezen o vezañ loened brudetañ Arkadia. — Vergilius, Eclogues VII:4.
Ardet nec consumitur
"Deviñ a ra hep peurzeviñ". Diwar-benn ar feniks.
Ardua ad gloriam via
"Diaes eo an hent trema ar c'hlod".
Ardua para subire
"Dev evit sevel".
Arenae semina mandare
"Hadañ en traezh".
Argumentum ad verecundiam
"Arguzenn a zoujañs".
Argumentum baculinum
"Arguzenn ar vazh". Skeiñ, implijout an nerzh e-lec'h ar reizhpoell (evel e pezh-c'hoari Molière Les Fourberies de Scapin).
Articulus stantis vel cadentis Ecclesiae
"Ar benngredenn a laka an Iliz da chom en he sav pe da gouezhañ". Ar feiz kristen hervez Martin Luther, da lavar an doueoniour Balthasar Meisner (1587-1626).
Ars casus similis
"Heñvel eo an arz ouzh ar chañs". — Ovidius, Ars Amatoria III:155.
Ars est celare artem
"Kuzhat an arz eo an arz". Kuzhat an ardoù eo an arz.
Ars est difficilis, recte rempublicam gerere
"Un arz diaes eo gouarn mat ar Stad".
Ars gratia artis
"An arz evit an arz". Sturienn ar gompagnunezh sinema Metro Goldwyn Mayer.
Ars longa, vita brevis[6]
"Hir an arz, berr ar vuhez".
Artem quævis alit terra
"Ar vicher a vag an den e pep lec'h".

Asinus asinorum in sæcula sæculorum
"Azen an ezen da viken". N'eus ket sotoc'h eget hemañ.
Asinus asinum fricat
"Azen a frot azen".
Asinus balneatoris numquam particeps balnei
"Azen gward ar c'hibellec'h n'en devez kibelladenn ebet".
Asinus gestat mysteria
"Emañ an azen o tougen an ikonoù". – Andrea Alciato (1492-1550).
''Asinus in catedra
"Azen er gador". Un azen o prezeg pe o kelenn an dud.
Asinus in tegulis
"Un azen war an toennoù". Un dra iskis.
Aspexi terram et ecce vacua erat et nihil
"Sellet a ran ouzh an douar ha setu eo goullo ha distumm". — Vulgata, Jeremiaz, 4:23.
Aspiciendo senescis
"Koshaat a rez en ur sellet ouzhin".
Assem habeas, assem valeas
"Bez arc'hant, kreñv e vi gant an arc'hant". Bez pinvidik ha stad a vo graet ac'hanout. An as e oa ar moneiz roman.

Athanasius contra mundum
"Athanasius Enep ar Bed". Lesanv Athanasius Aleksandria (297-373), ugentvet eskob Aleksandria adal 328 betek e varv, pa voe harluet pemp gwezh diwar urzh pevar impalaer roman : Kustentin Iañ, Constantius II, Juluan II ha Valens.

Auctores varii
"Lies aozerien". Berraet dre AA.VV..
Auctoritatem rebus vilitas adimit
"Ur priz izel a denn pep pouezusted d'an dra".
Audacia fidentiae est apposita
"Stok ouzh ar fiziañs eo an herder".
Audacter calumniare, semper aliquid haeret
Falstamall dizaon, atav e chom un dra bennak peg".
Audax est ad omnia quaecumque amat vel odit femina, et artificiosa est nocere cum vult
"Her eo ar vaouez e kement tra a gar hag a gaz, ha gouzout a ra noazañ pa fell dezhi".
Audax Japeti genus
"Mab dispont ganet eus Japet".
Aude contemnere opes
"Kred ober fae war ar stroñs".
Audendum est, fortes adjuvat ipsa Venus
"Ret eo krediñ ober, Gwener hec'h-unan a skoazell ar re galonek". — Tibullus, Carminum Libri Tres I, II:16.
Audentis fortuna juvat
"Ar chañs a c'hoarzh ouzh an dud dispont". — Vergilius, Aeneis X:284).
Audere est facere
"Krediñ ober eo ober".
Audi alteram partem
"Ra vo klevet ar gostenn all ivez".
Audi, vide, sile
"Selaou, sell, tav".
Audi, vide, tace, si tu vis vivere in pace
"Selaou, sell, tav, ma kerez bevañ e peoc'h". Par da « un den berzet a dalv kant ».
Audiatur et altera pars
"Ra vo klevet an tu arall". A vez lavaret en ur prosez, pa vez bet klevet an tamaller peurvuiañ.
Audite pars adversa
idem.
Aura popularis
"C'hwezh ar bobl". Avel (hegemm) ar bobl, ar c'hrad-vat a-berzh ar bobl a zoug brud an den hag e ziskar.
Auream quisquis mediocritem diligit
"Prizius evel an aour eo neb a gar ar muzul mat". — Quintus Horatius Flaccus, Carmina II, X:5.
Aures serva
"Diwall da zivskouarn".
Auri mediocritas
"Izelded an aour".
Auri sacra fames !
"Naon kazus a aour !"
Auribus teneo lupum
"Ar bleiz a zalc'han war-bouez e zivskouarn".
Aurora Musis amica est
"Mignonez d'ar Muzezed eo gouloù-deiz".

Aut agere aut mori
"Pe ober pe mervel".
Aut amat aut odit mulier, nil est tertium
"Pe karout pe kazout a ra ar vaouez, n'eus dibab all ebet".
Aut ... aut ...
"Pe ... pe ..". A dalvez "ya pe nann", "an eil pe egile".
Aut bibas aut abeas
"Ev pe kerzh kuit".
Aut Cæsar, aut nihil
"Pe impalaer pe netra". Sturienn Cesare Borgia.
Aut dedere aut punire
"Pe daskor pe kastizañ".
Aut disce aut discede
"Pe studi, pe kerzh kuit".
Aut dosce, aut disce, aut discede
"Pe kelenn, pe desk, pe kerzh kuit".
Aut nunc, aut numquam
"Pe bremañ pe biken".
Aut omnia, aut nihil
"Pe holl, pe netra".
Aut pati aut mori
"Pe gouzañv pe mervel".
Aut viam inveniam aut faciam
"Pe e kavin an hent pe e toullin anezhañ".
Aut vincere, aut mori
"Pe trec'hiñ pe mervel".
Autobi passebant completi
"Leun e oa ar busoù o tremen".
Autor opus laudat
"An oberour a gan meuleudi d'an oberenn".
Aut regem aut fatuum nasci oportet
"Ret eo bezañ ganet roue pe foll". Evit ober ar pezh a garer.
Aut ridenda omnia aut flenda sunt
"Ret eo c'hoarzhin pe gouelañ gant pep tra".
Aut vincere, aut emori/mori
"Bout trec'h pe mervel".

Avaritia facit bardus
"Ar bizhoni a laka an den genaouek".
Avaro omnia desunt, inopi pauca, sapienti nihil
"D'an den pizh e vank pep tra, d'ar paour nebeud a dra, d'ar fur (ne vank) netra".
Avarum est mulierum genus
"C'hoantek eo gouenn ar maouezed".
Avarum irritat, non satiat pecunia
"An arc'hant a vrouez an den, n'en dic'hoant ket".
Avarus nisi cum moritur, nil recte facit
"Madober nemetañ an den pizh eo mervel".
Ave atque vale
"Kevarc'h, ha bez yac'h".
Ave Cæsar, morituri te salutant
"Salud dit, Caesar, ar re zo o vont da vervel az salud". A veze lavaret er sirk gant ar glezeourion d'an impalaer a-raok an emgann.
Ave imperator, morituri te salutant eo a gaver e levr Suetonius, De Vita Caesarum, Claudius 21.
Ave color vini clari, Ave sapor sine pari
"Salud dit liv gwin sklaer, Salud dit blaz dibar".
Ave Maria
"Me ho salud, Mari; pedenn gatolik d'ar Werc'hez Vari.
Ave, ave, aves esse aves
"Salud dit, tad-kozh, ha debriñ evned a fell dit ? – C'hoari gerioù diwar ave (salud), avus (tad-kozh), avis (evn), hag aveo (c'hoantaat [a ran}).
Avis alba
"Ur voualc'h wenn". Un dra rouez.

Barba crescit, caput nescit
"Kreskiñ a ra ar barv, ar penn ne fura ket".
Barba non facit philosophum
"N'eo ket ar barv a ra ar prederour ".
Barba tenus sapientes
"Furien betek ar barv". Furien diwar-c'horre — Erasmus, Adagiorum.
Barbam auream habere
"Kaout ur barv aour". Bezañ un doue.
Barbam sapientem pascere
"Derc'hel barv ur prederour". Bezañ prederour a-vicher.

Beati pauperes spiritu
"Evurus ar re baour a spered". Distaget gant Jezuz Nazaret er Prezeg war menez, en Aviel Mazhev, 5:3. A vez lavaret dre fent ivez ouzh un den ha n'eo ket gwall fin, en ur ster disheñvel-rik diouzh hini al lavared orin.
Beatus qui prodest quibus potest
"Evurus an hini a ra vad d'ar re a c'hall".
Bellum frigidum
"Brezel yen".Gwelit Brezel Yen.
Bellum omnium contra omnes
"Brezel an holl enep an holl".
Belua fera est avaritia
Ar bizhoni zo ul looen ferv".
Bene diagnoscitur, bene curatur
"Kement ha pareañ eo anaoudaduriñ".
Bene vobis
"Mat, (ha) c'hwi ?".

Bibere humanum est, ergo bibamus
"Perzh an den eo evañ, evomp eta".
Bis dat, qui cito dat
"Div wech e ro an hini a ro buan".
Bis pueri senes
"An dud kozh zo div wech bugale".
Bis repetita placent
"Div wech lavaret a blij".
Bis repetita non placent
"Div wech lavaret ne blijont ket". Ar bomm deciens repetita placebit a lenner digant Quintus Horatius Flaccus, Ars Poetica 365, ma respont ar barzh e c'heller lavarout dek gwech un dra vrav hep skuizhañ penn ar selaouer.

Bona diagnosis, bona curatio
"Deznaou mat, louzoù mat".
Bona fide
"A feiz vat".
Bona valetudo melior est quam maximæ divitiæ
"Gwell eo yec'hed mat evit pinvidigezh vras".
Bonum vinum lætificat cor hominum
"Gant gwin mat e vez laouenaet kalon an den".
Bonus liber amicus optimus
"Ul levr mat eo ar mignon gwellañ".
Bonus pater familias
"Den mat eo an ozhac'h".

Breve et inreparabile tempus omnibus est vitae
"Un amzer berr ha dirapar eo buhez an holl". — Vergilius, Aeneis X:467.
Brevi manu
"Dre zorn berr". Roet eo bet an arc'hant dezhi brevi manu, roet eo bet an arc'hant dezhi war-eeun etre he daouarn.
Brevis in longo
"Ur silabenn verr e lec'h unan hir". War hirder ar silabennoù ez eo diazezet ar gwerzaouerezh latin[7],[8]. Gwelit Longam esse duorum temporum, brevem unius etiam pueri sciunt.
Brevitatis causa
"Lavaret berr". E berr gomzoù.
Britannia reges habet, sed tyrannos
"(Enez) Breizh he deus rouaned, hogen tiranted int".

Caeca invidia est
"Dall eo an droukc'hoant".
Canis sine dentibus vehementius latrat
"Ki hep dent a harzh kreñvoc'h". Ne grog ket ar c'hi a harzh.
Captatio benevolentiae
"Degerc'hañ an hegarated". En helavarouriezh, frazenn a lakaer e deroù ur brezegenn, ur skrid pe ul lizher, evit broudañ ar selaouer pe al lenner da vont a-du gant an aozer ha neuze da selaou pe da lenn pelloc'h.
Caput imperat, non pedes
"Ar penn ar ren, an treid ne reont ket".
Caput sine lingua pedaria sententia est
"Ur penn dideod eo ali ar senedourien ardroader". — Aulus Gellus, Noctes atticae, III-18). "Senedourien ardroader" eo ster pedaria, pa oa anezho senedourien nann-ofisiel a zeue war droad d'ar bodadegoù da reiñ o ali ; pignet war girri ez errue ar senedourien curulis, ar re a oa e karg ent-ofisiel.
Carpe diem
"Kutuilh an deiz". — Quintus Horatius Flaccus, Carmina I, XI:8.
Carthago delenda est
"Ret eo distruj Kartago". Berradur eus Ceterum autem censeo Carthaginem esse delendam, "ouzhpenn-se, da'm meno e rank Kartago bezañ distrujet", a veze lavaret alies gant Cato Gozh e-kerzh e brezegennoù e bloavezhioù diwezhañ an trede brezel punek etre Kartago ha Roma[9].
Castigat ridendo mores
"Reizhañ a ra ar boaz dre ar c'hoarzh". Sturienn ar c'hoariva Comédie-Française e Paris, troet e galleg dre Elle corrige les mœurs en riant".
Castis omnia casta
"Enor kement tra a zo glan".
Casus belli
"Degouezh a c'hall degas brezel".
Cave canem
Causa causans
"Abeg devoudus". Er gwir, pennabeg an darvoudenn.
Causa causarum
"Abeg an abegoù". — Tommaso d'Aquino, Questiones disputatoe de veritate, 21-3-3, en Sancti Thomae de Aquino opera omnia, Fratrum Praedicatorum, XXII, Romae, 1976, p. 598:18-19[10].
Causa proxima
"Abeg nesañ". Er gwir : an abeg tostañ d'an darvoudenn eo causa proxima en heuliad an abegoù o deus degaset ur gaouad.
Causa sine qua non
"Abeg ret". Er gwir, an abeg ret evit ma c'hoarvezfe ar gaouad.
Cave canem
"Diwall diouzh ar c'hi". Enskrivadur kavet war ur marelladur-leur ma weler ur c'hi dirak un nor e Pompei.
Caveat emptor
"Ra ziwallo ar prener".
Cave ne cadas
"Diwall na gouezhi". Distaget gant ar sklav en em zalc'h a-drek an imperator pa vez lid an trec'h.
Cave ab homine unius libri
"Diwall diouzh an den ha n'en deus nemet ul levr hepken". Sturienn ti-embann Umberto Allemandi e Torino, en Italia. Gwelit Timeo hominem unius libri.

Cedo maiori
"Plegañ a ran d'un den meuroc'h".
Ceteris paribus
"Pep tra o vezañ par".

Cibi condimentum est fames
"Temz pep meuz eo an naon". Pa vez naon e kaver mat pep tra.
Cibus non qui plurimus, sed qui suavissimus
"Ket ar muiañ a veuzioù, hogen ar re saourusañ".
Cicada cicadae cara, formicae formica
"Ar c'hrank-raden a gar ar c'hrank-raden, ar verienenn ar verienenn". — Aisopos.
Circa
"War-dro". Berraetdre c. peurliesañ.
Citius, Altius, Fortius
"Fonnusoc'h, uheloc'h, kreñvoc'h !' Sturienn ar C'hoarioù Olimpek.
Cito maturum, cito putridum
"Azv buan, brein buan". Rekis eo lezel amzer d'an amzer.
Civitas sine suffragio
"Keodedouriezh hep mouezhiañ". Un dere e Republik Roma hag a roe d'un den holl wirioù ur c'heodedad war-bouez ar gwir da vouezhiañ en dilennadegoù.

Claudite jam rivos, pueri ; sat prata biberunt
"Serrit ar gwazhioù, sklaved ; ar pradoù o deus evet a-walc'h". — Vergilius, Eclogues III:111). Serret ar gwazhioù, douret ar pradoù , evel meneget gant L. F. Sauvé[11] #753, notenn 1, pp. 110-111.

Cogito ergo sum
"Sonjal a ran neuze ez on". — René Descartes, Discours de la méthode, IV, §§ 1 & 3.
Concordia civium murus urbium
"Kenemglev etre keodedourion, (zo kement ha) mogerioù (d') ur gêr".
Conditio sine qua non
"An diviz ha n'eus netra hepti". N'heller ket tremen heptañ.
Confer
"Kerzh da welout". Berraet dre cf. peurliesañ.
Consuetudinis vis magna est
"Bras eo nerzh ar boaz".
Consuetudo altera natura est
" Un natur all eo ar boaz".
Consuetudo est altera natura
"Un natur arall eo ar boaz".
Contra aquam remigare
"Roeñvat a-benn da red an dour".
Contra bonos mores
"Enep ar vuhezegezh vat".
Contra vim mortis non est medicamen in hortis
"Ouzh nerzh ar marv n'eus louzaouenn ebet el liorzh".
Contraria contrariis curantur
" An traoù kontrol a vez paraet gant traoù kontrol".
Conubia sunt fatalia
"Planedennoù eo an dimezioù". Den ne oar penaos ez echuo un dimeziñ.
Copia ex industria
"Puilhentez diwar obererezh". Strivañ a ranker ober a-benn dastum frouezh a-builh.
Cor plumbeum
" Kalon blom". — Caius Suetonius Tranquilus, De Vita Caesarum, Nero, 2. A-zivout Domitius : In hunc dixit Licinius Crassus orator non esse mirandum, quod aeneam barbam haberet, cui os ferreum, cor plumbeum esset, "diwar e benn e lavare Licinius Crassus ne oa ket souezh en devoa ur barv kouevr, p'en devoa ur genoù houarn hag ur galon blom."[12]
Corpus delicti
"Korf an torfed. Pe « korf an den lazhet », evel prouenn ur muntr.
Corruptio optimi pessima
"Ar gwashañ tra eo breinadur ar pep gwellañ".
Corruptissima re publica plurimae leges
"Seul vreinoc'h ar Stad seul niverusoc'h al lezennoù". — Tacitus, Annales, III, 27

Crocodili lacrimae
"Daeroù ur c'hrokodil". Daeroù faos, daeloù ki.

Cui bono ?
"Da biv eo mat ?". Piv a denn gounit eus an torfed ? Hag a c'hall bezañ torfedour ?
Cuique suum
"Da bep unan e hini". Da bep den ar pezh a zellez, da geñveriañ gant E-keñver an dellidoù / Emañ ar c'haoudoù .
Cuius est solum eius est usque ad coelum et ad inferos
"Neb a zo perc'henn war an douar zo perc'henn betek an neñv ha betek doneier an douar". Lezenn ar berc'henniezh douaroù en Henroma hag e SUA.
Cuius regio, eius religio
"Hevelep priñs, hevelep relijion". An neb a zo e penn ar vro a ziviz petra eo relijion e genvroiz.
Cuiusvis hominis est errare
"Faziañ eo tech kement den a zo". Gwelout Errare humanum est.
Cum grano salis
"Gant ur c'hreunenn holen". Komz gant un tamm fent, hep mennout bezañ sirus eo komz cum grano salis ; diouzh tu ar selaouerien ez eo na krediñ da vat er pezh a vez lavaret[13].
Cum hoc, ergo propter hoc
"Gant se, neuze dre se". Lavarenn direizh er poellerezh : mar c'hoarvez an darvoudennoù A ha B war un dro e rank unan anezho bezañ abeg egile. Da skouer : Bep beure e kan ar c'hilhog, neuze e laka ar c'hilhog an heol da sevel. . Gwelit Non causa pro causa.
Cum nexum faciet mancipiumque, uti lingua nuncupassit, ita ius esto
"Graet dre sklavidigezh pe dre an dorn, pa vez disklêriet dre gomz ez eo roet ar gwir". Doare ar gwir roman da wareziñ ur gevrat : dre nexum en em lakae an amprester dindan beli ar prester – pe e lakae unan eus e vugale – betek ma vefe daskoret ar mad a oa prestet ; dre mancipium[14] e veze savet ul lid dezvekaet heuliet gant ar gwerzher, ar prener, pemp test hag un den a zalc'h ur ventel, ma tremen arouez ar mad eus dorn ar gwerzher da zorn ar prener.
Cum notis variorum scriptorum
"Gant notennoù a bep seurt skrivagnerien". Merk war embannadurioù latin kozh.
Cur Deus Homo
"Perak eo aet Doue da zen".[15]
Cura ut valeas !
"Diwall, ma vi yac'h !"

Damnant quod non intelligunt
"Kondaoniñ a reont pezh na gomprenont ket". Frazenn implijet diwar-benn an dud sot pe dizesk.
Damnatio ad bestias
"Kondaonidigezh d'al loened". En Henroma, un doare poan a varv ma veze ar gondaonidi roet da loened ferv, en ur gaoued ganto pe er stourmva.
Dat veniam corvis, vexat censura columbas
"Pardoniñ d'ar brini ha heskinañ ar c'houlmed a ra ar c'hontrollerezh". — Juvenal, Saturae, II:63.

De duobus malis minus est semper eligendum
"A-douez daou zroug ez eo ret dibab ar bihanañ bepred". Thomas von Kempen, De Imitatione Christi III-12-2.
De facto
"Hervez ar fed". Hervez ar pezh a zo gwir.
De gustibus et coloribus non disputandum
"War blizidigezh na livioù n'eus ket d'ober kaozioù".
De jure
"Dre lezenn".
De jure uxoris
"Dre lezenn ar wreg". Gwir ur gwaz dre ar galloudoù a zo gant e wreg.
De minimis non curat prætor
"Ar pretor ne ra forzh gant an traoù dister". Kement ha "komandant", "penn", e talvez prætor.
De mortuus aut bene aut nihil
"Diwar-benn ar re varv : pe mad pe netra". Arabat eo lavaret droug diwar-benn ar re varv.
De mortuis nihil nisi bene
"Diwar-benn ar re varv netra nemet mad".
De omnibus dubitandum
"Arvar war pep tra". Sturienn Karl Marx[16].
De profundis
" Eus ar goueled em eus garmet". Deroù ar werzenn De profundis clamavi ad te, Domine en Testamant Kozh, Levr ar Salmoù, Salm 129.
De visu
"Diouzh gwelout".
Decet imperatorem stantem mori
"D'un impalaer e tere mervel en e sav". — Vespasian.
Degetetur corium de tergo meo
"Diwar ma c'hein eo kemeret al lêr". Em riskl e reer an dra-mañ. — Titus Maccius Plautus, Epidicus, I:65) ; gwelit L. F. Sauvé[11], #648 notenn 1, pp. 92-93.
Delicta juventutis meæ
" Fazioù ma yaouankiz ".
Deus ex machina
"Doue (deuet) e-maez an ardivink". Damveneg eus an doueed ha doueezed lakaet da zont a-us al leurenn-c'hoariva gant ardivinkoù ijinus ha koustus hag a ziskoulme en un taol an holl gudennoù a oa bet rouestlet er pezh a-raok pa veze poent d'ar pezh echuiñ.

Di lanatos pedes habent
"An doueed o deus treid gloan". — Petronius, Satiricon, XLIV).
Di te ament
"An doueed ra 'z pennigo".
Di te incolumem custodiant
"An doueed ra 'z kwarezo".
Dictum, factum
"Lavaret, graet".
Dies ater
"Devezh du". Un devezh fall. An eneb da Albo lapillo diem notare.
Dies dominica
"Deiz an aotrou". Ar Sul, deiz kentañ ar sizhun en Iliz katolik roman.
Dignus barba majorum
"Den a vuhezegezh hen".
Disciplina in civitatem
"Kelennadurezh evit ar geodedourelezh". Sturienn an Ohio State University e Columbus.
Discipulus est prioris posterior dies
"Skoliad an deiz a-raok eo an deiz war-lerc'h".
Discite iustitiam moniti et non temnere divos
"Deskit kelennoù ar justis ha na disprizañ an doueed". — Vergilius, Aeneis VI:620.
Distinguo
" Gwelout a ran ar c'hemm". Troienn a vez implijet dre fent evit ober goap ouzh ar c'hemmoù ken bihan ma'z int dister ha dibouez, ha dreist-holl ouzh ar re o c'hav pouezus.
Divide et impera
"Rann ha ren". Un doare all eo Divide ut imperes, rann ma reni".
Divitiae bona ancilla, pessima domina
"Ur servijourez vat eo ar binvidigezh, hag an itron washañ". Ret eo d'an den bezañ mestr war e binvidigezh, arabat eo e vefe e binvidigezh mestrez warnañ.

Do ut des, do ut facias, facio ut des, facto ut facias
"Reiñ a ran evit ma rofes, reiñ a ran evit ma rafes, ober a ran evit ma rofes, ober a ran evit ma rafes".
Doctus cum libro
"Desket gant ul levr". Troienn implijet diwar-benn tud ha n'ouzont netra hep mont da glask en ul levr. Gwechall ez eus bet klevet ur c'helenner oc'h ober goap ouzh ur skoliad a oa bet tapet oc'h adskrivañ ar pezh en doa kavet en ul levr : « Doctus cum libro, asinus (azen), d'an daolenn ! ».
Dolores Tantali
"Poanioù Tantali". E gwengelouriezh Henc'hres, Tantalos, mab da Zeus ha d'an nimfenn Plouto, a brofas d'an doueed ur pred ma servijas dezho ur geusteurenn aozet diwar kig e vab Pelops. Kondaonet e voe Tantalos d'ur boureviadur a zo chomet brudet : lakaet e voe Tantalos e kreiz ur stêr ha dindan ur wezenn karget a frouezh, me da hesk e ya ar stêr pa stou Tantalos evit evañ, hag an avel a bella skourroù ar wezenn pa astenn e zorn da dapout ur frouezenn. (Homeros, Odysseia, kan XI).
Dolus an virtus quis in hoste requirat ?
"Gwidre pe galon, dirak an enebour ne vern".
Dominus vobiscum
"An Aotrou (Doue) ra vo ganeoc'h". Bomm en oferenn e lid an Iliz katolik roman.

Dramatis personæ
"Tudennoù ar [[Arz ar c'hoariva[pezh-c'hoari]]". Al listennad anezho.

Ducunt volentem fata, nolentem trahunt
"Ambroug an hini a bleg dezhi a ra an tonkadur, ha sachañ war ar re na reont ket". Lavar stoikour diwar-benn ar fatum.
Dulce et decorum est pro patria mori
"C'hwek ha kaer eo mervel evit ar vro". — Quintus Horatius Flaccus, Carmina III, II.13.
Dum spiro, spero
"Keit ma analan ec'h esperan".
Duos habet et bene pendentes
"Div en deus, hag istribilhet mat". Lavaret er Sez Santel pa vez gwiriekaet gourelezh ur pab nevez, abaoe istor ar babez Janed.
Dura lex sed lex
"Kriz eo al lezenn, met al lezenn eo". A vez lavaret diwar-benn ul lezenn pe reolenn a ranker lakaat da dalvezout, pegen displijus bennak e ve.
Dura necessitas
"Kriz eo an dra pa vez ret". « Ouzh ret n'eus ket a remed » eo ar c'hrennlavar brezhonek.
Durate et vosmet rebus servate secundis
"Bezit gouzañvus hag en em erbedit evit an dazont". — Vergilius, Aeneis, I, 207.
Dux bellorum
"Penn brezel".
E fructu arbor cognoscitur
"Diouzh he frouezh ec'h anavezer ar wezenn". Ha diouzh e oberoù, an den.
E pluribus unum
"A lies, unan". Unan eus an teir sturienn a zo war Siell Veur SUA.
Ecce homo
"Setu an den". Lavaret gant Bontius Pilatus pa ginnigas Jezuz Nazaret d'ar bobl, hervez an Testamant Nevez.
Eloquentia sagitta
"An helavarded eo (ma) saezh". Dre ar prezeg eo e tizhan ma fal hag e tiarbennan pep enebiezh.
Errare humanum est
"Perzh an den eo faziañ". — Eosten Hippo, [Sermones CLXIV:14]). Dre fazi e vez lakaet war gont Seneca ar Yaouankañ, pa ne gaver ar frazenn-se neblec'h en e oberoù.
Errare humanum est, sed perseverare diabolicum
"Perzh an den eo faziañ, perzh an diaoul eo derc'hel da ober". Setu al lavarenn en he fezh : Humanum fuit errare, diabolicum est per animositatem in errore manere "Perzh an den eo faziañ, perzh an diaoul eo menel er fazi dre lorc'h" — Eosten Hippo, Sermones CLXIV:14.

Et alii
"Ha (re) all". Skrivet et al. pe e.a peurliesañ, goude anv un oberour(rez) hep menegin an dud all o deus kenlabouret gantañ pe ganti.
Et caetera desunt
"Hag ar peurrest a vank". Berraet dre Et cætera ha skrivet etc. peurliesañ.
Etiamsi omnes, ego non
"Goude (ma rafe) ar re all me ne rin ket". Et si omnes scandalizati fuerint in te, ego numquam scandalizabor "Zoken ma strebot an holl en abeg dit, biken ne rin-me" eo ar frazenn e gwirionez. — Aviel Mazhev, 26:33.
Et in Arcadia ego
"Hag en Arcadia (emaon-) me (ivez)". Eno evel e pep lec'h emañ ar Marv. Anv div daolenn gant al livour gall Nicolas Poussin, diwar ar werzenn latin.

Arouez Apollo XIII
Extrema unctio
Izelvroioù, ~1600
Ex abrupto
"Reut, trumm". Gwelit ab abrupto.
Ex abstracto
"Diwar un dra difetis".
Ex æquo
"Rampo".
Ex bellis bella serendo
"Diwar brezelioù e hader brezelioù". — Titus Livius, Ab Urbe condita, XXI.10.
Ex corde pleno
"A galon leun
Ex falso sequitur quod libet
"Eus an dra faos e teu pezh a garer". Reolenn ar poellata : adalek ul lavarenn faos e c'haller tennañ n'eus forzh petra, n'eus forzh peseurt kentel faos ivez.
Ex libris
"Unan eus al levrioù a zo din".
Ex luna scientia
"Digant al loar, gouiziegezh". Sturienn ar gefridi Apollo XIII war-du al Loar.
Ex nihilo
"Diwar netra".
Ex pede Herculem
"Dre e droad ec'h anavezer Herakles". « Troad Herakles » e oa unanenn muzulioù an hedoù en Henc'hres ; dre ma oa 600 troatad (190 m) hirder ar c'hentañ sportva olimpek e c'heller kendastum e oa 31,66 cm hirder treid Herakles – botoù ment 48 eta.
Ex post facto
"A-c'houde ar fed". Ul lezenn zo ex post facto pa vez embannet a-c'houde ur fed ha pa vez kildalvoudek, da lavaret eo pa dalvez evit ar fed-se ivez.
Exempli gratia
"Da skouer". Berraet alies dre e.g.".
Experto crede
"Bez fiziañs er c'hevarouezour".
Extrema unctio
"Nouenn". Sakramant a vez roet en Iliz katolik roman d'ar glañvidi a zo war o zalaroù, war-nes mervel.
Extremis malis extrema remedia
"D'ar gwashañ poanioù ar c'hreñvañ remedoù".
Ex voto suscepto
"Hervez ar gouestl a zo bet graet". Berraet alies dre ex-voto. Engouestl evit envel un daolenn, un draez, ur blakenn warno ur frazenn a anaoudegezh-vat a lakaer en un iliz pe ur chapel da vont gant ur gouestl pe da drugarekaat a-c'houde sevenadur ur gouestl.
Fabula, sed vera
"Un istor, met unan gwir".
Fac simile
"Graet heñvel". E meur a yezh e komzer eus ur fax, un teul luc'heilet a gaser dre ar pellgehenterezhioù.
Factis, non verbis
"Fedoù, nann gerioù". Dre ober, ha n'eo ket dre gomz hepken.
Falsa est fiducia formae
"Touellus eo fiziout e kened ar stumm".
Fata viam invenient
"An tonkadur a gavo e hent". — Vergilius, Aeneis X:113 ; doueez an tonkadur e oa Neuna Fata, a droas da Nona, unan eus an teir Farkezenn a neze buhezioù an dud kent troc'hañ an neudenn, Decima ha Morta o vezañ he div c'hoar.
Felix alterius cui sunt documenta flagella
"Eürus an den a dap kentel diwar skourjezadurioù un den all".
Felix culpa
"Fazi chañsus".
Felix qui potuit rerum cognoscere causas
"Eürus neb a c'hall anaout goueled an traoù". — Vergilius, Georgicon II:490.
Festina lente
"Hastañ goustad". — Erasmus, Adagiorum, I, 1.
Fiat lux
"Ra vo gouloù". Urzh a-berzh doue ar gristenien pa voe krouet ar bed gantañ, hervez ar Bibl, Testamant Nevez, Levr ar C'heneliezh 1:3.
Fide, sed cui vide
"Bez fiziañs, met sell mat e piv".
Fides quaerens intellectum
"Ar feiz hag a glask kompren".[15]
Finis coronat opus
"Ar fin an hini eo kurunenn an oberenn". Ne vern an hent gant ma c'heller degouezhout.
Flagrante delicto
"Felladenn anat". Bezañ tapet flagrante delicto : bezañ tapet e gwall war an tomm, a-greiz drougober.
Fluctuat nec mergitur
"Hejet-dihejet e vez gant an tonnoù met gouelediñ ne ra ket". Sturienn Pariz.
Forma raro cum sapientia
"Dibaot e vez kened ha furnez".
Fortes fortuna juvat pe Audaces fortuna juvat
"Ar re zispont a laouena gant ar chañs". Ret eo krediñ ober evit kaout chañs.
Fortuna caeca est
"Dall eo ar chañs".
Fortuna est rotunda
"Stummet evel ur rod eo ar chañs".
Fortuna vitrea est ; tum cum splendet, frangitur
"Graet diwar gwer eo ar chañs". Pa vez o lintraouiñ e torr.
Furor arma ministrat
"Ar fulor a bourvez armoù".
Gallinae filius albae
"Mab ar yar wenn". A-zivout un diougan mat — Juvenal, Saturae XIII:141.
Gladius legis custos
"Ar c'hleze diwaller al lezenn". Sturienn ouzh Palez ar Justis Pariz. Ar polis, an arme a lakat da sentiñ ouzh al lezenn.
Gloria victis !
"Gloar d'ar re drec'het ! Enebet ouzh Væ victis !.
Gradus ad Parnassum
"Pignadenn gant ar Parnassos". Un dornlevr evit ar studierien, a-zivout al lennegezh, ar sonerezh pe an arzoù dre vras.
Grammatici certant
"Dizemglev zo etre an dud desket diwar-benn an dra-se".
Grosso modo
"Dre vras".
Gutta cavat lapidem - non vi, sed sæpe cadendo
"Kleuziañ ar maen a ra an dakenn, n'eo ket dre nerzh, dre gouezhañ alies eo". — Ovidius, Epistulae ex Ponto, IV, x, 5 evit al lodenn gentañ.
Habemus papam
"Ur pab hon eus". A glever a-raok diskuliadur anv ar pab nevez.
Habent sua fata libelli
"O flanedenn o devez al levrioù".
Hannibal ante portas pe Hannibal ad portas
"Emañ Hannibal e toull an nor". N'eus ket amzer da gaozeal, ret eo mont d'an emgann.
Heri servus, hodie liber
"Sklav dec'h, dishual hiziv".
Hic et nunc
"Amañ ha bremañ".
Hic sunt dracones
"Amañ ez eus erevent".
Hic sunt leones
"Amañ ez eus leoned".
Hic Rhodus, hic salta
"Setu Enez Rodez : lamm eta".
Historia magistra vitae est
"An Istor eo kelenner ar vuhez". Stumm diverret ur frazenn gant Cicero, De Oratore Levrenn II, IX:36. [17]
Hoc signo vinces
"Gant an arouez-mañ e vi trec'h." Klevet en ur weledigezh gant an impalaer Constantinus Iañ, emezañ, a-raok emgann pont Milvius.
Hodie mihi, cras tibi
"Hiziv din-me, warc'hoazh dit-te".
Hominem unios libri timeo
"Aon am eus rak den ul levr hepken." Bet lakaet war anv Tommaso d'Aquino gant an eskob saoz Jeremy Taylor (1613-1667) ; ar Bibl eo al levr.
Homines quod volunt credunt
"An dud a gred ar pezh a fell dezho krediñ".
Homo homini lupus est
"An den zo ur bleiz d'an den". Drouk an eil re ouzh ar re all e vez an dud.
Homo sum: humani nil a me alienum puto
"Den on : netra eus an den ne gavan estren din". — Terentius, Heauton Timorumenos, Actus I-I.i:77.
Honoris causa
"En abeg d'an enor". Meneg un diplom enorus a vez deroet d'un den a-bouez gant ur skol-veur. Gwelit Summum ius, summa iniuria.
Hora fugit, stat jus
"Tec'hel a ra an eur, chom a ra ar gwir".
Horas non numero nisi serenas
"An eurioù ne gontan ket, nemet seder e vefent". Skrivet war un horolaj-heol.
Horresco referens
"Krenañ a ran ouzh el lavarout".
Horribile dictu
"Euzhus da lavarout".
Humana cuncta sic vana
"Evel-se eo goullo pep tra denel".
I
"Kae". Doare-gourc'hemenn ar verb ire, "mont".
I.H.S.
"Iesus Hominum Saluator". Jezuz saveteer mab-den.
Ibidem
"Er memes lec'h". Skrivet ibid. peurliesañ.

Id est
"Heñvel eo." Da lavaret eo. Berraet alies dre i.e..
Idem
"Heñvedra".

Ignoratio elenchi
"Stagadennoù a ziouiziegezh". Fazi poellata en daelerezh, pa zedastumer ur brouenn a zo disheñvel diouzh an dodenn : pe vreutaer a-zivout un dra a c'haller ober pe get, un ignoratio elenchi eo dezastum e rankfed gallout ober.
Ignorantia iuris nocet'
"Chom hep anaout ar gwir a noaz". Gwelloc'h d'an den anaout al lezenn.
Ignorantia juris neminem excusat
"Chom hep anaout ar gwir n'eo digarez da zen".
Ignorantia legis non excusat
"Chom hep anaout ar gwir n'eo ket digarez".
Ignoti nulla cupido
"Ne c'hoantaer ket pezh n'anavezer ket". — Ovidius, Ars amatoria III:397.

I.N.R.I.
"Iesus Nazarenus Rex Iudaerum. Jezuz Nazaret Roue ar Judeaned. Tennet eus Aviel Yann 19:19, ma kont Yann an Avielour e lakaas Pontius Pilatus engravañ al lavarenn-se a voe lakaet war ar Groaz. Gwelit Titulus Crucis.
In cauda venenum
"El lost emañ ar binim". E dibenn ar frazenn latin, ar brezegenn, ar pennad-skrid, emañ ar gerioù drouk.
Incipit
"Deraouiñ a ra". Gerioù kentañ ur skrid. Paol, emañ ho koan war an daol ! Deuit da zebriñ ho koan ! eo incipit ar romant Itron Varia Garmez gant Youenn Drezen.
In dubio pro reo
"En arvar e ranker lezel an tamallad".
In extenso
"En e bezh". Hep bezañ bet kemmet pe verraet.
In fine
"En diwezh". A-benn an diwezh.
In girum imus nocte et consumimur igni
"Treiñ a reomp en noz ha devet gant an tan". Un amzrec'had an hini eo : tu zo da lenn a zehou da gleiz, evel ar ger radar.
In maxima potentia minima licentia
"Er galloud brasañ emañ ar frankiz vihanañ".
In medias res
"E-kreiz an traoù". Tro-vicher (danevelliñ, filmaozañ) a dalv da gregiñ gant un danevell e-kreiz an ober, pe pa vez bet c'hoarvezet an darn vrasañ eus an traoù.
In medio stat virtus
"Er c'hreiz emañ ar vertuz". N'emañ ket en daou benn pellañ ; par d'an henc'hresianeg μηδεν αγαν mêdén ágan, "(na ra) netra betek re".
In naturalibus
En e noazh".
In partibus infidelium
"Er brioù difidel". Er relijion gatolik, un eskob in partibus zo unan a zo anvet e douaroù ha n'int ket kristen pe kristenekaet.
In petto
"En askre".
In silico
"Er silikiom, da lavaret eo dre urzhiataer.
In situ
"War an dachenn".
In statu quo ante
"Er stad a oa a-raok".
In vino veritas
"Er gwin emañ ar wirionez".
In vitro
"Er werenn". En unan eus endalc'hoù gwer a gaver en un arnodva.
In vivo
"Er bev". War an dachenn peurvuiañ, pe en ur boud bev pa gomzer eus arnodoù bevoniezh.
Incertae sedis
"Lec'h diasur". E rummatadur ar vevoniezh.
Incredibile dictu
"Digredus da lavarout".
Invidus vicini oculus
"C'hoantus eo lagad an amezeg". — Erasmus, Adagiorum, 4. 28. 20.
Inflat se tanquam rana
"C'hwezañ a ra evel ur ran".
Innocentia eloquentia
"Helavar eo an digablusted". N'en devez ket ezhomm an den digablus da ziskouez e zigablusted.
Innocentia ubique tuta
"E surentez e vez an den direbech e pep lec'h".
Inter arma silent leges
"En amzer a vrezel eo mut al lezennoù".
Inter fæces et urinam nascimur
"Etre kaoc'h ha troazh e vezomp ganet".[18]
Intra muros
"E diabarzh ar mogerioù". En ur gêr gloz.

Ipso facto
" Dre an ober-se end-eeun".
Ira furor brevis est
"Ar gonnar zo follentez berrbad".
Irritare crabrones
"Kounnariñ ar sardon". Kement ha stlepel eoul war an tan.
Is fecit, cui prodest
"Neb en deus graet, hennezh en deus splet". Evit gouzout piv en deus graet un torfed n'eus nemet klask gouzout piv a c'hounez diwarnañ.
Is pater est quem nuptiæ demonstrant
"An tad eo an hini a zo diskouezet gant ar briedelezh".
Istos quos nova artificia docuit fames
"Ar re o deus desket troioù dre o naon". — Seneca ar Yaouankañ, Epistulae Morales ad Lucilium II, XV:7.
Ita vita
"Evel-se emañ ar vuhez".
Ite missa est
"Kit, kaset oc'h". Gerioù diwezhañ an oferenn latin. A vez da gompren gant ar gristenien : « Kit, kaset oc'h dre ar bed da embann ar C'heloù Mat, an Aviel ».

Iunctis viribus
"Gant nerzhioù unanet". Unaniezh a ra nerzh.
Iurare in verba magistri
"Touiñ dre c'herioù ar mestr".
Iuventus stultorum magister
"Ar yaouankiz eo mestrez ar re sot".
Jam illustrabit omnia
"Emberr e sklêrijenno ar bed". Unan eus sturiennoù Felipe II.
Labor omnia vincit improbus
"Al labour dalc'hus a zeu a-benn a bep tra".
Laborare est orare
"Labourat zo pediñ". Abalamour da se eo e vez lakaet ar venec'h da labourat e manatioù zo.
Lapsus calami
"Fazienn ar raosklenn". Fazienn dre skrid.
Lapsus linguæ
"Fazienn an teod". Fazienn dre gomz ; berraet dre lapsus hepken peurliesañ.
Latet anguis in herba
"An naer kuzhet er geot". Un dañjer dic'hortoz hag a zeu war wel a-daol-trumm, evel trubarderezh ur falsvignon. — Vergilius, Eclogues III.93.
Laudate puerum
"Meulit ar bugel".
Laudator temporis acti
"Meuler oberoù an amzer gwechall". An den a zisplij dezhañ doareoù an amzer-vremañ hag a gav gwell re an amzer dremenet. — Horatius, Ars Poetica, 173.
Lectio brevior, potior
"Seul verroc'h ar gentel, seul c'halloudusoc'h".
Lectio difficilior, potior
"Seul ziaesoc'h ar gentel, seul c'halloudusoc'h".
Legitimatio per matrimonium subsequens
"Reizhwiriañ dre zimez diac'houde".
Levius fit patientia quidquid corrigere nefas
"Ar c'houzañvidigezh a skañva an holl zrougoù diremed". — Horatius, Carmina, I, 24. 19.
Libri muti magistri sunt
"Kelenerien vut eo al levrioù".
Lignum curvum numquam rectum
"Ur skourr kromm ne vo biken eeun". Da vezañ tostaet ouzh Aesoc'h eo plegañ plantenn / Evit n'eo displegañ gwezenn , meneget gant L. F. Sauvé[11], #488, pp.78-79.
Loc. cit.
"En hevelep lec'h". El lec'h a zo bet meneget uheloc'h er skrid.
Locus medius tutus est
"Diriskl eo al lec'h kreiz".
Longa est vita si plena est
"Hir eo ar vuhez mard eo leun".
Longam esse duorum temporum, brevem unius etiam pueri sciunt
"Zoken ar vugale a oar ez eus daou goulz, an hini hir hag unan en hini berr". — Quintilius, Institutiones, IX, 4, 47 a-zivout ar werzaoueriezh latin. Gwelit Brevis in longo.

Macte animo ! Generose puer, sic itur ad astra
"Nerzh-kalon ! Bugel hael, evel-se eo ez eer betek ar stered".
Magister dixit
"Ar mestr en deus lavaret".
Magister meus asinus
"Un azen eo ma mestr".
Magistra vitae philosophia
"Ar brederouriezh eo kelennerez ar vuhez". — Cicero, Tusculanae Disputationes, II.15.
Magna Carta Libertatum
"Karta Veur ar Frankizoù". Bet sinet gant Yann Dizouar d'ar 15 a viz Mezheven 1215 evit lakaat termen d'ur brezel-diabarzh bet kaset gant baroned Bro-Saoz.
Magna cum laude
"Gant kalz a veuleudi".
Magna Europa est Patria Nostra
"Europa Veur eo hor Mammvro". Sturienn dalc'hidi ar vroadelouriezh europat.
Magna Graecia
"Gres Veur".
Magna pars
"An darn vrasañ".
Magnae spes altera Romae
"Eil goanag Roma". — Vergilius, Aeneis XII:168.
Magni nominis umbra
"Skeud un anv meur". En ur pezh-c'hoari latin, goude marv he breur Britannicus e lavar Octavia : Ne choman war an Douar nemet evit bezañ skeud un anv meur [19].
Magnificat
Trede gour unan ar verb magnifico, "kanmeuliñ". Incipit Kantik ar Werc'hez : Magnificat anima mea Dominum ("Kanmeuliñ an Aotrou a ra ma ene") — Aviel Lukaz 1:46.
Magno cum gaudio
"Gant levenez vras".
Magnum opus
"Oberenn veur".
Magnus liber magnum malum
"Ul levr bras zo un droug bras". Gwelloc'h eo berr ha sklaer eget hir ha brizh.
Major e longinquo reverentia
"A bell ec'h estlammer gwell". Pa weler an dud a renk uhel a dost e weler ez int eveldomp.
Maiora premunt
"Traoù brasoc'h zo mallus". Poent bras eo ober war-dro traoù pouezusoc'h.
Maiores pennas nido
"Divaskell brasoc'h eget an neizh". — Horatius, Epistulae I, XX:21.
Mala fide
"Feiz fall".
Mala fides superveniens non nocet
"Ar feiz fall o tont war-lerc'h ne noaz ket". Er gwir : solius e chom ur gevrat bet sinet etre div gevrenn a feiz vat, zoken mar c'hoarvez gant an eil pe eben bezañ a feiz fall goude ar sinadur.
Mala herba cito crescit
"Buan e kresk al louzoù fall". Aesoc'h eo ober ar fall eget ar mad.
Mala mala mala sunt bona
"Mat eo an avaloù fall evit an droug dent".
Mala malus mala mala dat
"Un avalenn fall a ro avaloù fall".
Mala quia vetita
"Fall rak berzet" (benel).
Mala sunt vicina bonis
"Amezek d'an traoù mat eo an traoù fall". — Ovidius, Remedia Amoris 323.
Mala tempora currunt sed peiora parantur
"Amzerioù fall zo warnomp met gwashoc'h zo e gor".
Male captus bene detentus
"Paket fall, dalc'het mat". Er gwir : pakadur dilezenn ur gwalloberour ne vir ket ez eo lezennel e vac'hadur.
Male parta, male dilabuntur
"Ar pezh a zo bet gounezet e gaou zo kollet e gaou".
Mali corvi malum ovum
"Da vran fall, vi fall".
Malitia supplet aetatem
"An drougiezh a ra evit an oad ". Er gwir : atebek e vez ur gwalloberour minor pa oar ez eo e-maez lezenn ar pezh emañ oc'h ober.
Malitiis non est indulgendum
"Trugarez ebet d'an drougiezh".
Malo periculosam libertatem quam quietum servitium
"Gwell eo din ar frankiz dañjerus eget ar sklaverezh peoc'hus". — Meneget gant Jean-Jacques Rousseau, Du Contrat social, principes du droit politique, III-4].
Maluisses cloacas Augeae purgare
"Gwelloc'h e vije bet deoc'h naetaat kanioù-skarzh Augeae". — Seneca ar Yaouankañ, Apocolocyntosis divi Claudii, 7). Lod labourioù ret zo gwashoc'h eget kur vrudet Herakles.
Malum discordiae
"Aval a zizunvaniezh". Draen-fuilh ; diwar an aval aour a voe roet da Afrodit gant Pâris, a gasas da Vrezel Troia.
Malum est mulier sed necessarium malum
"Ur fall eo ar vaouez, hogen ur fall rekis".
Malum in se
"Fall dre e natur". Un torfed malum in se zo anavezet e gwir an darn vuiañ eus ar broioù, evel ar muntr pe ar gwadorged.
Malum prohibitum
"Fall dre lezenn". Berzet dre lezenn.
Malum quo communius eo peius
"Seul baotoc'h ur gwall, seul washoc'h".
Mandata principum
"Kefridioù ar renerien". Lizheroù kaset gant an impalaerien da lod reizhaouerien evit reiñ an urzh dezho da ober un dra bennak da-geñver un emvod pe un afer a denn d'o c'harg.
Mandatum morte resolvitur
"Da get ez a ar gefridi gant ar marv".
Manibus date lilia plenis
"Roit lili a-zornadoù". — Vergilius, Aeneis VI, 883.
Mantua me genuit, Calabri rapuere, tenet nunc Parthenope ; cecini pascua rura duces
"Mantova am ganas, Calabria am skrapas, Napoli am dalc'h bremañ ; kanet em eus ar peurvanoù, ar maezioù, an harozed". Bezskrivadur Vergilius.
Manu militari
"Gant dorn an arme". Dre nerzh ; heñvel ouzh Manus milites.
Manumissio
"Frankizadur". Lakaat ur sklav en e frankiz. Tri doare manumissio a oa :
manumissio per vindictam, "frankizadur dre ar wialenn", ma veze lakaet ur slav en e frankiz dre ziouer a zifenn digant e vestr dirak ul lezvarn ; en e frankiz e oa an den goude bout resevet un taol skañv a-berzh ar barner gant ur wialenn ;
manumissio censu, "frankizadur dre niveradur", ma veze lakaet ar sklav en e frankiz en abeg ma ne oa ket bet kontet da-geñver renabl sklaved e vestr ;
manussimo testamento, "frankizadur dre destamant", ma veze lakaet ar sklav en e frankiz dre destamant e vestr.
Manus celer dei
"Dorn prim Doue".
Manus dei
"Dorn Doue".
Manus manum lavat
" An dorn a walc'h an dorn". An eil dorn a walc'h egile.
Manus milites
"Gant dorn ar soudarded". En un doare rust. Gwelit manu militari.
Manus multae, cor unum
"Lies dornioù, ur galon hepken".
Mare clausum
"Mor serr". Er gwir etrebroadel, ur mor pe forzh pe dachennad dour a zo bageadus, renet gant ur Stad ha berzet d'ar Stadoù all. Enebet ouzh Mare liberum.
Mare liberum
"Mor frank". Dourioù etrebroadel, enebet ouzh Mare clausum.
Mare nostrum
"Hon mor-ni". Ar Mor Kreizdouar.
Margaritas ante porcos
"Perlez dirak ar moc'h". A vez lavaret diwar-benn traoù brav diskouezet da dud dizesk.
Mater artium necessitas
"Ar rekiz eo mamm an ampartiz".
Mater Dei
"Mamm Doue".
Mater facit
"Mamm er gra".
Mater familias
"Mamm ar familh".
Mater semper certa, pater autem incertus vel pater numquam
"Divarteze atav e vez ar vamm, diasur pe dianav e vez an tad".
Materia medica
"Danvez mezegel". Ar renabl eus perzhioù mezegel ur mil plantenn ha maen bennak, savet gant Pedanis Dioskoridês (~25 - ~90) dindan an talbenn Περὶ ὕλης ἰατρικῆς Peri hulês iatrikês, "A-zivout an danvez mezegel" ha troet e latin evel De Materia Medica e 1453.
Materiam superabat opus
"Trec'h e oa al labour war an danvez". — Ovidius, Metamorphoses II-2.5.
Matre pulchra filia pulchrior
"Mamm genedus, merc'h kenedusoc'h". — Horatius, Carmina I, XVI-1.
Matutina parum cautos iam frigora mordent
"Rev ar beure a zant ar re zibreder". — Horatius), Sermones II-6:45.
Maxima debetur puero reverentia
"Ar brasañ azaouez zo dleet d'ar vugale". — Juvenal, Saturae XIV-47.
Maximum ius est saepe maxima iniuria
"Alies e vez ar reishañ ar flemmusañ". A-wechoù e vez diaes d'an den klevet ar wirionez diwar e benn.

Me vexat pede
"Debron am eus em zroad". Emaon war-nes argas an den-se hegasus a-daolioù troad.
Mea navis aëricumbens anguillis abundat
"Ma aerrikler zo leun a silioù". Ur frazenn "latin" bet savet diwar The Dirty Hungarian Phrasebook ("An dastumad lous lavaredoù hungarek"), ur sketch gant Monty Python a ra goap eus distervez al levrioù-treiñ eus an eil yezh d'eben a vez gwerzhet d'an douristed er bed a-bezh.
Mea culpa
"Ma gwall eo". Tennet eus mea culpa, mealculpa, mea maxima culpa ("ma gwall eo, ma gwall eo, ma gwallcbras eo", dekvet gwerzenn ur bedenn gatolik anvet Confiteor ("Anzav a ran") — Confiteor.
Media vita in morte sumus
"E kreiz ar vuhez emaomp er marv". Tennet eus ar skrid Liber ymnorum Nokteri Balbuli bet kendastumet e 884 gant ar soner suis Notcerus Balbulus ("Nolker ar Besteod").
Medium certum
"Asur eo an hent kreiz".
Medice, cura te ipsum
"Mezeg, en em bare da-unan".
Medicus curat, natura sanat
"Prederiañ a ra ar mezeg, pareañ a ra an natur".
Medicus non accedat nisi vocatur
"Ne zeu ket ar mezeg tre mar n'eo ket galvet". Unan eus reolennoù Hippokrates.
Medio tutissimus ibis
"Dre hent ar c'hreiz ez i gant ar surentez vrasañ". — Ovidius, Metamorphoses, II-137.
Mediolanum captum est
"Paket eo Milano".
Mel in ore, verba lactis, fel in corde, fraus in factis
"Mel er genoù, laezh er c'homzoù, bestl er galon, flodoù en oberoù". En ur bederwerzenn meneget e 1572 gant ar skrivagner ha politiker gall Estienne Tabourot (1549-1590) — Les Bigarrures et Touches du seigneur des Accords, pennad XVII[20]
Meliora
"Gwell". Liester nepreizh an anv-gwan melior". "War-du ar gwell bepred" eo an droidigezh a vez roet pa vez implijet evel sturienn, evel gant University of Rochester e Rochester (New-York).
Melita, domi adsum
"Karedig, er gêr emaon". Troidigezh ar frazenn saoznek Honey, I'm home gant ar fentigellour stadunanat Henry Beard (*1945)[21].
Melius abundare quam deficere
"Gwell eo re eget re nebeut".
Melius est reprehendant nos grammatici quam non intelligant populi
"Gwelloc'h eo e vefemp karezet gant yezhadurourien eget ma ne vefemp ket komprenet gant ar poblañsoù". Pennabeg ar brezhoneg beleg.
Melius re perpensa
"Gwelloc'h priziet ar blegenn". Evit pouezañ war ur c'hemm en un ali goude bout bet o soñjal donoc'h a-zivout ur blegenn bennak.
Melius scitur Deus nesciendo
"Gelloc'h ec'h anavezer Doue en diouiziegezh". — Eosten Hippo, De Ordine II-16:44.
Melle litus gladius
"Kleze melet". — Erasmus, Adagiorum I-VIII-57.
Mellitum venenum, blanda oratio
"Pistri melek, prezeg c'hwek". Disfiz zo da gaout diouzh an helavarded, rak ar wirionez n'he deus ket ezhomm a ginkladur.
Memento audere semper
"Bez soñj da grediñ (ober) atav". Sturienn Gabriele D'Annunzio.
Memento homo, quia pulvis es et in pulverem reverteris
"Dalc'h soñj, den, ez out poultrenn hag e tistroi de boultrenn". — Testamant Kozh, Geneliezh III:19.
Memento mori
"Bez soñj e varvi".
Memento quia pulvis es
"Bez soñj ez out poultrenn/ludu".
Memento vivere
"Bez soñj e rankez bevañ".
Meminerunt omnia amantes
"An amourouzien o deus soñj eus pep tra".
Memores acti prudentes futuri
"Emskiantek eus an oberoù, emouez eus an dazont". Neb a oar ar pezh a zo bet graet a c'hall rakwelet ar pezh a c'hoarvezo.
Memoria minuitur nisi eam exerceas
"Gwanaat a ra an eñvor pa ne vez ket embreget".
Mens agitat molem
"Ar spered a lusk an danvez". — Vergilius, Aeneis VI-727.
Mens et manus
"Ar spered hag an dorn". Sturienn ar Massassuchettes Institute of Technology (M.I.T.).
Mens rea
"Spered an tamallad". Evit deskrivañ stad spered ur gwalloberour da vare e dorfed.
Mens sana in corpore sano
"Ur spered yac'h en ur c'horf yac'h". — Juvenal, Saturae X:336.
Mentem sanctam, spontaneam, honorem Deo et Patriae liberationem
"Spered santel, youlek, enor Doue ha dieubidigezh e vammvro".
Mero et mixto imperio
"Gourc'hemenn glan ha mesket". A veze implijet gant un aotrou gladdalc'hel evit reiñ an holl c'halloudoù politikel ha lezvarnel d'ur gwaz dezhañ.
Metri causa
"Dre garantez ouzh ar gwerzaerezh". Evit disMetrplegaén un doare dibar da sevel ur werzenn en ur varzhoneg.
Metri gratia
Heñvelster gant metri causa.
Minor esca maioris". Ar brasañ a zebr ar bihanañ.

Miles gloriosus
"Ar soudard fogaser". Anv ur gomedienn latin gant Plautus, Miles Gloriosus.
Minatur innocentibus qui parcit nocentibus
"Neb a espern ar c'habluz a c'hordrouz an digabluz".
Minimum minimorum
"Ar bihanañ eus ar re vihanañ".
Minor esca maioris
"Ar brasañ a zebr ar bihanañ".
Minus dixit lex quam voluit
"Al lezenn he deus lavaret nebeutoc'h eget na venned".
Mirabile dictu
"Souezhus da gontañ".
Mirabile visu
"Souezhus da welout".
Miscerique probat populos et foedera iungi
"Asantiñ a ra gant meskañ ar pobloù hag o c'hevreañ". Sturienn Trinidad ha Tobago.
Misera contribuens plebs
Ar werin baour hag a bae tailhoù". Atav e vez ar re baourañ bec'hiet gant an tailhoù. — Horatius, Sermones I-VIII-10. Enskrivet eo bet e lezenn II, 1751 Parlamant Hungaria (Magyar Törvénytàr).
Misera est magni custodia census
"Diaes-bras eo mirout ur binvidigezh vras". — Juvenal, Saturae XIV-304.
Misera est servitus ubi ius est aut incognitum aut vagum
"Diaes bras eo sentiñ el lec'h ma vez dianav pe diasur al lezenn".
Miserabile visu
"Truezus da welout".
Miseremini, Musae
"Ho pet truez, Muzezed". A vez lavaret dirak un oberenn arzel savet fall, ur varzhoneg peurgetket.
Miserere
"Ho pet truez".
Miserere nobis
"Ho pet truez ouzhimp".
Missi dominici
"Kannaded an aotrou".Missus dominicus en unander. Kannaded ar galloud karolingat a zeue da evezhiañ derc'houezourien ar roue.
Missio Dei
"Mision Doue". Hervez savboent an Iliz katolik roman ez eo ar misioniñ kefridi Doue, hag an Iliz eo benveg ar gefridi-se.
Missit me dominus
"Ar mestr en deus ma c'haset".
Mittimus
"Kas a reomp". El lezenn saoz, incipit al lizher a gas un tamallad d'ar vac'h, pe d'ul lezvarn all.

Mobilis in mobili
"Monedus en (elfenn) monedus". Sturienn al lestr-spluj 'Nautilus e romant Jules Verne, Vingt mille lieues sous les mers ; an dour eo an elfenn vonedus, evel-just.
Modo frenis utamur modo stimulis
"Gwech dre rañjennoù, gwech dre gentroù". Gwech e ranker gorrekaat, gwech all e ranker buanaat. — Seneca ar Yaouankañ, De Ira II, XXI:3.
Modus dicendi
"Doare da lavarout".
Modus morons
"Doare an diod". Lavared brizhlatin ("latin podoù"[22]) savet diwar al latin modus, "doare" hag ar saozneg moron, "diod", evit ober goap eus an dud a ra ur fazi mantrus er poellata. Gwelit modus ponens ha modus tollens.
Modus operandi
"Doare da ober".
Modus ponens
"Doare a ro da wir dre reiñ da wir". Poelloniezh : dre ar modus ponens e roer da wir an heuliad-mañ : « mard empleg ul lavarenn A ul laverenn B, neuze ez eo B gwir mard eo A gwir. »
Modus tollens
"Doare a nac'h dre nac'hañ". Poelloniezh : dre ar modus tens e roer da wir an heuliad-mañ : « mard empleg ul lavarenn A ul laverenn B, neuze ez eo B diwir mard eo A diwir. »
Modus vivendi
"Doare da vevañ". A vez implijet dreist-holl evit komz eus un doare emglev etre tud bet oc'h en em gannañ.
Monasterium sine libris est sicut civitas sine opibus
"Ur manati dilevr zo evel ur geoded didra". Er romant Il nome de la rosa ("Anv ar rozenn") gant ar skrivagner italian Umberto Eco, bet embannet e 1980[23] emañ ar frazenn en he fezh :

Monasterium sine libris, est sicut civitas sine opibus, castrum sine numeris, coquina sine suppellectili, mensa sine cibis, hortus sine herbis, pratum sine floribus, arbor sine foliis.
"Ur manati dilevr zo evel ur geoded didra, ur c'hastell disoudard, ur gegin dilestr, un daol divoued, ul liorzh diblantenn, ur bradenn divleuñv, ur wezenn dizeil."

Monitoribus asper
"Rebell ouzh ar c'huzulioù". — Horatius, Ars Poetica, 163.
Monstrum vel prodigium
"Euzhvil pe varzh". Er gwir henroman, monstrum vel prodigium a lakae ur bugel nevez-vet distummet da dostoc'h d'ul loen eget d'un den.
Montani semper liberi
"Atav e vez dishual ar venezidi". Sturienn West Virginia.
Montis insignia calpe
"Ardamezioù Menez Calpe". Sturienn Gibraltar (1502), a oa Montis Calpe da amzer ar Romaned.
More ferarum
"Hervez boaz al loened ferv". A-zivout an oberoù reizhel peurvuiañ.
More solito
"Hervez ar boaz".
More uxorio
"Hervez boaz ar briedelezh".
Moriamur pro rege nostro Maria Theresia
"Marvomp evit hor roue Maria Theresia". A voe huchet e 1741 gant ur vodageg Hungariz e Wien pa c'houlennas Maria Theresia, arc'hdugez Aostria, he sikour a-c'houde aloubidigezh Silezia gant Frederig II Prusia e miz Kerzu 1740[24].
Morior invictus
"Difaezh e varvan". Troet ivez dre "ar marv kent an drouziwezh".
Morituri nolumus mori
"Ni hag a zo war-nes mervel ne fell ket dimp (mervel)". Tennet eus The Last Hero ("An haroz diwezhañ"), ur romant gant Terry Pratchett.[25]
Morituri te salutant
"Kevarc'h a-berzh ar re a zo o vont da vervel".
Mors acerba
"Marv re abred". — Cornelius Nepos, De viris illustribus, Cimon, IV).
Mors certa, hora incerta
"Sur eo ar marv, diasur eo an eur".
Mors est ianua vitae
"Dor ar vuhez eo ar marv".
Mors etiam non sufficit
"Ar marv zoken n'eo ket a-walc'h".
Mors immatura
"Marv rakkoulzek". Evel hini Hektor en Ilias.
Mors omnia solvit
"Ar marv a zispenn pep tra".
Mors omnibus
"Ar marv evit an holl".
Mors tua vita mea
"Da varv-te eo ma buhez-me".
Mors vincit omnia
"Ar marv zo trec'h war bep tra". Enebet ouzh Omnia vincit amor.
Morte magis metuenda senectus
"Ar gozhni a ranker doujañ kentoc'h eget ar marv".
Mortui vivos docent
"Ar re varv a gelenn ar re vev". Dre ziskejañ korfoù-marv e komprener abegoù ar marv.
Mortuum flagellas
"Emaoc'h o skourjezañ un den marv". Emaoc'h oc'h abegiñ un den hag ne ra forzh ebet eus ho parnadenn. — Erasmus, Adagiorum.
Mos Maiorum
"Doareoù an hendadoù".
Motu proprio
"Diwar e intrudu". Da verkañ teulioù melestradurel a-berzh ar pab, pe embannet gant e asant.

Mundus vult decipi, ergo decipiatur
"Ar bed a fell dezhañ bezañ desevet, ra vezo desevet".
Mulgere hircum
"Goro ur bouc'h". Un dra na c'haller ket ober. — Erasmus, Adagiorum.
Mulier est hominis confusio
"Strafuilh ar gwaz eo ar vaouez". — Geoffrey Chaucer, Canterbury Tales (1476), The Nun's Priest's Tale f° 314 v°, li. 16 & The Nun's Priest's Tale:20.
Multa fercula, multos morbos
"Lies meuzioù, lies kleñvedoù".
Multa paucis
"Kalz dre nebeut".
Multa renascentur quae iam cecidere
"Niverus eo an dud a ranko bezañ ganet a-nevez hag int dall dija". Da gadarnaat ar feiz e disorc'hidigezh ar re varv.
Multae manus onus levant
"Meur a zoarn a skañva ar bec'h".
Multi sunt vocati, pauci vero electi
"Kalz zo galvet, nebeud zo dibabet".
Multis e gentibus vires
"Nerzh diwar meur a bobl". Sturienn Saskatchewan.
Multitudo sapientium sanitas orbis
"Savete ar bed eo engroeziad ar furien".
Multo enim multoque se ipsum quam hostem superare operosius est
'Diaesoc'h a-galz eo bezañ trec'h war an-unan eget war un enebour". — Valerius Maximus, Factorum et dictorum memorabilium libri novem, IV, 1, 2.
Multum in parvo
"Kalz e nebeut". Implijet en egor, en amzer, hag evel er brezhoneg e berr gomzoù .
Multum, non multa
"Kalz, nann lies". Gwelloc'h eo sipañ e spered war un dra hepken kentoc'h eget e stlabezañ a-dammoùigoù e-touez traoù niverus.
Mundae vestis electio adpetenda est homini
"Dereat eo d'an den dibab dilhad eeun". — Seneca ar Yaouankañ, Epistulae morales ad Lucilium XCII-12.
Mundus senescit
"Koshaat a ra ar bed".
Mundus vult decipi, ergo decipiatur
"Fellout a ra d'ar bed bezañ touellet, neuze ra vo touellet".[18]
Munit haec et altera vincit
"Difenn a ra an eil, aloubiñ a ra egile". Sturienn Skos Nevez.
Mutantur saecla animantium et quasi cursores vitai lampada tradunt
"Kemmañ a ra rummadoù ar boudoù evel rederien pebeil o treuzkas ar flammerenn".
Mutatio libelli
"Kemmadenn er c'hlemm". Er gwir.
Mutatis mutandis
"Dre m'eo bet kemmet ar pezh a oa da vezañ kemmet". A-c'houde m'eo bet graet ar c'hemmadennoù rekis.
Navigare necesse est
Nemo me impune lacessit, e Bro-Skos

Nam lacrimis struit insidias, cum femina plorat
"Pa leñv ar vaouez e stegn un antell gant he daeloù". — Dyonisius Cato, Disticha Catonis III:20.
Natio sibi
"Ar vroad drezi ha dezhi hec’h-unan".
Natura abhorret a vacuo
"Euzhiñ a ra an natur ouzh ar goullo".
Natura non facit saltus
"An Natur ne ra ket lammmoù". — Carolus Linnaeus, Philosophia Botanica, 1751, pennad III, § 77, p. 27. Adkemeret gant meur a skiantour, en o zouez Gottfried Wilhelm Leibniz en e Lezenn a gendalc'helezh (Nouveaux Essais, IV, 16).
Naturam expelles furca, tamen usque recurret
"Argas an natur a-daolioù forc'h, d'ar pimperlamm e tistroio". — Horatius, Epistulae I, X:24.
Navigare necesse est, vivere non est necesse
"Merdeiñ zo ret, bevañ n'eo ket". Sturienn Gnaeus Pompeius Magnus, bet adkemeret gant moraerien an Hansa.

Nec caput, nec pedes habens
"N'eus na penn na treid". N'eus ster ebet, « na penn na lost » da gement-se.
Nec Hercules contra plures
"N'eus Herakles ebet ouzh an engroez".
Nec plus ultra
"N'eus netra gwell".
Nec pluribus impar
"Bastañ a ran da veur a ved". Unan eus sturiennoù Felipe II, a rene e daou ved (Europa ha Suamerika) ; adkemeret gant ar roue gall Louis XIV diouzh ali un ardamezour anvet Louis D'Ouvrier, en devoa ijinet arouez an Heol evit ar roue.[26] Den ne oar resis ster al lavared-se : ar roue e-unan ne ouie ket[27]. Meur a droidigezh zo bet kinniget : "Nann izeloc'h eget muioc'h", "E-unan enep an holl" hag "A-us an holl" (evel an heol)[28], "Hep e bar"[29], "Bastus (e-unan) da gement a draoù" pe "Pep tra zo gallus evitañ"[30].
Nec puero gladium
"Kleze ebet d'ur paotrig".
Nec spe, nec metu
"Hep goanag, hep aon". Unan eus sturiennoù Felipe II.
Nemo auditur propriam turpidudinem allegans
"Den ne vo klevet o komz eus e vezh".
Nemo censetur ignorare legem
"Den n'eo sañset dic'houzout al lezenn".
Nemo me impune lacesset
"Den na 'm anoaz digastiz". Sturienn war ardamezioù roueel ar Rouantelezh-Unanet a vez implijet e Bro-Skos.
Nemo judex in causa sua
"Den (ne c'hall bezañ) barner en e afer dezhañ".
Neque ignorare medicum oportet quæ sit ægri natura
"Arabat eo d'ar mezeg chom hep anaout petra eo natur (orin) ar c'hleñved".
Neque pessimus neque primus
"Na gwashoc'h, na kentañ". — Erasmus, Adagiorum, 4. 4. 22.

Nihil lacrima citius arescit
"Netra ne sec'h buanoc'h eget un daeraouenn".
Nihil obstat
"N'eus netra a yafe a-enep". Frazenn a ro aotre digant an Iliz katolik da embann ul levr relijiel.
Nil novi sub sole
"Netra nevez dindan an heol".
Nil sine numini
"Netra hep bolontez an doueed". Sturienn Stad Colorado.

Nocumentum documentum
"Ur c'hloaz zo ur gentel".
Non bis in idem
"Ket div wech en hevelep tra". Ne c'haller ket bezañ kondaonet div wech en abeg d'an hevelep torfed.
Non causa pro causa
"Abeg ebet evit abeg". Lavarenn direizh er poellerezh : mar c'hoarvez an darvoudennoù A ha B war un dro e rank unan anezho bezañ abeg egile. Da skouer : Kalz yaouankizoù a selaou sonerezh hard rock ; feuls eo ar sonerezh hard rock ; peogwir e vez selaouet hard rock gant kalz yaouankizoù e rank an holl yaouankizoù bezañ feuls. . Gwelit Post hoc, ergo propter hoc.
Noli me tangere
"Na stok ket ouzhin". Distaget gant Jezuz Nazaret hervez ar VulgataAviel Yann, 20:17.
Nomen est omen
"Diougan eo an anv".
Non est otium servis
"N'eus diskuizh ebet d'ar sklaved".
Non est vivere, sed valere vita est
"Ar vuhez n'eo ket bevañ, hogen bezañ yac'h". Hep ar yec'hed n'eo ket dav d'an den bevañ. — Marcus Valerius Martialis, Epigrammaton, VI, 70:15.
Non ficta fabula, sed vera historia
"N'eo ket un istor faltaziet, un istor gwir eo".
Non fui, fui, non sum, non curo
"Ne oan ket, bet on, n'on ket, ne ran forzh". Bezenskrivadur a gaver berraet dre NFFNSNC.
Non licet omnibus adire Corinthum
"N'eus ket aotre d'an holl da vont da Gorintos". Korintos a oa brudet da vezañ ur gêr binvidik ma oa uhel koust ar vuhez en Henamzer, hag ezhomm a oa da gaout arc'hant da vevañ eno.
Non nobis domine, non nobis nomine sed tuo da gloriam
"N'eo ket evidomp Aotrou, n'eo ket en hon anv deomp, met evit da c'hloar".
Non nova sed nove
"Traoù n'int ket nevez, met en un doare nevez".
Non omnia possumus omnes
"An holl n'hallont ket pep tra".
Non sequitur
"Ne heuilh ket". N'eo ket kempoell ar c'hendastum gant ar rakdivizoù.
Non scholæ, sed vitæ discimus
"N'eo ket evit ar skol e teskomp, evit ar vuhez eo".
Non ut edam vivo, sed ut vivam edo
"N'eo ket evit debriñ e vevan, evit bevañ e tebran".
Non vestimentum virum ornat, sed vir vestimentum
"N'eo ket an dilhad a vrava an den, an den eo a vrava an dilhad".
Non vini vi no, sed vi no aquæ
"N'eo ket abalamour d'ar gwin e neuian, abalamour d'an dour e neuian". C'hoari war ar gerioù.
Nondum amabam, et amare amabam, et secretiore indigentia oderam me minus indigentem
"Ne garen ket c'hoazh, ha karout a raen karout ha dre un ezhomm kuzh em boa droug ouzhin peogwir ne'm boa ket ezhomm a-walc'h c'hoazh". Eosten Hippo, Confessiones III.1.1.
Nosce te ipsum
"En em anavez". Troidigezh latin ar frazenn henc'hresianek γνώθι σεαυτόν "gnôthi seautón".
Nota bene
"Merkit mat". Taolit evezh ; berraet alies dre N.B..
Novus ordo seclorum
"Urzh nevez ar c'hantvedoù". Unan eus an teir sturienn a zo war Siell Veur SUAVergilius, Eclogues IV:5.

Nulla dies sine linea
"Deiz ebet hep (skrivañ) linenn ebet". Reolenn ar skrivagner.
Nulla est medicina sine lingua latina
"N'eus ket a vezegiezh hep latin". Ret eo gouzout latin pa venner bezañ ur mezeg.
Nulla poena sine lege
"Kastiz ebet hep lezenn". Arabat eo reiñ ur c'hastiz ha n'eo ket skrivet el lezenn.
Nulla regula sine exceptione
"N'eus reolenn hep he nemedenn".
Nulla res tam necessaria est quam medicina
"N'eus mann ken ret hag ar vezegiezh".
Nulla rosa sine spinis
"N'eus rozenn dizraen ebet".
Nullum gratuitum prandium
"N'eus pred digoust ebet".
Nullum malum impunitum
"N'eus gwallober digastiz ebet".
Nunc est bibendum
"Bremañ emañ evañ". Nunc est bibendum, nunc pede libero pulsanda tellus "evañ zo ret bremañ, skeiñ an douar gant un troad skañv eo bremañ" eo ar bomm en e bezh, ma c'halv Horatius da evañ ha da zañsal a-c'houde marv Kleopatra. — Horatius, Carmina I, XXXVII:1. Troet eo bet gant Horatius ur werzenn henc'hresianek gant Alkaios, Νῦν χρῆ μεθύσθην Nyn chrê methysthen "Bremañ eo e ranker mezviñ" a-c'houde marv Myrsilus[31].
Opus citatum
"Oberenn veneget". Evit adkas d'un oberenn ez eus bet graet dave dezhi uheloc'h er skrid. Berraet dre Op. cit. peurliesañ.
O tempora, o mores
"A amzer, a zoareoù". Pebezh mare, pebezh doareoù ! — Cicero (Orationes in Catilinam 1.2.
Ob solum punctum caruit Martinus Asello
"En abeg d'ur pik e voe kollet Asello gant Martinus". Gwelit Uno pro puncto caruit Martinus Asello.
Oculi plus vident quam oculus
"Meur a lagad a wel gwell eget unan".
Oculos habent et non videbunt
"Daoulagad o deus ha gwelout ne reont ket".
Oderint, dum metuant
"Ra vagint kasoni (ouzhin), gant ma toujint ac'hanon".
Omne ignotum pro magnifico
"Pouezus-meurbet e kaver kement tra na ouzer ket."[32]
Omne ignotum pro terribili
"Spontus eo an holl zañjerioù dianav".
Omnes homines sibi sanitatem cupiunt, sæpe autem omnia, quæ valetudini contraria sunt, faciunt
"An holl dud a c'hoanta yec'hed dezho, met alies e reont kontrol dezhañ".
Omnes vulnerant, ultima necat
"An holl (eurioù) a c'hloaz, an diwezhañ a lazh". A weler war lod horolajoù-heol.
Omnia mecum porto mea
"Ma holl vadoù a zougan ganin". Bias Priene, unan eus seizh den fur Henc'hres, a oa o tec'hel a-zirak alouberien pa voe harzet gant tud a oa souezhet ouzh e welet o vont hep an disterañ mad gantañ ; respont a reas Bias e oa e holl vadoù gantañ koulskoude : an eeunder, an onestiz hag ar vertuz — Cicero, Paradoxa stoicorum I, 8.
Omnia mutantur, nihil interit
"Pep tra a gemm, netra ne varv" — Ovidius, Metamorphoses XV:165.
Omnia vincit amor
"Ar garantez a deu a-benn eus pep tra" — Vergilius, Eclogues X:69. A c'hall bezañ lavaret Amor Vincit Omnia.
Omnibus viis Romam pervenitur
"Da Roma e kas an holl hentoù".
Omnis homo mendax
"An holl dud zo gaouierien".
Omnium artium medicina nobilissima est
"A-douez an holl arzoù, ar vezegiezh eo an hini noplañ".
Optima medicina temperantia est
"Ar gerreizhded eo ar vezekniezh wellañ".
Optimum medicamentum quies est
"An diskuizh eo ar gwellañ louzoù".
Optimus magister bonus liber
"Ul levr mat eo ar gwellañ kelenner".
Ora et labora
"Ped ha labour". Sturienn ar venec'h.
Oratores, bellatores, laboratores
"Pedereien, brezelerien, labourerien". Ar gloer, ar soudarded, ar gouerien : teir stad pep kevredigezh, hervez an abad Ælfric of Eynsham (Circa 955c. 1010)

Panem et circenses
"Bara ha c'hoarioù". — Juvenal, Saturae X:81.
Passim
"E meur a lec'h". Pa reer dave d'ur ger, d'ul lavarenn a gaver e meur a lec'h en un oberenn.
Pauci sed boni
"Nebeut, hogen mat".
Pax melior est quam iustissimum bellum
"Gwelloc'h eo ar peoc'h eget ar reishañ brezel".

Par tibi, Roma, nihil
"Par dit, Roma, n'eus ket".
Pecunia non olet
"Dic'hwezh eo an arc'hant". — Vespasianus, pa lakaas un taos war an troazhlec'hioù.
Per aequa et iniqua
"Dre reizh ha direizh". Ne vern ar priz.
Per ardua ad astra
"A-dreuz an enebiezh betek ar stered". Sturienn ar Royal Air Force.
Per aspera ad astra
"Dre hentoù serzh trema ar stered". Diaes eo an hent da c'hounit brud hag enor. Heñvel ouzh Ad augusta per angusta.
Per inania regna
"E rouantelezh ar skeudoù".
Per scientiam ad salutem ægroti
"Dre ar skiant e tremen yec'hed ar c'hlañvour".
Perinde ac cadaver
"Evel ur c'horf-marv".
Persona non grata
"Den ha n'eo ket c'hoantaet". A vez lavaret diwar-benn un den ha ne garfed ket gwelout en ul lec'h, abalamour d'ar pezh en deus graet pe lavaret, pe a virer outañ da vont en ul lec'h.

Plenus venter non studet libenter
"Ur stomog leun ne studi ket a-youl-vat".
Plures crapula quam gladius perdidit
"Ar vezventi he deus kaset da goll muioc'h a dud eget ar c'hleze".

Post acerba prudenter
"Goude ar c'hwervoni, an evezh". Ret eo ober pe dibab gant evezh, da heul ur walldro.
Post bellum auxilium
"Goude ar brezel, ar skoazell".
Post cenam non stare sed mille passus meare
"Na chom ket goude koan, met kerzh da stranañ mil kammed".
Post Cristum natum
"Goude ganedigezh Jezuz-Krist". Berradurioù : P.C.N., p.Chr.n. Gwelit Ante Christum natum.
Post hoc, ergo propter hoc
"Goude-se, neuze dre-se". Lavarenn direizh er poellerezh : mar c'hoarvez an darvoudenn A kent an darvoudenn B e rank A bezañ abeg B. Da skouer : Gwelloc'h e oa ar c'hlañvad goude pedenn ar beleg, neuze ec'h eo bet pareet ar c'hlañvad gant ar beleg. . Gwelit Non causa pro causa.
Post hoc non est propter hoc
"Goude an dra-se, met n'eo ket abalamour d'an dra-se".
Post ludos ad seria
Goude ar c'hoarioù, d'an traoù sirius".
Post mortem nihil est
"Goude ar marv n'eus mann".
Post nubila Phoebus
"Goude ar c'houmoul, an heol". Doue an Heol e oa Phoebus Apollo".
Post prandium
"Goude merenn".
Post proelium praemium
"Goude an emgann, ar garedon".
Post scriptum
"Skrivet war-lerc'h". Berraet alies dre P.S. ha troet dre « goude-skrid » (G.S.) a-wezhioù.
Post spinas palma
"Goude an drein, ar balmezenn". Arouez an trec'h eo ar balmezenn.
Potius mori quam foedari
"Ar marv kent ar c'housi". Sturienn Duged Breizh.

Pro bono publico
"Evit ar mad foran". Ur raktres pro bono publico eo Wikimedia ha Wikipedia.
Præsente medico nihil nocet
"Pa vez ar mezeg ne c'hoarvez droug ebet".
Prævenire melius est quam præveniri
"Gwell eo diaraogiñ eget bezañ diaraoget".
Primordia cuncta pavida sunt
"Spontus e vez an holl gentaoù".
Primum non nocere
"Da gentañ chom hep noazout". Sturienn ar vezegiezh.
Primum vivere, deinde philosophari
"Da gentañ bevañ, goude prederiañ".
Primus inter pares
"An hini kentañ e-touez tud par". Evit deskrivañ penn ur strollad n'en deus beli ebet war izili all ar strollad. Gwelit Unus inter pares.
Provocatio ad populum
"Galv d'ar bobl". Evit terriñ ur barn d'ar marv, a droas da Appellatio ad Caesarem en Impalaeriezh roman.
Publica fama non semper vana
"Brud foran ne vez ket atav goullo".
Quæ sunt Cæsaris, Cæsari
"An traoù a zo da Gaesar zo da reiñ da Gaesar".
Qualis artifex pereo !
"Pebezh arzour a varv pa varvan !". Lavaret gant an impalaer Nero pa oa o vervel, hervez Suetonius, Vita Neronis XLIX:1.
Qualis pater, talis filius
"Hevelep tad, hevelep mab". Mab e dad eo Kadiou .
Quando cadet Roma, cadet et mundus

Pa gouezho Roma e kouezho ar bed ivez". Berradur eus Quandiu stabit coliseus, stabit et Roma ; quando cadet coliseus, cadet et Roma ; quando cadet Roma, cadet et mundus "Keit ha ma chomo ar C'holize e chomo Roma ; pa gouezho ar C’holize e kouezho Roma ; pa gouezo Roma e kouezho ar bed". — Beda Venerabilis.

Quantum debeatur
"Pegement an dle". Implijet er gwir evit termeniñ talvoudegezh an digoll a zo dleet d'ur gaou. Gwelit An debeatur.
Qui nescit dissimulare, nescit regnare
"Neb na oar ket kuzhat ne oar ket ren".
Qui rogat, non errat
"Neb a c'houlenn, ne fazi ket".
Qui scribit, bis legit
"Neb a skriv a lenn div wech". Lavared da zeskiñ d'ar studierien labourat.
Qui tacet, consentire videtur ubi loqui debuit ac potuit
"Neb a dav a seblant asantiñ pa zlee bezañ komzet ha pa c'halle". — Bonifas VIII, Liber Sextus Decretalium V, XII.43 - Builh Sacrosanctae, 3 a viz Meurzh 1298[33].
Quibus sunt verba sine penu et pecunia
"A zo komzerien divoued ha diarc'hant". — Plautus a-zivout annezidi Sparta, en e bezh-c'hoari Captivi, III.1, 472.
Quid pro quo
"Un dra bennak evit un dra bennak". Er Grennamzer, evit komz eus ur fazi en apotikerezh, ul louzoù e-lec'h unan all.
Quidquid agis, prudenter agas, et respice finem
"N'oufes pe rafes, gra gant evezh, ha sell ouzh an diwezh gant evezh".
Quidquid discis, tibi discis
"Evidout-te e teskez kement tra a zeskez".
Quis custodiet ipsos custodes ?
"Piv a ziwallo an diwallerien ?". — Juvenal, Saturae VI:347-348.
Quo fata ferunt
"War hentoù an tonkad". Sturienn Bermuda.
Quod erat demonstrandum
"Ar pezh a oa ret anataat". Berraet alies dre Q.E.D.".
Quod licet Iovis, non licet bovis
"Ar pezh a zo aotreet da Yaou n'eo ket aotreet d'ar saout". Kemm-digemm e vez al lezenn alies, hervez dere an den. Gwalldro Io, serc'h Yaou, eo dave al lavared latin.
Quod medicina aliis, aliis est acre venenum
"Ar pezh a zo ur remed evit lod zo ur pistri taer evit lod all".
Quod vinculum amoris esse debebat seditionis atque odi causa est, idem velle
"Evel-se, youl an holl hag a rankfe bezañ ul liamm a garantez a zegas dizemglev ha kasoni". — Seneca ar Yaouankañ, De Ira III, 34-2.
Quo usque tandem abutere, Catilina, patientia nostra?
"Betek pegoulz, Catilina, e ri re gant hor pasianted ?". — Cicero, In Catilinam, I-1.
Quot homines, tot sententiæ
"Kement a dud, kement a alioù". — Terentius, Afri Phormio II-454.
Rara avis
"Al labous dibaot". Un den ma n'eus kalz dioutañ e-keñver e varregezh.
Rarum carum
"Ker e vez ar pezh a zo rouez".
Rarus fidus amicus
"Rouez eo ar mignon feal".
Reddite ergo quæ sunt Cæsaris Cæsari et quæ sunt Dei Deo
"Daskorit eta da Gaesar ar pezh a zo da Gaesar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue". — Aviel Mazhev 22:21 ; Aviel Mark 12:17 hag Aviel Lukaz 20:25[34]. Gwelit Quæ sunt Cæsaris, Cæsari.
Reductio ad absurdum
"Kas da ziskiantegezh". Prouiñ dre arguzennoù diskiant ; doare poellata a lakaer da vont en-dro pa groger da lakaat da wir ar c'hontrol eus ar pezh a glasker prouiñ. Gwelit Ab absurdo.
Rem acu tetigisti
"An dra begek hoc'h eus stoket outañ". A vez lavaret pa vez divinet un dra bennak : « Deuet eo ganit ! » — Plautus, Rudens V.ii:1306.
Repetitio est mater memoriae
"An adlavarout eo mamm an eñvor".
Repetitio est mater studiorum
"An adlavarout eo mamm ar studioù".
Requiescat in pace
"Ra ziskuizho e peoc'h". Berraet dre R.I.P. peurliesañ.
Res judicata pro veritate habetur
"Tra barnet zo gwirionez". Er gwir : ur varnedigezh embannet zo evel un dra prouet.
Res nullius
"Tra da zen ebet". A vez lavaret pa ne vez perc'henn ebet d'un dra bennak.
Res, non verba
"An dra, ha n'eo ket gerioù". A vez lavaret pa weler ez eo deuet ar poent da ober, ha n'eo ket a-walc'h chom da gomz. Ur spered heñvel zo c'hrennlavar flemmus brezhonek Teod hir, dorn berr .
Respice finem
"Bez soñj er finvezh". Damheñvel ouzh Memento mori.
Retro Satana !
Gwelout : Vade retro Satana.
Risus abundat in ore stultorum
"Paot ar c'hoarzh war c'henoù ar re sot".
Rixa rixae causa est
"Un tabut zo abeg d'unan all".
Roma aeterna
"Peurbad eo Roma".
Roma caput mundi
"Penn ar bed eo Roma".
Roma quanta fuit, ipsa ruina docet
"Ar c'halloudegezh hag a voe hini Roma, zoken he dismantroù he c'helenn".
Rus in Urbe
"Maezioù er Gêr". Roma eo ar Gêr. — Marcus Valerius Martialis, Epigrammaton libri, XII-42:21.
Sæpe morborum gravium exitus incerti sunt
"Alies e vez diasur disoc'h ar c'hleñvedoù grevus".
Salus populi suprema lex
"Savete ar bobl eo al lezenn uhelañ". Sturienn Missouri. — Cicero, De legibus III, III, 8.
Sapere aude
"Kred gouzout". Sturienn Kantved ar Sklêrijenn hervez Immanuel Kant[35].
Sapientia est potentia
"Ar furnezh zo ur galloud".
Satis eloquentiae, sapientiae parum
"Kalz helavarded, nebeut a furnez". — Caius Sallustus Crispus, Bellum Catilinae V:4.
Scientia potentia est
Scripta manent, verba volant
"Ar skridoù a chom, ar c'homzoù a nij kuit". A-wechoù e vez gwell d'an den na lezel roudoù skrivet eus un dra hag a c'hellfed implijout evit noazout outañ. Gwelit : Verba volant, scripta manent.
"Ar c'houiziegezh zo ur galloud".
Semel malus, semper malus
"Fall ur wech, fall bepred".
Semper fidelis
"Feal bepred". Sturienn an US Marines.
Semper odoriferis proxima spina rosis
"Atav e vez an draenenn tost d'ar roz frondus".
Senatus Populusque Romanus
"Ar Sened hag ar Bobl Roman". Berraet dre S.P.Q.R.[36].
Serum auxilium post proelium.
"Diwezhat eo ar skoazell goude an emgann".
Serum est post facta consilium
"Diwezhat eo ar c'huzul goude an ober".
Si napo leo viveret, hominem non esset
"Mar bevje al leon diwar irvin ne zebrje ket tud".
Si non nova, saltem nove
"Mar n'eo ket traoù nevez, nevez eo an doare".
Si satis est, multum est
"Mard eo a-walc'h, kalz eo'". — Seneca ar Yaouankañ, Consolatio ad Marciam XXI.
Si tacuisses, philosophus mansisses
"Mar bijes tavet, e vijes chomet prederour".
Si vis pacem, para bellum
"Mard mennez ar peoc'h, prient ar brezel". Deveret diouzh Igitur quī dēsīderat pācem, præparet bellum "Neuze, neb a venn ar peoc'h a rank printiñ ar brezel". — Vegetius, [ Epitoma rei militaris, Liber III, Rakger].
Si vis pacem, para iustitiam
"Mar mennez ar peoc'h, prient ar justis".
Sic
"Evel-se emañ". Implijet alies en embannadurioù pa veneger ur bomm fazius, evit sachañ evezh al lenner war an doare dic'hortoz pe fazius ma 'z eo skrivet ar bomm, da ziskouez n'eus fazi ebet en embannadur rak adskrivet eo bet ar bomm en e stumm orin. Da skouer : «  Les ragoûts, notamment l’irish tsew [sic], pourraient se classer après les meilleurs ragoûts d’Europe, qui sont les ragoûts grecs […]. » – Paul Morand, Londres (1933) — ma lenner *tsew e-lec'h stew, "keusteurenn".
Sic cuncta caduca
"Evel-se e vez distabil pep tra".
Sic et simpliciter
"Evel-se emañ, ken plaen ha tra".
Sic luceat lux
"Ra splanno ar gouloù evel-se".
Sic semper tyrannis
"Evel-se bepred d'an diranted". Sturienn Virginia.
Sic transit gloria mundi
"Evel-se e tremen gloar ar bed". Lavaret d'ar pab nevez da zegas da soñj dezhañ ec'h eo berrbad ar gloar ha bresk ar galloud.
Silentii tutum praemium
"Asur eo garedon an tav". Mar gall an den tevel n'en devo ket da gaout keuz a-c'houde e gomzoù.
Similia similibus curantur
"Dre ar seurt e pareer ar seurt". Pennaenn an homeopatiezh[37].
Sine amico visceratio leonis ac lupi vita est
"Debriñ kig hep mignon zo buhez ul leon pe ur bleiz". Da lavar Epikuros, hervez Seneca ar Yaouankañ, Epistularum moralium ad Lucilium – Levrenn II : XIX-10.
Sine anno et loco
"Hep bloaz na lec'h". A-zivout skridoù ma vank ar menegoù-se warne.
Sine die
"Hep deiz". Hep resisaat pegoulz.
Sine labore non erit panis in ore
"Hep labour ne vo ket a vara ez kenoù".
Solem lucerna non ostenderent
"Ne ziskouezer ket an heol gant ul letern".
Soli sol soli
"An heol hepken".
Spes salutis
"Goanag ar savete".
Spoliatis arma supersunt
"An armoù a chom da neb a zo dibourc'het". Sturienn Emanuele Filiberto di Savoia (1526-1580), dug Savoia[38].
sqq.
Berradur eus sequunturque, "hag ar re da heul" en un dave. Da skouer : "pajenn 123 sqq.".
Stat sua cuique dies
"Da bep unan e zedevezh dezhañ".
Statu quo
Gwelit : In statu quo ante.
Statu quo ante bellum
"Evel ma oa an traoù kent ar brezel". A vez implijet pa n'eus c'hoarvezet kemmadenn ebet a-c'houde ur brezel.
Stricto sensu
"Er ster strizh".
Stultorum infinitus est numerus
"Dreistkont eo niver an dioded". — Bibl, Testamant Kozh, Eklesiastes I:15.
Stupete, gentes
"Bezit souezhet, tudoù". Incipit ur meulgan katolik evit [[Gouel Maria ar Gouloù}} savet gant Pierre Robert (1618-1699)[39]
Substine et abstine
"Gouzañv hag en em vir". Sturienn ar stoikourien.
Substructiones insanae
"Danenframmoù diskiant". Lavared bet ijinet gant ar skrivagner saoz Robert Burton (1577-1640) en e Anatomy of Melancholy '1621) evit deskrivañ emzalc'h an uhelidi a glask staliañ o domani war un dachenn dre lakaat sevel kastilli hollgaer, daoust d'ar c'houst o rivinañ alies[40].
Sui generis
"Eus e seurt-eñ". Er gwir e lakaer da sui generis ur blegenn na c'haller ket renkañ e rummad pe rummad ; ret eo neuze krouiñ skridoù arbennik nevez.
Summa cum laude
"Gant ar brasañ enor". Enorusañ meneg a c'heller kaout gant un diplom er skolioù-meur. Gwelit Honoris causa.
Summum ius, summa iniuria
"Ar reishañ, an direishañ". Dre ar reober gant ar gwir e teu an direizhder. — Cicero, De Officiis I, 33.
Sunt mala quae libas, ipse venenum bibas
"Fall eo ar pezh a brofez, ev da bistri". Berraet dre S.M.Q.L.I.V.B. war medalenn sant Benead, goude V.R.S.N.S.M.V., Vade Retro Satana, Numquam Suade Mihi Vana, "Tec'h alese, Satan, na 'm zempt biken dre ar vended".
Supremumque 'vale'
"Un 'adeo' diwezhañ" distaget gant Orfeüs pa goll Euridike en eil tro. — Ovidius Metamorphoses X:62.
Sursum corda !
"Savit, kalonoù !". A vez lavaret da reiñ nerzh-kalon.
Sutor ne supra crepidam
"Kereour, arabat eo dit mont uheloc'h eget ar votez". Da bep hini da rannañ kaoz diwar-benn ar pezh a anavez. — Distummadir eus ne supra crepidam sutor iudicaret "[gant aon] na varnfe ar c'here dreist ar votez" e Plinius an Henañ, Naturalis historia, levrenn XXXV, xxxvi, 22, 85 a-douez aozerien all.
Suum cuique
"Da bep unan e hini". Da bep den hervez e zellidoù ; Nam iustitia, quae suum cuique distribuit, quid pertinet ad deos "Evit a sell ouzh ar justis, a zo da bep unan e hini, ar pezh a zo e kerz an doueed eo ar frazenn glok — Cicero, De Natura deorum III, 38. Bez' emañ ivez Suum cuique tribuere, "reiñ da bep unan e hini", a zo kenster gant Unicuique suum.
Tarde venientibus ossa
"D'ar re degouezhet diwezhat, an eskern". A vez lavaret d'ar re a zegouezh diwezhat ouzh taol, pe e diwezh un abadenn pe un emgann.
Tempora mutantur nos et mutamur in illis
"Kemmañ a ra an amzerioù, ha kemmañ a reomp ganto". Bomm eus hanterenn gentañ ar XVvet kantved, deveret eus Omnia mutantur, nihil interit "pep tra a gemm, netra ne varv" gant Ovidius, Metamorphoses XV:165.
Tempori servire
"En em ober diouzh an degouezhioù".
Ter
"Teir gwech".
Terminus
"Diwezh".
Testis unus, testis nullus
"Un test hepken, test ebet". Un test hepken ne dalv ket dirak al lez-varn rak n'eo ket a-walc'h.
Timeo Danaos et dona ferentis
"Aon am eus rak ar C'hresianed ha pa vefent o tegas profoù". — Vergilius, Aeneis, II, 49.
Timeo hominem unius libri
"Aon am bez rak den ul levr hepken." Dañjerus e vez an den na gred nemet en ul levr hepken (hini e relijion peurvuiañ). Gwelit Cave ab homine unius libri.
Titulus crucis
"Talbenn ar groaz". Anv latin ar skritellig koad a voe lakaet war kroaz Jezuz Nazaret diwar urzh Pontius Pilatus, hervez Aviel Yann 19:19. Gwelit I.N.R.I.'".
Tres faciunt collegium
"Tri a ra ur strollad". Tri eo an niver bihanañ a dud a zo rekis evit sevel un aozadur.
Marv Caesar, Vincenzo Camuccini (~1804)
Tu quoque, mi fili
"Te ivez, ma mab". Hervez an hengoun, gerioù lavaret gant Caius Julius Caesar d'e vab Brutus goude bout bet kontellataet gantañ. E gwirionez en devefe komzet henc'hresianeg (καὶ σὺ τέκνον kaì sý téknon).

Uberrima fides
"Fonnusañ feiz". Kreñvoc'h c'hoazh eget bona fide. Enebet ouzh caveat emptor. Skrivet uberrimae fidei a-wechoù, en dro-c'henel eta.
Ubi amici ibidem opes
"El lec'h m'emañ ar vignoned emañ an nerzh".
Ubi amor, ibi dolor
"El lec'h ma vez karantez e vez poan".
Ubi bene, ibi patria
"El lec'h ma vez an den en e vleud, eno emañ e vammvro".
Ubi commoda, ibi incommoda
An doueez Concordia, war kein ur pezh-moneiz
Ubi concordia, ibi victoria
"El lec'h ma vez unvaniezh e vez an trec'h". Doueez ar c'henemglev e oa Concordia ivez.
Ubi deficiunt equi, trottant aselli
"El lec'h ma n'eus ket a-walc'h a gezeg e trot ezenigoù".
Ubi dubium, ibi libertas
"El lec'h m'emañ an arvar emañ ar frankiz".
Ubi eadem legis ratio, ibi eadem legis dispositio
"El lec'h m'emañ an hevelep abeg d'al lezenn e vez an hevelep talvoudegezh d'al lezenn".
Ubi est, mors, victoria tua ?
"Marv, pelec'h emañ da drec'h ?"
Ubi feuda, ibi demania
"El lec'h m'emañ ar glad emañ an domani". Pennaenn ar c'hladdalc'helezh.
Ubi fumus, ibi ignis
"El lec'h m'emañ ar moged emañ an tan". Dibaot siminal a voged / Anez na ve tan en oaled .
Ubi lex non distinguit, nec nos distinguere debemus
"El lec'h ma ne ziforc'h ket al lezenn, arabat eo diforc'hañ".
Ubi lex voluit dixit, ubi noluit tacuit
"El lec'h ma vennas al lezenn e lavaras, el lec'h ma ne vennas ket e tavas". Pa fell d'al lezennerien plediñ gant ur gudenn e reont ul lezenn, pa ne fell ket dezho ne reont ket, da lavaret eo ez eo arabat klask mont dreist ar pezh a zo skrivet el lezenn ha dezastum traoù na oant ket mennet gant al lezennerien.
Ubi maior minor cessat
"Kodianañ a ra ar gwan dirak ar c'hreñv".
Ubi mel ibi apes
"El lec'h ma 'z eus mel ez eus gwenan".
Ubi ordo, ibi pax et decor; ubi pax et decor, ibi laetitia
"El lec'h ma'z eus urzh ez eus peoc'h ha kened ; el lec'h ma'z eus peoc'h ha kened ez eus levenez". Lavaret gant Benito Mussolini en ur brezegenn e Scala Milano d'an 28 a viz Here 1928.
Ubi periculum
"El lec'h (m'emañ an) dañjer". Anv ur builh bet embannet gant ar pab Gregor X d'ar 7 a viz Gouere 1274 ma stalias sened ar c'hardinaled evel doare nemetañ da zibab ur pab[41].
Ubi plura nitent in carmine, non ego paucis offendi maculis
"El lec'h ma 'z eus kened en ur varzhoneg, n'on ket dismegañset gant un nebeud tarchoù".
Ubi societas, ibi ius
"El lec'h m'emañ ar gevredigezh emañ ar gwir". N'eus kevredigezh ebet hep lezennoù pe reolennoù.
Ubi solitudinem faciunt, pacem appellant
"El lec'h m'o deus graet un dezerzh o deus lavaret e oa ar peoc'h".
Ubi sunt qui ante nos fuerunt?
"Pelec'h emañ ar re a zo bet en hor raok ?". Anv ur varzhoneg [krennsaozneg|krennsaonek] savet gant un aozer(ez) dianav war-dro 1275[42]. Diwar ar skouer-se e voe ul uskad barzhoniezh a voe anvet ubi sunt, ar barzh gall François Villon (1431-1463) o vezañ ur skouer anezhañ gant Ballade des dames du temps jadis.
Ubi tu Gaius, ibi ego Gaia
"El lec'h ma vi Gaius, e vin Gaia". Bomm da zisklêriañ fealded etre ar priedoù roman da zeiz an eured. Gaia eo doueez an Douar, hag a ro he frouezh.
Ultima ratio regum war ur c'hanol

Ultima cave
"Douj d'an hini ziwezhañ." Oc'h ober dave d'an eur, war un horolaj-heol.
Ultima ratio regum
"Diwezhañ arguzenn ar rouaned". An nerzh. Sturienn war ar c'hanolioù gall, diwar urzh ar c'hardinal Armand Jean du Plessis de Richelieu.
Ultra posse nemo obligatur
"N'eo an dic'hallus rekis da zen".
Ultra vires
"Dreist ar galloudoù".
Ulula cum lupis, cum quibus esse cupis
"Neb a vez gant bleizi a zesko yudal ganto".

Umbram facere alicui rei
"Bannañ ur skeud war un dra bennak". Da lavaret eo e vougañ.
Umbram suam metuere
"Kaout aon rak e skeud".

Una hirundo non facit ver
"Ur wennili ne ra ket an hañv". Un darvoudenn vat ne dalvez ket e vo mat an holl zarvoudennoù heñvel a c'hoarvezo war he lerc'h.
Una nota super la, semper est canendum fa
"Un notenn a-us La a vez bepred kanet Fa". Reolenn ar sonaozour alaman Michael Praetorius (1571-1621) en e Syntagma musicum (1619) da geñver skeuliadoù ar c'hanañ[43].
Una res est in obligatione, duae autem in solutione
"Un dra zo en endalc'h, daou en diskoulm". Er gwir : un amveziad zo evit skoulmañ ar gevrat, daou avat zo ret evit he diskoulmañ.
Una salus victis, nullam sperare salutem
"Ur goanag hepken d'ar gollerien, na c'hoanagiñ savete ebet".
Una tantum
"Unan hepken". Implijet a-zivout un dra na c'hoarvez nemet ur wech, evel un taos nemedel.
Unguibus et rostro
"Gant an ivinoù hag ar pigos". En em zifenn unguibus et rostro, gant nerzh hag a-zevri. Sturienn kêr Avinhon.
Unicuique suum
"Da bep unan e hini". Gwelit Suum cuique.
Unitas virtute
"An unaniezh a ra an nerzh".
Universalia sunt nomina post rem
"Anvioù goude an traezoù eo an hollegoù". Ur prezeg stummet goude ar skiant-prenet eo an hollegoù ; da skouer : deuet eo meizad an "denelezh" a-c'houde ma 'z eus bet tud war an Douar, hag an traezoù hepken zo gwirvoudel. Er Grennamzer, arguzenn bennañ an usvedoniourien nominalour en enep da hini ar wirvoudelourien.
Universalia sunt realia ante rem
"Beziadoù kent an traezoù eo an hollegoù". Gwirvoudeloc'h eget an traezoù eo ar meizadoù, ha bez' e oa anezho kent an traezoù ; da skouer : a-viskoazh ez eus bet eus meizad an "denelezh", zoken pa ne oa den ebet war an douar. Er Grennamzer, arguzenn an usvedoniourien wirvoudelour en enep da hini an nominalourien.
Uno pro puncto caruit Martinus Asello (Ob solum punctum caruit Martinus Asello)
"En abeg d'ur pik e voe kollet Asello Martinus gant Martinus". Martinus, a oa abad Asello er XVIvet kantved, a c'horchemennas ma vije skrivet Porta patens esto. Nulli claudatur honesto, da lavaret eo "Digor e chom an nor. Ne vo serr da zen onest ebet". Siwazh, dre fazi e voe engravet ar frazenn Porta patens esto nulli. Claudatur honesto, ar pezh a dalvez "An nor ne chom ket digor da zen. Serr eo d'an den onest". Dre zilec'hiadur ar pik e voe an abati kontrol d'ar garitez kristen eta, ha diskarget e voe Martinus eus an abati. Gant e warlerc'hiad e voe lakaet reizhañ ar fazi, hag ouzhpennañ ar frazenn Uno pro puncto caruit Martinus Asello". Lod istorourien a lavar e voe ouzhpennet Ob solum punctum caruit Martinus Asello, a zo kenster.
Unum castigabis, centum emendabis
"Mar kastizez unan e reizhi kant". Arabat eo kastizañ an holl fazioù nag an holl fazierien.
Unus inter pares
"Unan e-touez tud par". Evit deskrivañ ezel ur strollad. Gwelit Primus inter pares.
Unus lanius non timet multas oves
"Ur c'higer n'en devez ket aon rak an deñved niverus".
Unus omnium parens mundus est
"Ar bed eo tad nemetañ an holl". — Seneca ar Yaouankañ, De Beneficiis III, 28.
Unus pro omnibus, omnes pro uno
"Unan evit an holl, an holl evit unan". Sturienn Suis.
Unus testis, nullus testis
"Un test, test ebet". Ne dalez mui er [[gwir (lezenn)|gwir] ; an istorourien avat en implij evit lavaret e sav ur gudenn pa vez un andon hepken.

Urbi et orbi
"D'ar Gêr ha d'ar bed". A vez lavaret diwar-benn embannoù ar pab ; Roma eo ar gêr.
Urticae proxima saepe rosa est
"Alies e vez ar rozenn tost d'al linad skaotus".

Usufructus est ius alienis rebus utendi fruendi, salva rerum substantia
"Ar gerz eo ar gwir da implijout ha da gaout ar gerz eus madoù un den all hep kemmañ o danvez". — Julius Paulus Prudentissimus, Ad Vitellium, III, meneget en Digesta seu Pandectae VII, 1, 1.
Usque ad finem
"Betek an diwezh". Stourm betek ar berzh pe ar marv eo stourm usque ad finem.
Usque ad effusionem sanguinis
"Betek skuilh ar gwad". Rak ret eo deoc'h mennout en em ren gant kalonegezh, zoken betek skuilh ar gwad eo kalon prezegenn ar pab d'ar gardinaled nevez-anvet, alese liv ruz-gwad o saeoù.
Usque ad sideras, usque ad inferos
"Eus ar stered betek an ifernioù".
Usus magister est optimus
"An ober eo ar gwellañ mestr".
Usus sine fructu potest
"Gallus eo an implij hep ar frouezh". — Digesta seu Pandectae, Lib. VII, t. VIII, §14, 1.

Ut ameris, ama
"Evit bezañ karet, kar".
Ut ameris, amabilis esto
" Evit bezañ karet, bez hegarat".
Ut desint vires, tamen est laudanda voluntas
"Lakaet e vefe diouer a nerzh, padal ez eo meuladus ar ratozh". — Ovidius, Epistulae ex Ponto III, 4, 79.
Ut pictura poesis
"Evel al livouriezh eo ar varzhoniezh". — Horatius, Ars Poetica, 361.
Ut quiescat Atlas
"Evit ma tiskuizhfe Atlas". Unan eus sturiennoù Felipe II.
Ut sementem feceris, ita metes
"Evel ho po hadet ez eostot". — Cicero, De Oratore II, LXV, 261.
Ut sis nocte levis, sit cena brevis
"Mar kerez kaout un nozvezh vat (a gousk), gra ur goan verr".
Utile per inutile non vitiatur
"Un dra talvoudus n'eo ket siet gant un dra didalvoud". Er gwir, ne c'haller ket nullañ un teul solius dre ouzhpennañ traoù didalvoud ennañ.
Uti, non abuti
"Ober, ha n'eo ket reober".
Ut supra
"Evel (meneget) uheloc'h".
Uxori dilectae
"D'am gwreg karet". Dilectae Uxori eo dindan pluenn René Le Gléau e levrenn gentañ Études syntaxiques bretonnes[44].
V.S.L.M
Berradur Votum Solvit Libens Merito, amañ izeloc'h.
V. V. V. V. V.
Berradur Vi Veri Vniversum Vivus Vici, "dre c'halloud ar wirionez em eus, em bev, trec'het an hollved". Embannet er bannoù treset V for Vendetta, m'eo lakaet war gont Faust, oc'h ober dave da dudenn Johann Wolfgang von Goethe (Faust) pe da hini Christopher Marlowe (Doctor Faustus). N'eus roud ebet eus al lavared latin-se en oberennoù-se avat.

Vacatio legis
"Ezvezañs al lezenn".
Vade ad formicam o piger et considera vias eius et disce sapientiam
"Kae d'ar verienenn ha sell penaos e ra ha desk ar furnez". — Vulgata, Proverboù 6:6.
Vade in pace
"Kae e peoc'h". Bomm ar beleg katolik e dibenn ar gofesadenn.
Vade mecum
"Deus ganin". Ul levr (peurvuiañ) hag a vez atav gant an den.
Vade retro Satana
"Tec'h alese, Satan !". Respont graet d'al lubanerien ha tempterien. Vade retro me Satana eo ar bomm reizh. — Vulgata, Aviel Mark 8:33.
Vae soli
"Gwa an den an-unan". [...] vae soli quia cum ruerit non habet sublevantem "gwa an den an-unan, rak pa gouezh n'eus den ebet d'e lakaat war e sav" eo al lavred klok. — Testamant Kozh, Eklesiastes, Eklesiastes, 4:10.
Væ victis
Gwa ar re drec'het". A voe distaget gant Brennos, penn-brezel galian, war-lerc'h kemer kêr RomaTitus Livius, Ab urbe condita libri, V, 48.
Vaga est fortuna
"Kemm-digemm eo ar chañs".
Vale
"Chom yac'h". Kevarc'h latin, a dalve kement ha kenavo.
Vanitas vanitatum omnis vanitas
"Goullonder ar goullonderioù, goullonder eo pep tra". — Testamant Kozh, Eklesiastes, Eklesiastes, 1:2. Ar stumm Vanitas vanitatum et omnis vanitas a gaver gant Sophronius Eusebius Hieronymus ha Anselmus Laudunensis.
Vare, legiones redde !
"Varus, daskor [ma] lejionoù [din] !". Distaget gant an impalaer Aogust en e gousk goude ma voe distrujet e voe al lejionoù roman e Germania gant Arminius en emgann Teutoburg er bloaz 9. — Suetonius Vita Divi Augusti, 23.
Varia vita est
"Kemm-digemm eo ar vuhez".
Variorum
"Gant a bep seurt". Berradur ar bomm Cum notis variorum scriptorum
Varitatio delectat
"Plijus e vez ar c'hemm".
Varium et mutabile semper femina
"Kemmus ha hedro e vez ar vaouez atav". — Vergilius, Aeneis, IV, 569-570.

Velle est posse
"Youlañ a zo gallout". Neb a venn a c'hall .
Veni vidi vici
"Deuet on, gwelet em eus, trec'het em eus". A vije bet lavaret gant Caius Julius Caesar da Sened Roma da gontañ an emgann ouzh ar roue Pharnaces II e-kichen Zela e 47 kent JK. — « Ἦλθον, εἶδον, ἐνίκησα » eo skrid Ploutarc'hos, Buhez Caesar, 50,3.
Venia aetatis
"Brient an oad". Ur brient roet gant an impalaer d'un den minor evit e lakaat da vajor kent an oad a 25 bloaz. E dibenn an Impalaeriezh ne veze roet venia aetatis nemet d'ar baotred koshoc'h eget 20 vloaz ha d'ae merc'hed koshoc'h eget 18 vloaz[45].
Venia sit dicto
"Lavaret hep dismegañsiñ an doue". — Plinius ar Yaouankañ, Epistularum V, 6, 46. Lavared lakaet etre krommelloù peurliesañ.
Ventis secundis, tene cursum
"Gant harp an avelioù, dalc'h da vont gant ar red".
Vera causa
":(Ar) gwir abeg".
Verae amicitiae sempiternae est
"Peurbadus eo ar vignoniezh wirion".
Verba docent, exempla trahunt
"Kelenn a ra ar c'homzoù, sachañ (an dud) a ra ar skouerioù".
Verba ita sunt intelligenda ut res magis valeat quam pereat
"Ar gerioù a rank bezañ komprenet a-benn ma talvezfent kentoc'h eget mont da get".
Verbatim
"Ger-ha-ger". Adverb latin ar Grennamzer, savet diwar verbum "ger", liester verba, hag al lost-ger adverbel –atim. Testeniekaet e saozneg abaoe dibenn ar XVvet kantved kent tremen d'ar galleg[46].
Verba volant, scripta manent
"Ar c'homzoù a nij kuit, ar skridoù a chom". en Henroma e kaved gwell skoulmañ un emglev dre skrid eget dre gomz. Gwelit : Scripta manent, verba volant.
Vere papa mortuus est
"E gwirionez, marv eo ar pab". Lavared hengounel a vez distaget gant ar c'hardinal merour evit testeniañ marv ar pab.
Veritas odium parit
"Ar wirionez a c'han ar gasoni". Pe : "Mamm d'ar gasoni eo ar wirionez". Ar wirionez a zo kazus / D'an hini a zo kablus .
Veritas odium parit, obsequium amicos
"Gant ar wirionez e sav kasoni, gant klufennerezh e teu mignoned".
Vestigia terrent
"Aon am eus rak al louc'hoù". — Horatius, Epistulae I, 1, 74[47].
Vestis virum facit
"An dilhad a ra an den". — Erasmus, Adagiorum III, 1, 60)[48].
Veto
"Herzel a ran (ouzh tra pe dra da dremen pe da vezañ)". Ger implijet da lavarout ez eus lakaet berz gant un aotrouniezh bennak.
Vexata quaestio
"Goulenn skoemp". A zo bet breutaet meur a wech c'hoazh.

Vi veri universum vivus vici
"Dre c'halloud ar wirionez em eus, em bev, trec'het an hollved". (Aleister Crowley (1875-1947), The Cry of the 4th Aethyr, which is called PAZ, e The Vision and the Voice)[49].
Via
"Hent". Implijet evit deskrivañ un treug, gant ar ster "o tremen dre" ; da skouer : mont a Roazhon da Naoned via Redon.
Via crucis
"Hent ar groaz".
Via antique via est tuta
"An hent kozh eo an hent asur".
Via trita via tuta
"An hent uzet eo an hent asur".
Vice versa
"En daou du a bep eil".
Victrix causa diis placuit, sed victa Catoni
"Kaoz an trec'hour he deus plijet d'an doueed, kaoz an hini trec'het da Gato Gozh". — Lucanus, Pharsalia, I-128.
Vide infra
"Gwelit (amañ) izeloc'h". Evit kas d'ul lec'h pelloc'h en ur skrid. Berraet alies dre infra hepken.
Vide supra
"Gwelit (amañ) uheloc'h". Evit adkas d'ul lec'h kentoc'h en ur skrid. Berraet alies dre supra hepken.
Video meliora proboque deteriora sequor
"Ar mad a welan, hag a garan, hag an droug a ran". Komzoù lakaet e genoù Medea). — Ovidius, Metamorphoses VII:20-21.
Videre nostra mala non possumus ; alii simul delinquunt, censores sumus
"Ne c'hallomp ket gwelet hor sioù ; bezet tud all fazius war an dro, setu-ni barnerien". — Phaedrus, Fabulae, Liber IV, Fabula X : De Vitiis Hominum.
Vigilantibus non dormientibus iura succurrunt
"Ar gwir a sikour ar re a zo war evezh, ket ar re a zo kousket". N'eo ket a-walc'h d'an den gouzout emañ al lezenn diouzh e du, ret eo dezhañ en em zifenn.
Vilicus ne sit ambulator
"Ar feurmer n'eo ket ur pourmener". — Cato Gozh, De Agri Cultura V, 2.
Vim vi repellere licet
"Aotreet eo diarbenn an nerzh dre an nerzh". Evit en em zifenn.
Vincere scis, Hannibal, victoria uti nescis
"Gouzout a rez trec'hiñ, Hannibal, implijout an trec'h n'ouzez ket". Ar jeneral Maharbal da Hannibal Barca a-choude trec'h Cannae e 216 kent J-K, pa ne fellas ket da Hannibal mont war-eeun da-gaout Roma. — Titus Livius, Ab Urbe Condita Libri XXII-51.
Vindica te tibi
"Azgoulenn da-unan". Azgoulenn da wirioù warnout-te, bez perc'henn warnout a-nevez — Seneca ar Yaouankañ, Epistulae morales ad Lucilium I, 1.
Vinum animi speculum
"Melezour an ene eo ar gwin". Pa vez mezv an den e weler e demz-spered gwirion.
Vinum aqua miscere
"Lakaat dour er gwin". Bezañ izeloc'h e gribenn.
Vinum et musica laetificant cor
"Gwin ha sonerezh a laouena ar galon".
Vir bonus dicendi peritus
"Un den mat a oar komz". Termenadur ar prezeger, hervez Quintilianus, Oratoria XII, 1.I, a-zivout Cato Gozh.
Vir ex virtute
"An den dre ar vertuz". Sturienn Skol Itron Varia Gwengamp.
Vires acquirit eundo
"Nerzh a zastum en ur vont". Sturienn Melbourne. — Vergilius, Aeneis, IV, 175.
Virgo intacta
"Gwerc'h dibistik". Ur werc'h, ur vaouez n'he deus biskoazh bet darempredoù revel.
Viribus unitis
"Nerzhioù an unaniezh". Kant neudenn / A ra kordenn .
Virtus post nummos
"Ar vertuz war-lerc'h an arc'hant".
Virtus unita fortior
"An nerzh eo vertuz an unaniezh". Sturienn Angola.
Virtute siderum tenus
Aeronautica Militare, Italia
Virtute siderum tenus
"Gant kadarnded trema ar stered". Sturienn aerlu Italia.
Vis comica
"An nerzh fentus". Ar galloud da lakaat an dud da c'hoarzhin.
Vis consili expers mole ruit sua
"An nerzh hep ar spered a zisac'h dindan e dolz". — Horatius, Carmina, III, IV, 65.
Vis experiri amicum? Calamitosus fias
"Ha c'hoant hoc'h eus da amprouiñ ur mignon ? Troit da walleürus". — Marcus Terentius Varro, Sententiae Varronis VI, 21.
Vis grata puellae
"Feulster c'hoantaet gant ar plac'h". Deveret eus grata est vis ista puellis "Mat eo ar galloud-se evit ar merc'hed" — Ovidius, Ars Amatoria I:673-674.
Vis maior
"Rediezh vuiek".
Vita brevis, ars longa, occasio praeceps, experimentum periculosum, iudicium difficile
"Berr ar vuhez, hir an arz (da zeskiñ), berrbad an degouezh, dañjerus an arnodiñ, diaes ar barn". Diwar-benn arz ar vezegiezh. — Hippokrates, Αφωρισμων / Sententiae I-1.
Vita enim mortuorum in memoria est posita vivorum
"Buhez ar re varv zo dalc'het en eñvor ar re vev". — Cicero, Oratio Philippica Nona, 10-V.
Vita mutatur non tollitur
"Kemmet eo ar vuhez, tennet n'eo ket". Mervel n'eo ket daskor ar vuhez, hogen tremen d'ur vuhez welloc'h.[50].
Vitiantur et vitiant
"Siek ha sier". Un elfenn vitiantur et vitiant en ur gevrat a c'hall diwiriekaat ar gevrat en he fezh.
Vitiantur sed non vitiant
"Siek hogen ket sier". Un elfenn vitiantur sed non vitiant en ur gevrat ne c'hall ket diwiriekaat ar gevrat en he fezh.
Vive et me ama
"Bev ha kar ac'hanon ". A vez lakaet e dibenn ul lizher a-wechoù. A seblant savet diwar skouer ar frazenn izeloc'h, Vive valeque.
Vivere est cogitare
"Prederiañ eo bevañ". — Cicero, Tusculanae Disputationes V, XXXVIII, 111.
Vive valeque
"Bev ha bez yac'h". A vez lakaet e dibenn ul lizher a-wechoù. — Horatius Sermones, II, 2.5.
Vivit sub pectore vulnus
"Er galon e vev ar c'hloaz". — Vergilius, Aeneis, IV, 67.
Vixit
"Bevet en (he) deus". Gant ar ger-se e veze kemennet marv un den gant ar Romaned.

Sant Yann ar Badezour, Tizian, ~1541
Volenti non fit iniuria
"Da neb a asant ne vez graet dismegañs ebet". Mard en em laka un den en ur blegenn en ur c'houzout e c'hall c'hoarvezout droug gantañ ne c'hall ket sevel klemm a-enep ar gevrenn all.
Vota superis reddite
"Sevenit ho kouestl d'ar re zivarvel". — Phaedrus, Fabularum aesopiarum libri quinque, Appendix Perrotina Fabularium, De oraculo Apollinis, VIII.
Votum Solvit Libens Merito
"A galon vat en deus graet hervez e c'houestl". A veze skrivet war an ex-voto suscepto. Berraet e V. S. L. M. alies.
Vox clamantis in deserto
"Ar vouezh o huchal en dezerzh". Respont roet gant Yann ar Badezour pa voe goulennet outañ « Piv out-te ? » A vez implijet gant kelennerien er c'hlas da ziskouez ne vezont ket selaouet nemeur. Ur ster all a vez roet d'ar bomm kemeret evel sturienn Dartmouth College, e New Hampshire, SUA : "mouezh an deskadurezh eo ar skol e gouelec'h New Hampshire" — Vulgata, Levr Izaia, 40:3.
Vox populi vox dei
"Mouezh Doue eo mouezh ar bobl". Eus youl ar bobl eo ez eus kaoz. Berraet dre vox populi hepken alies, evit komz eus "mouezh an dud goulennataet" gant ar media.

Horolaj-heol skrivet Vulnerant omnes, ultima necat warnañ
Vulgare amici nomen sed rara est fides
"Boutin eo an anv « mignon » hogen rouez eo ar vignoniezh". — Phaedrus, Fabulae, III, IX.
Vulgus vult decipi, ergo decipiatur
"Fellout a ra d'an dud voutin bezañ touellet, neuze ra vint touellet".[18]
Vulnerant omnes, ultima necat
"An holl a c'hloaz, an diwezhañ a lazh". Eus an eurioù ez eus kaoz amañ : war an horolajoù-heol e lenner kement-se alies.
Vulpes et uva
"Al louarn hag ar rezin". — Phaedrus, Fabulae, IV, III : De Vulpe et uva.
Vulpem pilum mutare, non mores
"Kemmañ e vlev a ra al louarn, kemmañ e zoare da vevañ ne ra ket". — Suetonius, De via Caesarum, Vita Divi Vespasiani XVI, 2.
Vultus est index animi
"Melezour an ene eo an dremm".
(en)
  • Adolf Berger, Encyclopedic Dictionary of Roman Law, Lawbook Exchange, 2014, (ISBN 978-1-58477-142-5)
  • Laura Gibbs, Latin Via Proverbs: 4000 Proverbs, Mottoes and Sayings for Students of Latin, Laura Gibbs, 2006 (ASIN: B00262PY4W)
(fr)
  • C. de Méry, Des proverbes, adages, sentences, apophtegmes". 1828
  • Jacques Michel, Memento de locutions latines, Guérin Canada, 2001 — (ISBN 978-2-760-17087-2)
  • Nathan Gigorieff, Citations latines expliquées, Éditions d'Organisation, 2003 — (ISBN 978-2-708-13529-1)
  • Gabriel Montagnier, Serge Guincherd, Locutions latines juridiques, Dalloz, 2007 — (ISBN 978-2-247-07078-7)
  • Marie-Dominique Porée-Rongier, Les expressions grecques et latines, First, 2007 — (ISBN 978-2-754-00477-0)
  1. Geriadur Ménard, 2020, absurde, p. 32-b.
  2. (la) Marcus Terentius Varro, Rerum rusticarum de agricultura.
  3. (fr) Bibl, Testamant Kozh, Levr ar Salmoù II-42:8.
  4. (fr) C. de Méry (1828), Des proverbes, adages, sentences, apophtegmes, p. 201.
  5. Geriadur Ménard, 2020, p. 76-b.
  6. Troidigezh latin eus an henc'hresianeg Ὁ βίος βραχὺς, ἡ δὲ τέχνη μακρὴ O víos vrachýs, i dé téchni makrí, bomm kentañ ΑΦΟΡΙΣΜΟ] Aforismoi Hippokrates ; "berr ar vuhez, hir an arz" eo al lavared orin.
  7. (fr) Scribium
  8. (fr) WebLettres
  9. Meur a desteni skrivet zo : Aurelius Victor, De Viris Illustibus XLVII:8 ; Cicero, De Senectute, VI:18 ; Plinius an Henañ, Naturalis Historia XV:20 ; Florus, Epitome de T. Livio bellorum omnium annorum DCC I, XXXI] ; Ploutarc'hos, Βίοι Παράλληλοι 27.1 (en) ; Titus Livius, Ab Urbe Condita Libri XLIX.
  10. (fr) J. follon & J. McEvoy, Finalité et intentionnalité - Doctrine thomiste et perspectives modernes - Actes du Colloque de Louvain-la-Neuve et Louvain, 21-23/05/1990 p.70
  11. 11,0 11,1 ha11,2 Léopold-François Sauvé, Proverbes et dictons de la Basse-Bretagne, Genève-Paris, Slatkine Reprints, 1986 (ISBN 978-2-05-100101-4).
  12. (fr) (la) CNDP
  13. (fr) BtB
  14. Diwar manus "dorn" ha capio "kemer".
  15. 15,0 ha15,1 (la) Anselmus Cantuariensis, Cur Deus Homo, I, 1.
  16. (en) Karl Marx's "Confession"
  17. Historia vero testis temporum, lux veritatis, vita memoriae, magistra vitae, nuntia vetustatis "Nemet ez eo an Istor test an amzerioù, gouloù ar wirionez, kelenner ar vuhez, keleier a-zivout an henamzer".
  18. 18,0 18,1 ha18,2 Dizemglev zo war orin al lavared.
  19. (fr) (la) Journal des savans, 1823
  20. « Mil bloaz zo tremenet dija / N'eus feiz ebet en emglevioù / Mel er genoù, laezh er c'homzoù, / Bestl er galon, flodoù en oberoù ».
  21. (en) (la) Henry Beard, Latin for all occasions / Lingua Latina Occasionibus Omnibus, Villard Books, 1990, [[ISBN|978-1-59240-080-5}} ha Latin for Even More Occasions / Lingua Latina Multo Pluribus Occasionibus, Villard Books, 1991 (ISBN 978-0-679-40674-7)
  22. Geriadur Ménard ; (en) dog latin ; (fr) latin de cuisine ; (la) latinitas macaronica.
  23. (it) Umberto Eco, Il nome de la rosa, Bompani, 2013 (embannadur adwelet ha reizhet) (ISBN 978-88-452-7348-3) ; (fr) Umberto Eco, Le nom de la rose, Le Livre de Poche, 2002 (ISBN 978-2-253-03313-4)
  24. (fr) Ph. Le Bas, France - Annales historiques, levrenn I, Firmin Didot Frères, Paris, 1840, p. 108
  25. (en) Terry Pratchett, The Last Hero, Gollancz, 2001 (ISBN 978-0-575-06885-8) : (fr) Terry Pratchett, Le dernier héros, L'Atalante, 2003 (ISBN 978-2-84172-251-8)
  26. Hervez Voltaire, Du siècle de Louis XIV, pennad XXV, p.437.
  27. (fr) Charles Dreyss (dastumer), Mémoires de Louis XIV pour l'instruction du Dauphin, Paris, Didier & Cie, levrenn 2, p. 570
  28. (fr) Pierre Larousse, Fleurs latines des dames et des gens du monde ou Clef des citations latines que l'on rencontre fréquemment dans les ouvrages des écrivains français, Paris, Larousse & Boyer, 1874, p. 262.
  29. (fr) Onésime Reclus, Le plus beau royaume sous le ciel, Paris, Hachette, 1899, p. 3
  30. (fr) Yves-Marie Bercé, Louis XIV, Paris, Le Cavalier Bleu, 2005, p. 5.
  31. (en) (el) William S. Annis (2012), Delectus Indelectatus Aoidoi.org
  32. (fr) Liberpédia
  33. (la) Google Books.
  34. Merkit ez eo disheñvelik frazenn Mark diouzh an div all.
  35. (de) Immanuel Kant, Was ist Aufklärung?, § 1 (ISBN 978-1-5390-4573-1)
  36. E kentel italianek ar bannoù-treset Astérix ez eo bet troet ar galleg Ils sont fous ces Romains dre Sono Pazzi Questi Romani – S.P.Q.R. ivez. Gwelit (fr) Fratti, Roméo : Sono Pazzi Questi Romani, La République des livres, 13/03/2017.
  37. Eus an alamaneg Homöopathie, nevezc'her bet ijinet e 1796 gant Samuel Hahnemann diwar an henc'hresianeg ὅμοιος hómoios "heñvel" ha πάθος páthos "ar pezh a c'houzañver".
  38. (fr) Burnier, Eugène (1864) : Histoire du Sénat de Savoie et des autres compagnies judiciaires de la même province. HardPress™ Publishing, 2020 (ISBN 978-0-371-81413-0)
  39. (fr) BnF
  40. (en) Anatomy of Melancholy
  41. (la) Ar skrid latin.
  42. Ar skrid krennsaoznek.
  43. En-linenn (1154 fajenn)
  44. (fr) René Le Gléau, Études syntaxiques bretonnes, levrenn 1, Al Liamm, 1999 (ISBN 978-2-9514004-0-5)
  45. (en) Adolf Berger, Encyclopedic Dictionary of Roman Law, The American Philosophical Society, 1953, p. 760-b.
  46. (en) Online Etymology Dictionary.
  47. (fr) (la) AgoraClass1, 01, 70.
  48. (en) Desiderius Erasmus, The Adages of Erasmus, selected by William Baker, University of Toronto Press, 2001, ISBN 978-0-8020-4874-5, p. 240
  49. (en) Aleister Crowley, The Vision and the Voice, Red Wheel, 1997 (ISBN 978-0-87728-887-9)
  50. (fr) (la) Le Paroissien Complet Latin-Français à l'usage du diocèse de Toulouse, 1826-1856 Rakger da Gounlid an Anaon, p. 690.