Reddite ergo quæ Cæsaris sunt Cæsari et quæ Dei sunt Deo
Neuz
(Adkaset eus Quæ sunt Cæsaris, Cæsari)
Reddite ergo quæ Cæsaris sunt Cæsari et quæ Dei sunt Deo zo ur bomm latin hag a dalv kement ha Daskorit eta da Gaezar ar pezh a zo da Gaezar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue.
Ar frazenn-se a gaver en Avieloù, en Aviel Mazhev (XXII, 21), en Aviel Mark (XII,17)[1], an Aviel Lukaz (XX,25) hag er Vulgat, troet diwar ar gregach gant sant Hieronimos.
Distaget e vije bet gant Jezuz d'ar Farizianed e-kerzh un tabut diwar-benn an tailhoù.
Goulennet e oa bet outañ gant e enebourien ha reizh e oa, hervez al lezenn yuzev, paeañ tailhoù da Gaezar, da lavarout eo da c'houarnamant an impalaer roman ; mar lavare ya ne c'halle ket bezañ ar mesiaz, ha mar responte ket e vije bet flatret d'ar gouarner roman.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ ΤΑ ΚΑΙΣΑΡΟΣ ΑΠΟΔΟΤΕ ΚΑΙΣΑΡΙ ΚΑΙ ΤΑ ΤΟΥ ΘΕΟΥ ΤΩ ΘΕΩ, Mark XII,17.