Mont d’an endalc’had

Reddite ergo quæ Cæsaris sunt Cæsari et quæ Dei sunt Deo

Eus Wikipedia
Paeañ an truaj
Pieter Pauwel Rubens

Reddite ergo quæ Cæsaris sunt Cæsari et quæ Dei sunt Deo zo ur bomm latin hag a dalv kement ha Daskorit eta da Gaezar ar pezh a zo da Gaezar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue.
Ar frazenn-se a gaver en Avieloù, en Aviel Mazhev (XXII, 21), en Aviel Mark (XII,17)[1], an Aviel Lukaz (XX,25) hag er Vulgat, troet diwar ar gregach gant sant Hieronimos.

Distaget e vije bet gant Jezuz d'ar Farizianed e-kerzh un tabut diwar-benn an tailhoù.
Goulennet e oa bet outañ gant e enebourien ha reizh e oa, hervez al lezenn yuzev, paeañ tailhoù da Gaezar, da lavarout eo da c'houarnamant an impalaer roman ; mar lavare ya ne c'halle ket bezañ ar mesiaz, ha mar responte ket e vije bet flatret d'ar gouarner roman.

  1. ΤΑ ΚΑΙΣΑΡΟΣ ΑΠΟΔΟΤΕ ΚΑΙΣΑΡΙ ΚΑΙ ΤΑ ΤΟΥ ΘΕΟΥ ΤΩ ΘΕΩ, Mark XII,17.