Monty Python

Eus Wikipedia
Monty Python
strollad fentigellerien, comedy troupe
Deiziad krouiñ1969 Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv ofisielMonty Python Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Deroù ar prantad labour1969 Kemmañ
Luskadsurrealism Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
Lec'h diazezRouantelezh-Unanet Kemmañ
Tachennflemmskrid, surreal humour, black comedy, parody Kemmañ
Label sonerezhArista Records, Charisma Kemmañ
Bro orinRouantelezh-Unanet Kemmañ
Prizioù resevetEuropean Film Academy Lifetime Achievement Award Kemmañ
Deiziad divodadur2014 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.montypython.com/ Kemmañ
Ul lodenn eus ar Monty python: John Cleese, Eric Idle, Michael Palin ha Terry Gilliam. Mankout a ra Graham Chapman ha Terry Jones.

Ur strollad fentigellerien saoz eo Monty Python, bet brudet er penn-kentañ gant o abadenn skinwel Monty Python's Flying Circus, skignet etre 1969 ha 1974 war ar BBC. 45 rann a zo bet en holl. C'hwec'h ezel a oa : Graham Chapman, John Cleese, Eric Idle, Michael Palin, Terry Jones ha Terry Gilliam. Eus Kembre eo Terry Jones hag eus ar Stadoù-Unanet eo Terry Gilliam, eus Bro-Saoz an holl izili all. Lakaet e vez fent Monty Python da skouer ar fent saoz diboell, hag ul levezon vras o deus bet war fentigellerien all er bed a-bezh. Kaoz a vez eus un darvoudenn Monty Python kroget er skinwel deuet e oant a-benn da vont etrezek abadennoù fent war leurenn, filmoù, pladennoù, levrioù lies ha sonerezh. Keñveriet e vez ar re Python gant ar Beatles a-fed levezon war bed ar fent.

Filmoù o deus sevenet ivez :

Goude fin an abadenn e kemeras an izili pep a hent disheñvel : aktourien vrudet eo deuet John Cleese ha Michael Palin da vezañ, ha Terry Gilliam a stagas er filmaozañ. Graham Chapman a varvas e 1989.

D'an 19 a viz Du 2013 e voe embannet gant Terry Jones e vefe adsavet ar strollad gant ar pemp ezel a zo bev c'hoazh.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.