Cave canem

Eus Wikipedia
Cave canem e Pompei

Cave canem zo ul lavared latin hag a dalv kement ha Diwall ouzh ar c'hi .

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavet e oa bet ar bomm-se e ti ar Barzh Trajik e [Pompei]] pa voe furchet kêr gant henoniourien e 1824.

Skrivet e oa e pennlizherennoù war ur marelladur a oa war leur un trepas, e-kichen skeudenn ur c'hi dalc'het war-bouez ur roll. Graet e oa evit lakaat ar weladennerien da ziwall, ha dreist-holl da spontañ laeron.

Krediñ a reer e veze kavet ar seurt kemenn war dreuzoù tier ar Romaned binvidik. Marelladurioù damheñvel, gant ur c'hi-diwall, zo bet kavet e Pompei, hep an enskrivadur avat.

Er Grennamzer e oa unan eus lavaroù-stur kêr Sant-Maloù, dre ma veze laosket chas-diwall da redek e kêr da noz, ha ma vezent dastumet da veure.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]