Kaozeal:Cave canem

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Diwall diouzh udb, ya, met ouzh a gredan e Geriadur an Here. Bianchi-Bihan 30 Gen 2011 da 14:43 (UTC)[respont]

En embannadur 2001 eo "diouzh" a gaver.--Trec'hlid mitonet 30 Gen 2011 da 15:29 (UTC)[respont]
Gwir eo. Neuze eo lec'h all em boa kavet. Sellout 'rin. Bianchi-Bihan 30 Gen 2011 da 15:38 (UTC)[respont]
Ha kavet

 Ar veleien vat a ranke diwall ouzh ar veleien intru, EK 1/69  Pe ho po da ziwall ouzhin, E-tal ar poull, YVP  Diwall ouzh ar c’hizelloù a zo eno, TBP 2/258  Diwall ouzh ar strink-tan, TBP 2/495 Hag ur skouer bennak all c'hoazh. Met gwell ganin diouzh ivez. Bianchi-Bihan 30 Gen 2011 da 15:41 (UTC)[respont]

Evit ar skouerioù tennet eus TBP ez int marteze a-walc'h stummoù adsavet gant an dastumer, pa n'eo ket gwall anavezet ouzh ha diouzh er vro-se (nemet er stummoù displeget, met gant diout- hepken), deus hepmuiken eo a vez klevet a-hend-all.--Trec'hlid mitonet 30 Gen 2011 da 17:06 (UTC)[respont]