Hannibal Barca

Eus Wikipedia
  • Hannibal hag Annibal a gas war-eeun amañ. Mar klaskit un Hannibal bennak all, pe ma fell deoc'h ober anaoudegezh gant re all heñvelanvet, sellit ouzh Hannibal (disheñvelout).
Hannibal Barca
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAncient Carthage Kemmañ
AllegianceAncient Carthage Kemmañ
Anv-bihanHannibal Kemmañ
Anv-familhBarca Kemmañ
Deiziad ganedigezh247 BCE Kemmañ
Lec'h ganedigezhKartada Kemmañ
Deiziad ar marv183 BCE Kemmañ
Lec'h ar marvGebze Kemmañ
Doare mervelEmlazh Kemmañ
Abeg ar marvintoxication Kemmañ
TadHamilcar Barca Kemmañ
Breur pe c'hoarthird daughter of Hamilcar Barca, Hasdrubal, Mago, eldest daughter of Hamilcar Barca, middle daughter of Hamilcar Barca Kemmañ
PriedImilce Kemmañ
BugelHaspar Barca Kemmañ
FamilhBarcids Kemmañ
Micherpolitiker, penn brezel Kemmañ
Kleñvedone-eyed Kemmañ
Grad milourelcommander-in-chief Kemmañ
BrezelEil brezel punek Kemmañ
Korf an armemilitary of ancient Carthage Kemmañ
Perc'henn warStrategos Kemmañ
Prizioù resevetillustrious son Kemmañ

Hannibal Barca (247-183 kent J.-K.) a oa ur pennjeneral kartadat brudet evit bezañ tremenet ar Pireneoù hag an Alpoù gant olifanted ha klasket kemer Roma. Mab e oa da Hamilkar Barka. Pa oa ar Gartadiz un drevadenn diazezet gant ar Fenikianed e rae ar Romaned gant ar ger "Punici" evit o anvel. Ar brezelioù punek a zo bet anv roet d'an tri brezel a zo bet etre Kartada hag ar Romaned.

Hannibal o kontañ gwalennoù ar varc'heien roman lazhet e-pad an emgann, delwenn gant Sebastien Slodzt, 1704, Mirdi al Louvre

Kartadiz en Hibernia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ar Brezel punek kentañ, en doa sinet Hamilcar Barca un emglev gant ar Romaned. Lestrañ a reas evit Bro-Spagn e 237 k J.K., gant e vab-kaer hag e dri mab : Hannibal, Hasdrubal ha Magon. Mervel a reas eno e-pad un emgann ouzh tud ar vro, e 229 kent J-K. E vab-kaer Hasdrubal, choazet gant an arme, a gemeras e blas evel pennjeneral. Sevel a reas ur gêr nevez anvet Kartada Nevez (Kartajena hiziv). Da 26 vloaz e kemeras Hannibal e lec'h e penn an arme goude drouklazh kevrinus Hasdrubal e 221 kent J-K.

Faezhidigezh Kartada[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre ma ne oa ket bras a-walc'h e armeoù, ne deuas ket a-benn Hannibal da rannañ anezho evit difenn pep talbenn. Pennjeneral nevez ar Romaned e Bro-Spagn, Skipio a gemeras Kartada Nevez e 209 kent J-K. Pemp bloaz goude e skarzhas an holl Gartadiz eus Bro-Spagn.

Ar Romaned, renet gant Skipio an Afrikan, a gasas un arme en Afrika e 204 kent J.-K. evit aloubiñ bro Kartada ha rediañ Hannibal da guitaat Italia. Dont a reas a reas Scipio a-benn da gevrediñ gant unan eus an dierned numidat, Masinisa, ha goude se e faezhas an arme kartadat en Afrika. Goulennet e voe digant Hannibal ha Magon, mont en-dro buan da Afrika. Magon, gloazet e Mediolanum(hiziv Milano), a varvas e-pad an dreizhadenn. Dilestrañ a reas Hannibal e Leptis Minor hag en em stalias evit ar goañv e-kichen Hadrumetum. Klask a reas en em glevout gant an argaderien, a nac’has, a-raok en em gannañ a-enep dezhe e Zama. Hep ar varc'hegiezh numidat, aet a-du gant ar romaned, ha gant un arme gourdonet fall, koll a reas Hannibal an emgann kentañ a enep Scipio. Kodianañ a ras Kartada. Ar Romaned a redio Kartadiz da zistruj o bigi brezel, da strewiñ e arme ha da baeañ un truaj evit ar brezel e-pad hanter-kant vloaz !


Hannibal e penn Kartada[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hannibal a gemeras perzh neuze e buhez polikel Kartada. Rannet e oa ar geoded etre div gostezenn dre vras. Ar Gostezenn demokratour, a oa tiegezh ar Varkaed en he fenn, a felle dezhi ledanat tachenn Kartada o kemer douaroù digant an Numided. An olikarkiezh virour, renet gant Hannon a felle dezhi derc'hel d'an troù evel ma oant. Tennnañ a raent o finvidigezh betek-henn eus ar c'hoñvers, eus an truajoù a bae ar c'heodedoù sujet hag eus an telloù kemeret er porzhioù. Hannibal a oa bet dilennet sofet Kartada e 196 kent J.K.. Sevel a reas lezennoù hag a dorre galloud an oligarkiezh. Hiviziken ne vefe ket choazet izili ar c'huzul ("Ar c'hant ha pevar") a rene ar geoded hervez choaz e izili hepken ha dilennet e vefe an holl anezhe. Tremen a rae ivez hirder o c'harg d'ur bloavezh hepken e lec'h ar vuhez-pad!

Divizout a reas Hannibal ouzhpen e vefe roet war-eeun ar sammad arc'hant a oa savet evit digoll Roma da deñzor Kartada e lec'h bezañ dastumet, gant ur gounid bennak moarvat, gant an oligarked. Evel ma ne c'hallent ket en em gemer outañ o-unan e voe flatret gante d'ar Romaned. Ar re-mañ a oa nec'het o welet Hannibal oc'h adsevel pinvidigezh ha nerzh Kartada. An digarez a oa un eskemm lizhiri etre Hannibal hag Antioc'hos III disklêriet gant ar gostezenn virour. Pa voe roet da c'ho^t dezhe e kasas ar Romaned kannaded evit gwiriañ o zitouroù ha gwelloc'h e voe d'ar sofet tec'hout.

Harlu ha marv Hannibal[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavout a reas repu e rouantelezh Antioc'hos III, roue Siria; lec’h ma glaskas sikour anezhañ evit en em gannañ a-enep Roma hep ober berzh. Goulennet e voe gant ar Romaned skarzhañ Hannibal e-pad sinadur an emglev. Kuit da vezañ roet d'ar Romaned e tec'has adarre.

Pa darzhas ar brezel etre rouantelezhioù Pergama ha Bithynia e sikouras Prusias, roue Bithynia. Met ur gourdrouz e oa evit ar Romaned. Titus Quinctius Flamininus, un dileuriad eus ar Sened roman, a zisklêrias da Brusias e oa ret dezhañ reiñ dezhe Hannibal e 183 k J-K. Dre ma n’halle ket Hannibal tec’hout kuit e kemeras poezon hag a oa en e walenn.