Mont d’an endalc’had

Sic transit gloria mundi

Eus Wikipedia

Sic transit gloria mundi zo ur bomm latin hag a dalv kement hag Evel-se e tremen gloar ar bed.

Pa vez kurunet ur pab nevez e vez ar c'hiz da gas ur manac'h dirakañ, dre deir gwech, da zeviñ un tamm stoub ha da lavarout « Sancte Pater, sic transit gloria mundi » ("Tad Santel, evel-se e tremen gloar ar bed") da zegas da soñj d'ar pab nevez ec'h eo berrbad ar gloar ha bresk ar galloud.

Kentañ meneg eus al lid-se a gaver en XIIIvet kantved, e skridoù an dominikan Étienne de Bourbon. Adam de Usk, beleg ha kroniker, a ra meneg eus kement-se ivez en e levr Chronicon da geñver kurunadur ar pab Inosant VII e 1404. Da get ec'h eat al lid a-c'houde m'en doa ar pab Yann-Baol Iañ nac'het an diarenn hag ar gurunidigezh.

Eus an Impalaeriezh Bizantion e teue al lid-se : ouzhpenn degas da soñ an impalaer berrbadelezh e c'hloar e veze degaset eskern ha ludu dezhañ.

Heñvel a-walc'h eo an doare-ober roman kozh pa veze ur sklav e-kichen ar jeneraled e-doug o zrec'hlidoù da lavarout dezho : « Hominem te esse », "Te ivez zo un den" (hag a c'hall mervel) pe « Memento mori », "Bez soñj out marvel".