Vis grata puellae
Neuz
Vis grata puellae zo ur bomm latin hag a dalv kement ha feulster c'hoantaet gant ar plac'h hag a deu eus an Ars amatoria, gant ar barzh latin Ovidius.
Hervez a skriv ar barzh e plij an doareoù rust ha taer, a-berzh ar baotred, d'ar plac'hed yaouank.
- vim licet appelles: grata est vis ista puellis:
- quod iuvat, invitae saepe dedisse volunt.
- Ars amatoria, Liber I, l. 673-674
Kement-se, evel-just, zo mat da zigareziñ oberoù ar wazed pa fell dezho kemer o c'hoant en desped da enebiezh ar maouezed, evel e romant Leone Di Fausto, Trilogia di Torino[1], hag implijet eo bet gant tud a lezenn evit digareziñ gwazed o devoa gwallet maouezed, ma'z eus savet tud, evel Giovanna Giugni, da enebiñ gant heug[2].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Carbone, Vincenzo, "Alla ricerca dell'arte del giudicare: perché i giudici credono ancora alla 'vis grata puellae'?", Corriere giuridico, 16(3), 1999, 371-374.