Hic sunt leones
Neuz
Hic sunt leones (Amañ ez eus leoned), pe Hic abundant leones (Amañ ez eus kalz leoned), zo ul lavar latin a vije bet kavet war ar c'hartennoù kozh da verkañ broioù dianav brudet da vezañ dañjerus dre ma oa leoned e-leizh enno.
Implijet e vez ar bommoù-se ivez, dre fent a-wechoù, da gomz eus tud hag a vefe drouk ha dañjerus.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hervez Marco Polo, levezonet marteze gant ar c'hartennoù kozh, e oa leoned e Sina, moarvat e felle dezhañ ober anv eus tigred.
- Er romant Il nome della rosa gant Umberto Eco eo lavaret ar bomm gant Guglielmo da Baskerville d'ober anv eus unan eus kevrinoù al levraoueg hag eus ar finis Africae (harzoù Afrika).
Pladenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hic Sunt Leones zo un albom italianek gant al laz Assalti Frontali.