Concordia (doueez)

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Concordia, ganti ur patera ha div gornucopia, ouzh kein ur pezh da Aquilia Severa.


Concordia eo anv doueez henroman ar c'hengompren, an emglev en tiegezhioù, etre ar priedoù. A-wechoù ne ouzer ket ober ar c'hemm etre hi hag he c'hoar, ar Peoc'h.

Er Forum Romanum edo an templ koshañ savet dezhi ; savet e voe e 367 kent JK gant Marcus Furius Camillus. Alies en em vode Sened Roma ennañ.

En arzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskouezet e veze Concordia en he c'hoazez, en he sae hir, o terc'hel ur patera (bolenn aberzhoù) hag ur gornucopia.

Klotañ a ra gant doueez Henc'hrzs Harmonia. Discordia eo an doueez kontrol dezhi.