Mont d’an endalc’had

Alea jacta est

Eus Wikipedia
Un diñs eus an Henamzer

Alea jacta est ("Taolet eo an diñs") zo ur bomm latin a vije bet lavaret gant Caius Julius Caesar pa dreuzas ar stêr Rubicone, un harz hag a oa difennet outañ, da vont da Roma da gemer ar galloud. Hervez an istorourien Ploutarc'hos, Suetonius hag Appianus e voent distaget e henc'hresianeg d'an 12 a viz Genver 49 kent JK : « Ἀνεῤῥίφθω κύϐος. » (Anerrhíphtô kýbos).

Evezhiadennoù war ar yezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 1950 e voe graet an evezhiadennoù-mañ[1],[2],[3] :

  • e henc'hresianeg e vije bet komzoù Caesar, ha n'eo ket e latin ;
  • gant Suetonius e voe troet fall gant alea jecta est, rak n'eo ket « taolet eo an diñs » ster ar frazenn e henc'hresianeg met « an diñs ra vo taolet ».

Da neuze n'eus nemet un droidigezh vat latin : jacta alea esto, "ra vo taolet an diñsoù".

  1. E. Bickel, Iacta alea est, en Paideia, 7, pp. 269-273, 1952
  2. M. Markovic, Was hat Caesar bei Rubico eigentlich gesagt ?, en Z. Ant., 2, pp. 53-64, 1952
  3. H. Glaesener, Un mot historique de César, en Ant. Cl., 22, pp. 103-105, 1953