Mont d’an endalc’had

Britannia reges habet, sed tyrannos

Eus Wikipedia

Britannia reges habet, sed tyrannos zo ur frazenn latin hag a dalv kement hag (Enez) Breizh he deus rouaned, hogen tiranted int. Tennet eo eus De excidio Britanniae, oberenn Sant Gweltaz (war-dro 500 – 570).

Diskuliañ ar rouaned fall na sentent ket ouzh reolennoù ar vuhezegezh kristen a felle da Weltaz ober: Constantine eus Dumnonia, Aurelius Caninus, Vortiporius eus an Demetae, Cuneglasus eus ul lec'h a anvas Ker an Arzh (marteze - Dinarth e Llandrillo-yn-Rhos e-kichen Llandudno), ha Maelgwn Gwynedd. An holl anezho zo meneget evel tud c'harv, divarrek ha pec'herien.