Mont d’an endalc’had

Gutta cavat lapidem

Eus Wikipedia
Ovidius

Gutta cavat lapidem, "Kleuziañ ar maen a ra an dakenn", zo ur werzenn latin hag a lenner en Epistulae ex Ponto ar barzh Ovidius[1] (-43-17).
Er Grennamzer e voe astennet ar c'hrennlavar : Gutta cavat lapidem – non vi, sed sæpe cadendo, "Kleuziañ ar maen a ra an dakenn – n'eo ket dre nerzh, met dre gouezhañ alies", kement-se evit kelenn e c'haller ober traoù a seblant dic'hallus – pa vezer mennet start.

Ur c'hrennlavar e oa en Henamzer, meneget gant meur a varzh.

Meneget eo ivez er gomedienn Candelaio gant Giordano Bruno (1548-1600), e seizhvet rann an trede arvest, ha troet en italianeg:

Gutta cavat lapidem non bis sed saepe cadendo:
sic homo fit sapiens bis non, sed saepe legendo
La goccia scava la pietra cadendo non due volte, ma continuamente;
così l'uomo diventa saggio, leggendo non due volte ma spesso.

E yezhoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En italianeg e kaver : A goccia a goccia si scava la pietra. Hag a glot a-walc'h gant Tamm-ha-tamm e vez graet e vragoù da Yann.