Ad hominem

Eus Wikipedia
Ad hominem
Latin phrase
Iskevrennad eusgenetic fallacy Kemmañ
Den heverkAristoteles, Sextus Empiricus, Galileo Galilei, John Locke, Richard Whately Kemmañ

Ad hominem zo ur bomm-lavar latin a dalv war-du an den.

Kavet e vez dreist-holl evel anv-gwan, pa vez komzet eus argumentum ad hominem, pe tagadennoù ad hominem, da lavarout eo taolioù a zo mennet da ziskar un den.

Frammadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un arguzenn ad hominem (arguzenn falset eta) a vez frammet evel-hen:

  • A a lavar B.
  • Lavarout a ran un dra bennak a-enep da A.
  • Diwar-se, B n'eo ket gwir.

Diheñchañ ar gaoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez diwar-benn komzoù tud zo, en ur gaozeadenn, a respont d'un arguzenner o klask diskar an den e-lec'h diskar e arguzenn. Evit se e klaskont treiñ ar gaoz war-zu personelezh an arguzenner, e-lec'h enebiñ ouzh e arguzennoù gant arguzennoù kontrol.

Peuliesañ e weler aze tech an dud ha n'o deus arguzenn ebet en ur gaozeadenn, pe a sant eo gwan o arguzennoù, ha ne fell ket dezho anavezout kement-se dirak an holl. Neuze e kavont gwelloc'h klask diheñchañ ar gaoz, ha skeiñ war un den, o tamall dezhañ traoù a bep seurt, gwir pe diwir, o soñjal e vo diskaret arguzennoù o eneber ma vez diskaret e vrud gante.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Patrick Hurley, A Concise Introduction to Logic, Seventh Edition, Wadsworth, 2000
  • Copi, Irving M. and Cohen, Carl. Introduction to Logic (8th Ed.), p. 97-100.

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]