Brezhoneg beleg
Ar brezhoneg beleg eo an anv roet dre zismegañs d'an doare brezhoneg a veze komzet gant ar veleien en o sarmonioù (eus brezhoneg kador e veze kaoz ivez) ha skrivet en o levrioù a relijion en XVIIIvet kantved dreist-holl, hag a zo brudet da vezañ alies leun a c'herioù gallek hag a droiennoù pounner.
Koulskoude, ma oa niverus ar veleien a skrive brezhoneg e oa brezhoneg mat gant ar pep brasañ : Gabriel Morvan, Lan Inizan, pe Yann-Vari Perrot da skouer, ha n'eo ket ken niverus-se ar skridoù tamallet da vezañ brezhoneg beleg.
Menegoù eus ar brezhoneg beleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2002 e oa bet aozet un diskouezadeg e Mirdi Breizh diwar-benn ar brezhoneg, ha meneg eus ar brezhoneg beleg er gazetenn gatolik c'hallek La Croix[1]. E 2014 e oa bet meneget ivez gant Martial Ménard e Ouest-France(Daveoù a vank).
Yann Gerven : "Ha pesort brezhoneg skrivet a veze kavet er bloavezhioù 1910 ma n’eo ket brezhoneg beleg ?"[2].
Peurunvan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1996 eo bet implijet an droienn c'hallek breton de curé gant daou skolveuriad breizhat, Jean Le Dû hag Yves Le Berre : Le standard dit « breton de curé » est-il une langue de contact ? » [3].
Skouerioù eus ar brezhoneg beleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1450 : An Dialog etre Arzur Roe d'an Bretouned ha Guynglaff, gwerzennoù 240-244 :
Pan vezo Guengamp disquaret,
Ez forzhor groaguez ha merchet,
Hac ez lazher ezech ha groaguez,
Ha Doe dan fet a permetto,
Hon punissa evit em revengaff.
An Introduction
Entroch, pobl guyrion, deboner,
Gruet silancc ha maz commancer
Antier dre myster disclaeryet
Clouar ystoar sante Barba
- 1644 :Juluan Maner, Canticou spirituel hac instrutionou profitabl evit disqui an hent da vont d'ar Barados. Composet gant an Tat Julian Maner Religius eus ar Compagnunez Iesus. Corriget, hag augmentet gant à nevez en Edition diveza-man, BnF Gallica :
- Trawalc'h eo an titl ; brezhoneg beleg a-hed ar skrid.
- Eus an esperanç hag eus an oræson
- Petra reom-ni dre ar vertuz a esperanç ? — Laquat hon esperanç e Doue.
- Petra rencom-ni esperout digant Doue ? — Ar c'hloar cœlestiel.
- Na c'hoaz ? — Ar pardon eus hor pec'hedoù.
- Na c'hoaz ? — Ar c'hraç da ober pinigen hag œuvriou mat.
- Pe dre voyen esperit-hu an traou-se ? — Dre voyen ar c'hraç Doue.
- Perac ? — Dre maz eo mat ha puissant d'hor sicour.
- Na c'hoaz ? — Abalamour maz eo maro hon Salver evit meritout deomb ar c'hraç da vont er Barados ha pratiqua an œuvriou mat.
- 1722 : Reflexionou profitabl var ar finvezou diveza eus an den, gant ar preparationou d'ar maro [5], lakaet e brezhoneg gant Charlez ar Brizh (1660?-1737), ma c'haller lenn :
- « toudememes ar vadelez divin n'e deveus quet tennet an den eus an neant »
- 1829 : Aleksandr Ledan, Conferançou curius, util hac interessant, evit amusamant an dud divar ar meaz, p. 8 :
- G. Perac eo sall ha c’hoëro an dour môr ?
- R. Dre gombinêson meur a vatier, eus a bere e zeo an haulen al loden principal, hac a deu a fonç ar môr memes, gant re-all digasset gant ar rivierou vras en em dol ebars, hac ives c’hoas ar re a zorti eus a exalêson an douar.
- 1877 : Lan Inizan, Emgann Kergidu [6] :
Ofromp da Zoue ar sakrifis,
Ne zo netra a ger kaer priz
Eget Jezuz krusifiet
En oferenn reprezentet
Brezhoneg beleg a oa gant ar Republikaned ivez, evel m'en diskouez Lan Inisan e pennad 26 e levr, pa embamm skrid-barnedigezh Jan-Mari Branellec : He rei a ran d’eoc’h ger evit ger, gant he brezounek fall, evit diskouez em beuz c’hoant da gounta ar virionez ; hag embannet gantañ Barnediguez rentet dre an Tribunal revolusioner[7].
- 2005-2022 : Mikroprosesor
- 2016 : Evid eun Iliz e Mision... — Lizer a Bastor an Aotrou 'n Eskob Lorañs Dognin – Eskob Kemper ha Leon[8].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Cairn Info
- (fr) Ar brezhoneg beleg meneget gant Martial Ménard e Ouest-France
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) La Croix, 8 a viz C'hwevrer 2002
- ↑ (br) Hêrezh ar brezhoneg beleg ha penaos en em zizober dioutañ, pennad gant Yann Gerven (2003)
- ↑ (fr) Le Dû, Jean & Le Berre, Yves. In : 'Cahiers de sociolinguistique 2003/1 (n° 8), pp. 267-272. Kavet : 29/09/2022.
- ↑ Kinniget gant Émile Ernault, Archives de Bretagne, 1885
- ↑ (br) An oberenn
- ↑ (br) Levrenn I, p. 78 ; Al Liamm, 1977.
- ↑ Emgann Kergidu, pennad 26
- ↑ Levrig 21 x 21 cm, paper 130 g kleret, 16 pajenn, pevar liv, skrafennaouet, meneg lezennel ebet (embanner, mouller, fiziad lezennel ha disklêriadur hervez lezenn).