Kaozeal:Brezhoneg beleg
Leun e oa sarmonioù ha levrioù Yann-Vari Nedeleg, Goulven Morvan pe Lan Inisan a c'herioù gallek hag a droiennoù ponner ? N'eus forzh petra... 2.13.77.168 8 Mae 2020 da 21:14 (UTC)
- Ne soñjen ket e-barzh Lan Inisan evel ur "skrivagner brezhonek belek", che. Cheñchet 'm eus an droienn evit ma vo neptuoc'h. Me 'gav ganen memestra eo ar skeudenn a zeu alies e-barzh penn an dud pa vez kaoz eus brezhoneg beleg. Ma vez ganeoc'h studiadennoù en tu all d'ar bruzhun bet lakaet er pennad gant e grouer e vijen laouen da lenn anezho da wellaat. Klask a rin diouzh va zu. --Lekemok (kaozeal) 8 Mae 2020 da 21:35 (UTC)
- Lennit skridoù Goulven Morvan, Yann-Vari Nedeleg, Hellard hag ar re all... Evel se e c'hellot soñjal un dra bennak diwar o fenn. Estreget Lan Inisan oa brezhoneger ampart. Hep skridoù beleien an XIXt kantved e vije bet kalz skañvoc'h ar geriadurioù brezhonek, hep mar ebet. 2.13.77.168 8 Mae 2020 da 21:59 (UTC)
Perak tamall beleien an XIXt p'eo bet savet ar pep brasañ eus al levrioù brezhoneg beleg a-raok an XIXt kantved ? Evit ober plijadur d'an nebeut kelennerien skol-veur a blij dezho en em fougasiñ gant brezhoneg disi o mamm gozh a rae goap eus ar brezhoneg beleg a gleve en iliz, sañset ? 2.13.77.168 9 Mae 2020 da 09:59 (UTC)
- Kaozioù heugus ha diboell a-berzh ar roñfl boas. Paouez da drevariañ. N'ouzout ket kaozeal en un doare dereat ? Tap ur strinkad dour yen, a ray vad dit. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Mae 2020 da 10:38 (UTC)
« Peurunvan » ?
[kemmañ ar vammenn]Ne gomprenan ket titl ar rannbennad. Huñvreüs (kaozeal) 7 Kzu 2024 da 12:34 (UTC)
Menegoù dizave
[kemmañ ar vammenn]Diazezet war mammennoù e rank bezañ ur pennad Wikipedia. Menegiñ mikroprosesor, ur ger n’am eus ket soñj bezañ klevet e komzoù ar veleien, hep reiñ dave ebet a zisplegfe perak eo « brezhoneg beleg » ar ger-mañ, ne glot ket gant ar reolenn-mañ. Gallout a rafe bezañ gwelet evel un tu d’ober goap ouzh tud zo (Brezhoneg21 er skouer-mañ), pezh a zo difennet groñs. Huñvreüs (kaozeal) 7 Kzu 2024 da 12:34 (UTC)