Goulven Morvan

Goulven Morvan | |
---|---|
Obererezh | Kazetenner, troour, barzh, skrivagner |
Ganedigezh | d'an 12 a viz Kerzu 1819 er Forest-Landerne, ![]() |
Marv | d'ar 16 a viz C'hwevrer 1891 e Brehant-Loudieg, ![]() |
Yezh skrivañ | Brezhoneg |
Oberennoù pennañ | |
Kenteliou hag istoriou a scuer vad evit ar Vretoned | |
kemmañ ![]() |
Goulven Morvan a zo ur beleg, ur skrivagner hag un troour brezhonek, ganet d'an 12 a viz Kerzu 1819 er Forest-Landerne, ha marvet en Abati Timadeg e Brehant-Loudieg d'ar 16 a viz C'hwevrer 1891, d'e 71 vloaz.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Genidik e oa Goulven Morvan eus ar Forest-Landerne. Goude bezañ beleget e voe kure e meur a barrez : Kerien, Brasparzh, Plouigno, an Treoù. Goude-se e voe anvet gant eskob Kemper e penn ur gelaouenn sizhuniek nevez, Feiz ha Breiz. Diwezhatoc'h e voe anvet da berson e Penharz. E 1876 ez eas da vanac'h da Abati Timadeg hag eno e varvas, pa oa priol. Sevel a reas levrioù a zevosion.
Feiz ha Breiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gantañ e voe krouet ar gelaouenn Feiz ha Breiz e 1865. Chom a reas da rener betek 1875. Neuze ez eas da vanac'h da Dimadeg. Gant Gabriel Morvan e voe kemeret e lec'h e penn ar gelaouenn.
Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Alexis Lefebvre, Scol ar maro mad pe levr Breuriez ar Maro mad (diwar La science de bien mourir : manuel de l'Association de la bonne mort), Kemper, 1865
- François Giry, Buez hor Zalver Jesus-Christ ha buez ar Verc'hez Santel (diwar Vie de N.-S. Jésus-Christ et de la très-sainte Vierge), A. de Kerangal, 1868
- Émile Souvestre, Ar garrek toul (diwar La roche percée[1]), moulet war Feiz ha Breiz, 1869, pp. 53-55 ha 61-62.
- Gabriel de La Landelle, Perrina Cadoret (diwar Perrine Cadoret, tennet eus Quatrièmes Quarts de nuit, Tablettes navales), moulet war Feiz ha Breiz, 1874.
- Jean Lander, Ar votezik prenn (diwar Le petit sabot)[2], moulet war Feiz ha Breiz niv. 220, 17 Ebrel 1869, pp. 85-87.
- Jean Loyseau, Couent Vicovaro (diwar Le couvent de Vicovaro), moulet e meur a damm war Feiz ha Breiz, 1875.
- A. Kalvez, Sant Convoyon, kenta abad couent Redon (diwar Saint Conwoion, premier abbé de Redon[3]), moulet e meur a damm war Feiz ha Breiz, 1869.
- Pierre Lallemant, Buez Santez Jenovefa (diwar La vie de sainte Geneviève), moulet e meur a damm war Feiz ha Breiz, 1869.
- Alexandre de Lamothe, Colibri (diwar Colibri), moullet e meur a damm war Feiz ha Breiz, 1872.
- Caterina Fieschi Adorno, Tabut etre ar c'horf hag an Ene (diwar Dialoghi dell'anima e del corpo), moulet e meur a damm war Feiz ha Breiz, 1873.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kenteliou hag istoriou a scuer vad evit ar Vretoned..., Brest, Lefournier-Kemper, Salaün, 1889 (1890?)
- Textes choisis dans Feiz ha Breiz, pennadoù brezhonek kinniget e galleg gant Jean Le Dû hag Yves Le Berre, rakskrid gant François Falc'hun ; Rennes, Crdp & Brest, Section de Celtique de la Faculté des Lettres (dastumad Studi, 11), 1979, 140 pajenn.
E-leizh a bennadoù hag a droidigezhioù a embannas e Feiz ha Breiz.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ (fr) Magasin pittoresque, 1846, pp. 21-24
- ↑ Jean Lander, Le roman de Mirro - Les cent francs du parrain - Le petit sabot, 1872
- ↑ Saint Conwoion, premier abbé de Redon, 1868