Kolize

Eus Wikipedia
Ur sell war ar C'holize

Ar C'holize[1](Amphitheatrum Flavium, kelc'hva Flavius, Colosseum e latin, Colosseo en italianeg) zo ur c'helc'hva e kreiz Roma, Italia, e reter ar Forom Roman. Bez' eo ar c'helc'hva brasañ a zo bet savet biskoazh.
Kroget e oa bet ar sevel e-kerzh ren an impalaer Vespasianus war lenn an " Domus Aurea " e 72 hag echuet e 80 dindan ren e hêr, Titus. Kemmoù a voe degaset goude-se e-kerzh ren Domitianus (8196). An tri impalaer-se graet Tierniezh Flavian anezho, a roas o anv da gelc'hva Flavius.

Er C'holize e oa tu da zegemer etre 50 000 ha 80 000 arvester, gant ur geidenn a 65 000. Implijet e oa al lec'h evit abadennoù gladiatourien, emgannoù war-vor (e-pad un amzer verr dre ma voe leuniet ar foz gant mekanikoù evit obererezhioù dudi all), chaseoù loened, lazhadegoù, adsevel emgannoù brudet, ha c'hoariva diazezet war ar vitologiezh klasel. N'eo nemet e penn-kentañ ar Gennamzer ma voe paouezet da implij ar savadur evit an dudi. Adimplijet e oe goude-se evel lec'h lojañ, lec'h labour, karterioù relijiel ha bered katolik. E 410 e krog sez Roma gant ar Vizigoted d'ar vare-se e tro ar c'holize da bered, Ne c'hellont (ar romaned) ket mui douaran o re varv e divaez ar gêr, setu perak e teuio ar c'holize da bezhan ur bered vrazh. Skeudennoù:

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Geriadur Vallée (1980) p. 131-b.