Gnothi seauton
Al lavar gregach γνῶθι σεαυτόν / gnōthi seauton (pe σαυτόν / sauton gant ε gwasket), da lavarout eo en em anavez da-unan, a oa skrivet e pronaos (rakporzh) Templ Apollon e Delfi - hervez a skrivas an douaroniour Paosanias ar Beajour (10.24.1), unan eus an tri lavar merket eno ( Megen agan a oa ur bomm all)..
Troet e vez e latin gant « Nosce te ipsum ».
Lakaet eo bet al lavar-se war gont meur a zen, c'hwec'h fur da vihanañ eus Hellaz kozh.
- C'hilon Sparta (C'hilon I 63, 25)
- Herakleitos
- Pythagoras
- Sokrates
- Solon Athen
- Thales Miletos.
Hervez skridoù all e vije bet lakaet war gont Phemonoe, ur varzhez vojennel.
Meneget eo al lavar gant ar barzh roman Juvenal en e flemmganoù (Flemmgan XI) ma skriv e teu ar gentel -se de caelo (eus an neñv).
Sokratez pe nann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Alc'hwez an denegezh hervez Sokrates eo ar bomm-se, a ro d'an den ar gefridi hag an dlead da anaout e vuzul hep klask kenstrivañ gant an doueed . Diaes eo krediñ e teu eus Sokrates avat pa oa bet lavaret dija gant Herakleitos :« Ret eo en em studiañ, ha deskiñ pep tra drezomp hon-unan ».
Ster al lavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gallout a reer kompren "en em anavezout" evel anavezout ha kompren emzalc'h pe emzoug mab-den, e vuhezegezh, e zoare da soñjal, rak en em anavezout n'eo nemet anavezout an dud all ivez.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lennegezh saoznek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar varzhoneg Know Thyself gant Alexander Pope
- Ar varzhoneg Gnothi Seauton gant Ralph Waldo Emerson
- Stolen legacy: Greek Philosophy is Stolen Egyptian Philosophy, levr gant George G. M. James [1] .
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-e saozneg:
- Gnothi sauton e Skol-veur Binghamton
- Philosophical Treatise Know Yourself gant Peter Abelard
- Ar barzhoneg Gnothi Seauton gant Ralph Waldo Emerson
- Ar varzhoneg Know Thyself gant Alexander Pope
- Orin ar c'hrennlavar [2]
- Getting to Know Yourself by an unknown Kabbalist in Israel[3]
- The ¨Ε¨ of Delphi