François Rabelais

Eus Wikipedia
François Rabelais
Mirdi Rabelais, e La Devinière

François Rabelais, a implijas ivez an anvioù Alcofribas Nasier (un tregejad eus e anv) ha Séraphin Calobarsy, bet ganet war-dro 1483 pe 1494, e La Devinière, e Seuilly, e-kichen Chinon, e proviñs Touren, e Bro-C'hall, ha marvet e 1553 e Pariz, zo ur beleg, mezeg, ha skrivagner gall eus ar XVIvet kantved.
Brudet eo e romantoù, ma lakaas spered an Azginivelezh, hag e vennozhioù diwar-benn ar brederouriezh hag ar skiant.

Ober d'al lenner c'hoarzhin a felle dezhañ, diwar-goust an dud a c'halloud, priñsed ha tud a Iliz.

Bez' e voe e-touez an humanourien vrudetañ eus an Azginivelezh, ha klask a reas nevesaat soñjoù prederouriezh o amzer e-skeud soñjoù re an Henamzer.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e voe e domani La Devinière, e Seuilly, nepell diouzh Chinon, e proviñs Touren. Mab e oa d'ar senesal hag alvokad Antoine Rabelais. N'eus prouenn splann ebet eus deiziad e c'hanedigezh nag eus hini e varv. Darn o deus kinniget 1494 ; istorourien all a lavar 1483, dre ma vije marvet d'an 9 a viz Ebrel 1553 d'an oad a 70 vloaz, met n'eo ket peurasur. Hervez Claude Bougreau, eus ar Société d'Histoire de Chinon - Vienne & Loire, e vefe bet ganet d'ar 5 a viz Mae 1489, un ali savet diwar ar chabistr 40 en Tiers-Livre.

Manac'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abred ez eas François Rabelais da vanac'h. Tost d'ar gêr da gentañ, da abati Fontenay-le-Comte goude. E 1526 e oa e prioldi Ligugé, e Poatev.

Studier ha medisin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 1526 ha 1530 n'ouzer ket petra a reas, met e 1530 e lakeas e anv e skol-veur Montpellier war ar medisinerezh. E 1532 e sinas e levr kentañ, Pantagruel, evel Alcofribas Nasier. Ennañ e kane Rabelais meuleudi da win e vro e-kichenik Chinon, ha da vuhez dibreder an dud, evel hini Pantagruel hag e vignoned. Ne blijas an oberenn na d'an Iliz na da bennoù meur skol-veur ar Sorbonne.

E 1534 e oa medisin en Hotel-Dieu e Lyon.

Beaj da Italia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Étienne Dolet a oa mignon da Rabelais.

Div veaj a reas François Rabelais da Italia.
Gant ar c'hardinal Jean du Bellay ez eas Rabelais da Roma, hervez danevelloù ha n'int ket bet kadarnaet ; ar pezh a zo sur avat eo e voe gopret ar skrivagner evel sekretour an eskob d'ar mare-se.

E 1540 ez eas da Dorino da-heul Guillaume du Bellay, anezhañ breur ar c'hardinal hag aotrou Langey, a oa bet anvet da c'houarnour Piemonte gant ar roue gall. Er bloaz-se ivez, François ha Junie, besterd Rabelais, a voe divastardet gant ar pab Paol III.

D'an 9 a viz Genver 1543 e varvas Guillaume du Bellay e Saint-Symphorien-en-Laye ha Rabelais a gasas e gorf da Le Mans, ma voe beziet d'ar 5 a viz Meurzh 1543.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Pantagruel, 1532
  • Gargantua, 1534
  • An trede Levrenn, 1546
  • Ar pevare Levrenn, 1552
  • Ar pempvet Levrenn, 1564

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mireille Huchon, Rabelais, Gallimard, « Biographies », 2011, 429 p. (ISBN 978-2-07-073544-0, BnF niv FRBNF42375842)