Bis repetita placent
Neuz
Bis repetita placent zo ul lavar latin implijet alies da ober anv eus un dra hag a zo bet graet ur wech dija.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul lavar latin ijinet eo, savet diwar gwerzenn 365 Ars poetica ar barzh roman Horatius, ma lavar ar barzh ne blijo un oberenn, pa vo klevet pe lennet, nemet ur wech, hag unan all a blijo bep taol goude ma vo lennet pe lavaret dek gwech : Haec decies repetita placebit.
Savet eo gant ar gerioù latin bis (« div wech »), repetita (« traoù adlavaret »), anv-gwan-verb nepreizh lies, eus repetitus, diwar ar verb repetere (« adlavarout »), ha placent, trede gour lies ar verb placere (« plijout»).