Okeanos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Okeanos pe Okean (Ὠκεανός / Ôkeanós e gregach) zo un Titan, un elfenn orin deuet war wel a-raok krouidigezh ar bed. Mab eo da Ouranos, an Oabl, ha Gaia, an Douar.

Gwreg ha bugale[kemmañ]

Okeanos

Dimezet eo d'e c'hoar Tethys, hag ur ribitailh merc'hed en deus bet diwarni, a vez graet an Okeanidezed anezhe, pe merc'hed 'Okeanos'. Mibien en deus ivez, ha doueed-stêrioù int. Lavaret e vez en deus betek 6000 a vugale.

Hervez meur a skrid

Bez ec'h eo an dour gwelet evel un doue. Gronnañ a ra an Douar evel ur stêr veur ma vez krouet pep tra ennañ, ma teu pep tra di da vervel. Tad eo d'an tri mil stêr a ro dour d'an dud ha d'an douar .

Mojenn[kemmañ]

Kement tra a zo pe iskis pe vurzhudus a zo lakaet tost d'ar « stêr Okean » (ὠκεανός ποταμός}} / ôkeanós potamós e gregach), an Etiopianed, Kimmerianed, Pigmeed, Gerion, ar Gorgoned, liorzh an Hesperidezed. En Okean eo e sav an Heol hag stered, hag ennañ eo ez eont da guzh.

Nag Okean na Tetis ned eont da-heul an Ditaned arall da goulz Brezel an Ditaned. Sioul e renont en o rouantelezh . E-kerzh ar brezel-se zoken e teu Rea da fiziout he merc'h Hera en Okean ha Tetis. Ha pa savo bec'h etre an daou bried eo Hera an hini a zeuio d'o habaskaat.

Okean an hini a c'houlenn ar c'hib aour digant e vab-kaer Helios, hag en prest da Herakles. Evel-se eo e c'hallas an haroz merdeiñ betek liorzh an Hesperidezed ha dont en-dro gant ejened Gerion.

Doue distroadet[kemmañ]

Er mojennoù diwezhatoc'h, pa voe diazezet rouantelezh Zeus er Menez Olimp, gant e vreudeur Poseidon ha Hades, war-lerc'h diskaret an Ditaned, eo Poseidon hag e wreg Amfitrit a renas war ar mor.

Evel Ouranos ha Gaia ee eo unan eus elfennoù ar bed (kosmos) evel stêr veur o c'hoari an dro d'an Douar hag o verkañ an harzoù anezhañ.

En arz[kemmañ]

N'eo ket bet diskouezet abred en oberennoù arzel, ha pa voe graet e oa evel ur c'hozhiad e varv glas, o terc'hel korn un tarv, da aroueziañ puilhded nerzhus ha strujus an Dour.

Pennad kar[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.