Artemis
Artemis (Ἄρτεμις / Ártemis e gregach) a oa doueez an hemolc'h, pe ar chase, hag al loar en Hellaz kozh. Diana e oa gant ar Romaned.
Taolenn |
An doueez [kemmañ]
Merc'h eo d'an doue Zeus ha da Leto ha c'hoar eo da Apollon doue an heol.
He bugaleaj [kemmañ]
Pa oa tri bloaz, hervez ur varzhoneg gant Callimachus, e c'houlennas Artemis digant he zad Zeus, p'evedo-hi war e varlenn, reiñ tri c'hoant dezhi. Da gentañ e c'houlennas chom hep dimeziñ, kaout chas da vont d'he heul ha kirvi da sterniañ ouzh he c'harr, ha nimfezed da c'hoari ganto. Ha Zeus da reiñ dezhi he c'hoant, hag an "tri-ugent plac'hig, merc'hed Okean", a rankas chom gwerc'hezed hervez he flijadur.
Mojennoù [kemmañ]
Kallisto [kemmañ]
Kallisto a oa un nimfenn, kompagnunez da Artemis, a voe diwerc'hezet gant Zeus dre widre, gwisket gantañ tres Apollon, pe hervez mojennoù all hini Artemis hec'h-unan (gevelled e oa Apollon hag Artemis). Droug en doueez (dre warizi marteze), ma voe troet Kallisto gant Artemis en un arzhez. Lod a lavar eo gant Hera, ken gwarizius all, lod a lavar eo gant Zeus, evit he gwareziñ. Ur mab he doe Kallisto diwar-lerc'h an nozvezh-se, Arkas e anv, ha dont a reas da vezañ roue Arkadia. Un deiz m'edo-eñ o chaseal e c'hoantaas lazhañ un arzhez hag a oa e vamm. Mirout outañ a reas Zeus, pe Artemis gouez da lod. Kaset e voent o-daou, mamm ha mab, d'an oabl, e-lec'h ma splannont o-daou, ar vamm evel Ursa Major he mab evel Ursa Minor. Hervez mojennoù all e vije bet lazhet an arzhez gant ur saezh tennet gant Artemis.
An Doueez werc'h [kemmañ]
Evel Atena ha Hestia eo ur werc'hez an doueez Artemis. Betek an XIXvet kantved e veze gwelet evel un doueez c'hlan ha diorged hepmui. Nac'h a ra kentoc'h an darempred gant ar baotred. Kastizañ a ra
- Akteon en doa he gwelet en noazh;
- Kallisto p'he devoa kousket gant Zeus. Ret eo derc'hel soñj en devoa Zeus kemeret tres Artemis evit dont a-benn eus ar plac'h.
Arouezioù [kemmañ]
- Gwelet e vez gant ur wareg, ha gant loened, un heizez peurvuiañ.
Nevedoù [kemmañ]
- Brudet e oa Templ Artemis en Efeza, unan eus Seizh Marzh ar Bed;
- Lenn Stumfal en Arkadia;
- Neved Olbia e Hyères;
- Neved Artemis Orthia e Sparta.
Levrioù [kemmañ]
- Burkert, Walter, 1985. Greek Religion (Cambridge:Harvard University Press)
- Graves, Robert (1955) 1960. The Greek Myths (Penguin)
- Kerenyi, Karl, 1951. The Gods of the Greeks
Liammoù diavaez [kemmañ]
- (en) Theoi Project, Artemis : diwar-benn Artemis er skridoù kozh eus Hellaz pe Roma, skeudennoù arzel.
- (en) Meulgan da Artemis – Doueez Werc’h an Hemolc’h
- (en) Geriadur an hendraoù roman ha gresian (1890) (emb. G. E. Marindin, William Smith, LLD, William Wayte)
| An Dodekatheon |
| Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes |