Poseidon

Eus Wikipedia
Poseidon
water deity, Greek deity, Olympian god
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Rann eusDoueed an Olimpos Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denΠοσειδών Kemmañ
TadKronos Kemmañ
MammRea Kemmañ
Breur pe c'hoarHestia, Haides, Zeus, Hera, Demeter Kemmañ
PriedArne, Amfitrite, Tyro, Euryte, Corcyra Kemmañ
Lec'h labourHenc'hres Kemmañ
Iconographic symboltrident of Poseidon, hippocamp Kemmañ
Azeulet gantMitologiezh Henc'hres Kemmañ
Tachenn ar sant pe douemor, Kren-douar, horse breeding Kemmañ
Present in workOdysseia, Ilias, Hades Kemmañ
Deskrivet drePoseidon or Corybant statue at Elis Kemmañ
A implijtrident of Poseidon Kemmañ
EnemyAthena Kemmañ
EpithetHippius, Gaeaochus, Ennosigaeus Kemmañ
Delwenn Poseidon e porzh Kopenhagen.

Poseidon (Ποσειδῶν / Poseidỗn en henc'hresianeg) a voe unan ag an daouzek Olympad e gwengelouriezh Hellaz, a ren war ar morioù hag ar c'hezeg, hag a zegas ar c'hrenoù-douar hag ar barroù-avel.[1] E-pad oadvezh an arem, e veze anavezet evel un doue-tiern e Pylos ha Thebai. Graet e vez "difretour an douar" anezhañ. Er gwengeloù Arkadiat eo ereet gant Demeter ha Persefone, ha skeudennaouet e veze evel ur marc'h, daoust ma seblante bout un doue ag ar morioù e penn-kentañ. Kevatal eo Neptunus dezhañ e mitologiezh ar Romaned.

Poseidon a oa gward ar voraerien ha meur a gêr hellazat. Homeros hag Hesiodos a venegjont e teuas Poseidon da vout tiern ar morioù goude marv e dad kronos, ha rannadur ar bed e teir lodenn: an oabl a voe roet da Zeus, an isdouaroù da Hades, hag ar morioù da Poseidon. En Ilias e oa Poseidon e tu an ac'haiz pa oant o aloubiñ Troia. Hag a-enep Odysseüs hag e zistro davet Ithake e oa en Odysseia, peogwir e voe tarzhet lagad mab Poseidon: ar c'hyklop Polyfemos. Poseidon a zialas en ur zegas ur mell barr-avel dezhañ, o tistruj bag Odysseüs ha kas d'an Anaon holl e gileed. Kavout a reer Poseidon e Kanoù Homeros. En Timaeus ha er Critias skrivet gant Platon e veze gwardet an enezenn Atlantis gant Poseidon.[2][3][4]

Un emgann a voe etre an doueez Athena ha Poseidon evit keoded Athen. An tiern ag ar morioù a voe trec'het, hogen, degas a reas ul liñvadenn war an Atheniz d'o c'hastizañ evit bout dibabet Athena en e raok.[5]

Karantezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet eo gant Amfitrite, met meur a zoueez all en deus karet, evel Demeter, pe euzhviled evel Medousa.

Ar vojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Doue Artemision, delwenn arem eus an henamzer a ziskouez Poseidon marteze, Vvet kantved kt JK, Mirdi broadel arkeologiezh Aten.

An doue Kronos e oa e dad hag an doueez Rea e vamm. Breur eo da Zeus ha Haides.

Pa voe ganet e voe debret gant e dad Kronos, evel gant e vreudeur hag e c'hoarezed, met ganet e voe en-dro dre un dro-widre ijinet gant e vreur Zeus[6]. Hervez un hengoun all danevellet gant Diodoros Sikilia[7] e vije deuet a-benn Rea da guzhat e c'hanedigezh da Gronos hag he dije fiziet anezhañ e kuzh d'an Okeanidenn Kafeira, merc'h Okeanos, ha da Delc'hined Enez Rodos, a reas war e dro e-doug e vugaleaj. Goude bezañ roet an dorn da Zeus e-pad e emgann a-enep an Ditaned e resevas, da-geñver rannidigezh ar bed, rouantelezh bed an dour mor, war-bouez domani kozh e eontr Okeanos, avat, a roas dezhañ e verc'h pe e verc'h-vihan Amfitrite da wreg.

Da gustum e vez diskouezet gant e dridant pe e garr, a dalvez dezhañ da nijal war-c'horre an dourioù, ambrouget gant euzhviled mor. Er mor e vez o chom, met mont a ra betek an Olympos a-wezhioù, evit bodadeg an doueed.

Dimezet eo da Amfitrite ha tri bugel en deus bet diganti : Triton, Benthesikyme, Rode (e lod eus an hengounioù danevellet gant Diodoros Sikilia ez eo homañ ziwezhañ ar verc'h en deus bet digant Halia, c'hoar an Delc'hined).

Bugale all en deus bet avat digant doueezed pe maouezed arall.

E vugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Andrea Doria, amiral Republik Genova, eo Poseidon amañ en un daolenn livet gant Agnelo Broncino.

Tad sperius e oa, hag un toullad mat a vugale a engehentas:

Kontet eo da vezañ tad meur a euzhvil mor, evel Glaokos, gant an nimfenn Nais pe ar Bleiadenn Alkyone, Proteüs, gant an Nereidenn Fenike, ha kement zo[12]... Hesiodos a ra anezhañ ivez tad an nimfenn Kymopoleia a zo dimezet hervezañ gant an Hekatonc'hir Briareos evit trugarekaat anezhañ da vezañ stourmet gant an doueed e-pad an Ditanomakiezh[13], met ne veneg ket anv mamm honnezh neblec'h.

Skrapat a ra ivez Pelops, ur paotr yaouank, a gas betek Olympos, evel m'en doa graet Zeus kentoc'h gant Ganymedes.

Darvoudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemer a ra perzh en darvoudoù e meur a vojenn :

  • Kastizet eo Poseidon hag Apollon evit bezañ irienet a-enep da Zeus, ha kondaonet da labourat evit Laomedon, roue Troia. Sevel a ra evit ar geoded mogerioù ramzel met ur wezh echu ar savadur e nac'h Laomedon paeañ d'an doueed ar priz a oa lakaet. Droug ennañ e kas Poseidon un euzhvil mor a-enep ar geoded ha reuz a ra war an aodoù kent bezañ lazhet gant Herakles.
  • Sevel a ra tabut etre Poseidon hag Athena o klask piv a vefe perc'henn war an Attika, Bro Aten. Skeiñ a ra Poseidon ouzh leur an Akropolis gant e dridant, hag e tarzh ur vammenn dour sall dioutañ (pe ar marc'h Skyfios, hervez tud all). Diouzh e du e kinnig Atena un olivezenn d'ar geoded. Kekrops, roue Aten, a gav talvoudusoc'h prof an doueez hag e ouestl ar geoded dezhañ.
  • Brud en deus da vezañ krouet ar marc'h kentañ, pe en Aten, pe e Thessalia. Deskiñ a ra ivez d'an dud mont war varc'h gant ur rañjenn.
  • War c'houlenn Minos e lakaas ur mell tarv bras-meurbet da zont e-maez ar mor. Met pa ne felle ket da roue Kreta aberzhiñ al loen dezhañ e sko en e wreg Pasifae ur garantez diroll ouzh an tarv. Ha Pasifae, brazezet gantañ, a c'hano ar Minotaoros.
  • Droug en deus ouzh Odysseüs, hag en Odysseia e taol e vallozh warnañ abalamour m'en deus freuzet lagad nemetañ e vab Polyfemos, hag e vir outañ da zistreiñ d'ar gêr da Itaka.

Lesanvioù, arouezioù, nevedoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Meur a lesanv en deus en oberennoù Homeros:
    • ἐνοσίχθων, enosikhtôn pe κινητὴρ γᾶς, kinêtêr gas, « braller leur »
    • ἵππιος ἄναξ, hippios anax, « mestr ar c'hezeg »
    • γαιήοχος, gaiêokos, « mestr an douar »
    • Κυανοχαίτης, kuanokhaitês, « reun glas-oabl »
    • γέρων ἅλιος, gerôn alios, « Den Kozh ar Mor »


An Dodekatheon
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite
Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Burkert 1985, pp. 136–139.
  2. Plato (1971). Timaeus and Critias. London, England : Penguin Books Ltd.. 167 p. ISBN 9780140442618. 
  3. Timaeus 24e–25a, R. G. Bury translation (Loeb Classical Library).
  4. Also it has been interpreted that Plato or someone before him in the chain of the oral or written tradition of the report accidentally changed the very similar Greek words for "bigger than" ("meson") and "between" ("mezon") – Luce, J.V. (1969). The End of Atlantis – New Light on an Old Legend. London : Thames and Hudson. 224 p. 
  5. Burkert 1983, pp. 149, 157.
  6. Hesiodos, Theogonia (v. 495).
  7. Levraoueg istorel, (V).
  8. Skoliast Pindaros, Pythique (VIII, 24).
  9. Kallimac'hos, Tamm 652 Paosanias, Deskrivadur Bro-C'hres, VIII, 25, 5.
  10. Hesiodos, Theogonia
  11. Homeros, Odysseia
  12. Mammennoù disheñvel.
  13. Hesiodos, Theogonia (v. 819).

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.