Helios

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Alesant Veur evel Helios.

Helios (Ἥλιος Hếlios e gregach) eo skeudenn doueel an Heol, an tommder hag ar sklerijenn, e relijion Hellaz kozh. Mab eo da Hiperion ha Teia, breur eo da Selene hag Eos.

Gwragez ha bugale[kemmañ]

  • Gant an nimfenn Rodos en deus bet seizh mab, diazezerien an enez.

Lagad an heol[kemmañ]

Abred e voe kemmesket gant Febus, hag Apollon. Koulskoude n'eo ket un doue meur, mevel eo da Zeus, bemdez e vez o redek etre daou benn an oabl en e garr aour, da noz e vez o tiskuizhañ e penn pellañ ar c'hornôg, en hanternoz d'an Okean, en enez ar Wenvidien.

En un taol lagad e wel kement tra a dremen war gorre an douar, hag e c'hall mont da ziskuilhañ d'an doueed. Hervez an Odisseia, eñ an hini a oa aet da gemenn da Hefaistos e veze Afrodit o chouriñ gant Ares, pe da z-Demeter eo Hades en devoa skrapet he merc'h Kore.

Saver chatal[kemmañ]

Atav hervez an Odisseia, en doa chatal, bioù ha deñved, a veze mesaet e Trinakria e Sikilia. Pa zegouezhas Ulises eno e klevas digant e ziouganer Tiresias e oa arabat stekiñ ouzh al loened-se a oa sakr. Met e-keit ma oa o kousket e kouezhas e vartoloded war al loened d'o debriñ. Dic'haou a c'houlennas Helios digant Zeus, hag eñ da skeiñ e dan-taran ouzh lestr Ulises, ha ne chomas bev nemetañ.

Doue doujet[kemmañ]

Aes eo Helios da anavezout abalamour d'ar bannoù-heol a vez en-dro d'e benn. alies e vez skeudennet gant e garr hag e denn-kezeg.


Doujet bras e oa helios, a c'hallje, eme tud Hellaz, paouez a sevel ma ne vije ket enoret.

Abalamour ma wele pep tra e veze touet alies en e anv: "Dre helios e touan kement-se" a dalveze "gwir eo , evel-se eo bet gwelet gant an heol".

Doue roman[kemmañ]

E Roma e veze graet Sol eus Helios .

Hag ivez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.