Wikipedia:Kumuniezh/An davarn

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Pub...
... pe taverna ?
An Davarn
Ul lec'h evit sevel goulennoù pe flapiñ en un doare sioul ha dichipot diwar-benn wikipedia.

(12:23:49 CET)


Taolenn



Kaozeadeg eus ar 5vet sizhunvezh diwezhañ (sizhun 40 bloaz 2009)

28/09/2009 — 04/10/2009

skrivañ un dra bennak en daou-ugentvet sizhun eus 2009 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

The LocalisationUpdate extension has gone live

The LocalisationUpdate extension is now enabled for all Wikimedia projects. From now on new localisations that become available in SVN will become available to your project within *** hours. Your localisations get into SVN from translatewiki.net typically within a day and at worst in two days. This is a huge improvement from the old practice where the localisations became available with new software. This could take weeks, even months.

The localisations done by our community at translatewiki.net are committed to SVN typically every day. When the system messages in English are the same as the local messages, they will now be inserted in a file and are available for use in all our projects in a timely manner

What this means for you

Local messages have an impact on the performance of our system. It is best when messages are as much as possible part of the system messages. In order to remove unnecessary duplication, all the messages that have a local localisation and are exactly the same as the system message will be removed. What we ask you to do is to compare and proof read the messages in translatewiki.net and the local messages. You can then either remove local messages when the translatewiki.net message is to be preferred or, you can update the message at translatewiki.net.

Messages that are specific to your project will have to stay as they are. You do want to check if the format and the variables of the message are still the same.

Why localise at translatewiki.net

When you localise at translatewiki.net, your messages will be used in all Wikimedia projects and eventually in all MediaWiki based projects. This is how we provide the standard support for your language. When messages change, at translatewiki.net you will be prompted to revisit your translations. Localising is more efficient because we have innovated the process to make you more efficient; there is text explaining about messages and we have applied AJAX technology to reduce the number of clicks you have to make.

Translatewiki.net update

  • Currently 100.00% of the MediaWiki messages and 53.70% of the messages of the extensions used by the Wikimedia Foundation projects have been localised. Please help us help your language by localising and proof reading at translatewiki.net. This is the recent localisation activity for your language. Thanks, GerardM 28 Gwe 2009 da 17:03 (UTC)

How can we improve the usability for your language

We expect that with the implementation of LocalisationUpdate the usability of MediaWiki for your language will improve. We are now ready to look at other aspects of usability for your language as well. There are two questions we would like you to answer: Are there issues with the new functionality of the Usability Initiative Does MediaWiki support your language properly

The best way to answer the first question is to visit the translatewiki.net. Change the language to your language, select the “vector” skin and add the advanced tool bar in in the preferences and check out the new functionality. And make some changes in your user page. When there is a need to improve on the localisation, please make the necessary changess . It should update your localisation straight away. We would like you to report each issue individually at http://meta.wikimedia.org/wiki/Usability_issues.

When there are problems with the support of MediaWiki for your language, we really want to know about this. It is best to report each issue separately. In this way there will be no large mass of issues to resolve but we can address each issue on its own. Consider issues with the display of characters, the presentation of your script, the position of the side bar, the combination of text with other languages, scripts. It is best to try this in an environment like the prototype wiki as it provides you with a clean, basic and up to date environment. The prototype wiki is available for five languages but you can select any of them, change the preferences to your language and test out MediaWiki for your language.

We would like you to report each issue individually at http://meta.wikimedia.org/wiki/Language issues. The issues you raise will all be assessed. It is important to keep each issue separate, because this will make it easier to understand the issues and find solutions.

PS This text has been approved by Naoko, Brion and Siebrand. Thanks, GerardM 28 Gwe 2009 da 17:03 (UTC)

Stanket kont Meven adarre

Stanket eo bet e gont outañ abalamour d'e emzalc'h e-pad tri miz ar wezh-mañ. Mar krog en-dro da c'houde e vo serret da vat ha da viken.

Skarzhet eo bet diouzh rank an danvez-verourion ivez.

Roll e degasadennoù amañ. Neal (Kaozeal) 2 Her 2009 da 18:46 (UTC)


Rummad didalvoud?

Din-me n'eus ket lec'h en un holloueziadur d'un dra 'r seurt-se: Rummad: Kembreiz brudet e Breizh. N'eus nemet ober ur magazin "people" . Bianchi-Bihan 7 Her 2009 da 11:29 (UTC)


GALVADENN: DILENNADEG MEROURION/EZED NEVEZ

Digor e vo ar prantad-dilenn merourion/ezed nevez adal an 9 a viz Here betek ar 15 a vez Here 2009. Votit amañ. Neal (Kaozeal) 8 Her 2009 da 12:24 (UTC)

Tavarnioù

Daoust ha degemeret e vo pennadoù db an ostalerioù? evel Ty Elise? Bianchi-Bihan 7 Her 2009 da 11:39 (UTC)


Kaozeadeg eus ar 4e sizhunvezh diwezhañ (sizhun 41 bloaz 2009)

05/10/2009 — 11/10/2009

skrivañ un dra bennak er c'hentañ sizhun ha daou-ugent eus 2009 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Votadeg evit merourien

Evit ma tigorfe ar votadeg e ranker bezañ a-du gant ar reolennoù evit gouzout piv a c'hello votiñ. Kinnigoù, 'zo bet graet neuze e vefe mat d'an dud reiñ o ali. Dipitus e vefe e chomfe an traoù da straniñ. E fin ar bajenn emañ lec'hiet an diviz ha ket e kreiz. A galon --Y-M D 7 Her 2009 da 16:26 (UTC)

http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Gwengolo_2009

Bouez pe Bozeg

anv ar gumun eus kostez Naoned ??? Klaod Kadbzh 9 Her 2009 da 15:14 (UTC)

An daou zo : fr:Bouaye (Bouez) ha fr:Bouée (Loire-Atlantique) (Bozeg). --Llydawr 9 Her 2009 da 15:50 (UTC)
Trugarez. Klaod Kadbzh 9 Her 2009 da 15:52 (UTC)

Prizioù Nobel

N'on ket sur gouzout penaos treiñ "Prix Nobel de physiologie ou médecine" e brezhoneg. Marteze : "Priz Nobel ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh" pe "Priz Nobel ar Fiziologiezh pe ar Vezegiezh" ? Pe traoù all c'hoazh ? --Y-M D 11 Her 2009 da 16:45 (UTC)

An hini anezho a zibabi a vo mat din-me. N'on ket sur ne vije ket bet un dra disheñvel-kras e sac'h Meven evit se. Bianchi-Bihan 11 Her 2009 da 16:52 (UTC)
Dibabet 'm eus ober gant Priz Nobel ar Fiziologiezh pe ar Vedisinerezh, met n'hon ket sur e vefe reizh ar c'hemmadur:
Medisinerezh --> ar Vedisinerezh ? --Y-M D 13 Her 2009 da 14:12 (UTC)
Marteze ne vez ket gwelet mat, met un tamm labour zo bet graet gant tud zo a-hed ar bloavezhioù. Evel ar Rummad:Yezhadur ar brezhoneg, hag e-barzh traoù evel al lostgerioù brezhonek evit sikour an dud en ezhomm da sevel pennadoù. Er memes dastumad e kavi ul listennad gerioù gourel ha gwregel hag e kavi medisinerezh e-barzh. Ha ma fell dit e c'hallez lakaat gerioù all e-barzh.Bianchi-Bihan 13 Her 2009 da 17:20 (UTC)
Ur pennad priz Nobel ar vezegiezh zo dija. Bianchi-Bihan 14 Her 2009 da 11:08 (UTC)

Kaozeadeg eus an 3e sizhunvezh diwezhañ (sizhun 42 bloaz 2009)

12/10/2009 — 18/10/2009

skrivañ un dra bennak en eil sizhun ha daou-ugent eus 2009 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Votadeg

Votadeg zo evit dilenn merourien nevez d'ar Wikipedia brezhonek. Digor e vo ar votadeg e-pad eizhteiz, da lâret eo adalek an 9 a viz Here 2009 betek ar 15 a viz Here 2009. http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Gwengolo_2009

Porched:Alamagn

Ur porched zo bet savet evit Alamagn, evel ma'z eus evit broioù all. Er bajenn-se e kaver titloù pennadoù a bep seurt a denn da Alamagn. Gallout a reer e implijout da gavout pennadoù. Gallout a reer ivez e lakaat e traoñ pennadoù nevez, da heñchañ al lennerien war-zu pennadoù all, gant ar patrom:Porched Alamagn. --Llydawr 13 Her 2009 da 19:44 (UTC)

Respont Kadbzh

Trawalc'h gant ho tagadennoù. N'on ket Bianchi-Bihan. Lennit ar pezh zo bet degaset ganin, c'hwi welo splann an diforc'hioù yezh a vez etrezomp. Klaod. Kadbzh 14 Her 2009 da 15:38 (UTC)

Te 'oar kenkoulz ha me e ra van da grediñ pezh a lavar: droug en doa ouzh lod eus tud ar wikipedia a-raok anavezout ar wikipedia zoken. E gaozioù n'int graet nemet evit klask lakaat an dud da grediñ ez eo merzheriet, evel ma vije bet merzheriet e Skaer. Pa weler niver ha danvez e bennadoù n'en deus ket da fogasiñ koulskoude. Bianchi-Bihan 15 Her 2009 da 15:33 (UTC)
'Rez ket bil. Stanket eo bet e gont da viken (sur-mat e klasko krouiñ reoù all...). Ya, skuizhus-tre eo bezañ taget dizehan evel-hen. Me 'gvfe din e vije bet sklaer a-walc'h diouzh hon doare bezañ hag an dizemglevioù 'zo bet etrezomp ne oa ket me ha Bianchi-Bihan an hevelep den, daoust ha ha c'hellomp dont a-benn d'hon c'henemglevet war dachenn-pe-dachenn. Ha ken sklaer all ec'h eo tud disheñvel B-B ha te... Ar gwir o deus an implijerion/ezed da implijout lesanvioù, ha n'eus netra da lâret p'o greont. Diouzh ma zu-me, avat, eo sklaer-kenañ piv on-me. Neal (Kaozeal) 14 Her 2009 da 16:03 (UTC)
Me 'zo a-du ganeoc'h. Me 'zo skuizh gant kemenadennoù Meven. C'hoant am befe displegañ un nebeut traoù. Lavaret en deus e saven a-du gant tuad B-B (da gentañ penn n' ez eus ket eus tuadoù, ni 'zo holl kenlabourerien, hag ouzhpenn n'eo ket wiki ul lec'h emgann) dre ma 'z hon bet evit skarzhañ Meven eus ar votadeg goude e emzalc'h. Tu 'zo bezañ kemeret un diviz hep bezañ evit un tu pe unan all. Pa 'm boa respontet-se e oa just un afer a boell, ne vezer ket merour pa ne vez ket an emzalc'h a zere. Meven paouez da lakaat reuz war wikipedia, un dachenn frank hag evit an holl eo, un dachenn labour (ha plijadur ivez a-wechoù) ha n'eo ket ul lec'h tabut. --Y-M D 14 Her 2009 da 16:39 (UTC)
Gouzout a ra Meven piv eo an dud, neuze ne lavar se nemet evit c'hoari e abostol hag ar stourmer evit ar frankiz, "dieuber ar wikipedia" emezañ. Goulenn a ray sikour ar C'hallaoued da zieubiñ ar vro gante? Gwelloc'h paouez gant ar gaoz-se amañ e pajenn merzher ar frankiz, ha kendelc'her el lec'h dereat nemetañ zo dre amañ: en davarn. Bianchi-Bihan 15 Her 2009 da 04:22 (UTC)
Evel-just Aogust. Neal (Kaozeal) 15 Her 2009 da 19:10 (UTC)
Aogusta, mar plij. Evel ma mamm-gozh.Bianchi-Bihan 17 Her 2009 da 09:46 (UTC)

Merour nevez

Dilennet eo bet hiziv Ex-Smith da verour nevez ar wikipedia-mañ. Neal (Kaozeal) 15 Her 2009 da 11:41 (UTC)

Stanket kont Meven da viken

Goude meur a stankadenn an eil war-lerc'h eben, em eus ranket stankañ kont Meven da viken goude bezañ krouet ur gont nevez evit klask mont e-bioù d'ar stankadenn gent (bet hiraet he fadelezh c'hoazh dre ma oa bet klasket votiñ keit ha ma vane stanket e gont outañ dija) a-benn kas tagadennoù personel da implijerion/ezed all (amañ hag amañ da skouer).

Keit ha m'emeur ganti, daosut d'ar pezh a gred dezhañ, n'eo ket me ha Bianchi-Bihan an hevelep den. Hen touiñ a ran. Neal (Kaozeal) 14 Her 2009 da 14:14 (UTC)

Gast! Ha me prest da grediñ bidennoù egile. Bianchi-Bihan 15 Her 2009 da 04:32 (UTC)

Dilemel kont "Gwilhmod"

Goulenn a ran ouzh ma vo dilamet a-grenn ar gont Gwilhmod gant atebeg al lec'hienn-mañ Gwilhmod 16 Her 2009 da 19:41 (UTC)

Graet Mat eo. Graet eo. Neal (Kaozeal) 17 Her 2009 da 09:32 (UTC)

29 800

Tizhet eo bet 29 800 pennad ar week-end-mañ war hor wiki-ni. A-benn nebeut e vimp da 30 000. Ur mennozh a zo deuet din.

  • Kinnig a ran e klaskfemp sevel ur pennad evit embann e-barzh ar gazetenn vrezhonek YA!. Me 'zo a-du da vont e darempred ganto evit goulenn ma vo posubl, d'am soñj e vo mat. Ma vezoc'h a-du e vefe mat dibab petra 'vefe pouezus lakaat e-barzh (an niveroù hag all) ha goude e savfe unan ac'hanomp ur pennad hag e labourfemp evit klokaat anezhi.
  • Ha marteze e vefe posupl (pa vo deuet ar mare) klask ivez mont e darempred gant kazetennoù brasoc'h evel Ouest-Fance pe Le Telegramme, ha perak pas zoken gant kazetennoù bras Paris (Le Monde, Marianne, Le Nouvel Obs ...).

Un abeg e vefe evit brudañ ar brezhoneg ha Wikipedia e brezhoneg. Kinnig a ran-se abred un tamm evit ma vefe amzer da brederiañ. Petra soñjoc'h ? --Y-M D 18 Her 2009 da 18:49 (UTC)

Kemennet e vo e-barzh ABP hag e lec'hienn (pe load) Diwan. Keloù a vo kaset da bep tu. Ne vir ket a gomz eus se etrezomp evel just. Ma vije bet c'hoant e-barzh tud Ya da gomz eus ar wikipedia dija o dije graet: tud gopret zo ganto, gant hon wiki-ni n'eus ket. 82.253.90.222 19 Her 2009 da 03:21 (UTC)
Gwir eo n'am boa ket soñjet el lec'hiennoù-se. Tu 'vefe en ober ivez war hini Dihun ha Div Yezh. Pa lenner YA ! e weler splan ne vez ket skrivet an holl pennadoù ganto, n'o deus ket amzer hag arc'hant evit gopra tud a-walc'h. Hag ouzhpenn-se n'on ket sur e ouifen ez eus eus hor wiki-ni. Ha ne goustfe seurt deomp klask d'an nebeutañ. Piv a raio war-dro evit ABP ha Diwan ? --Y-M D 19 Her 2009 da 08:53 (UTC)
  • Kentañ tra, ober an 200 pennad a vank, ha n'eus ket nemeur a dud ouzh ar stern. Aes eo teurel evezh e vez muioc'h a dud war-dro pa vez anv a votiñ "a-enep". N'eo ket ken skuizhus.
  • ABP ha Diwan o deus embannet kresk ar wikipedia bep tro. Ma ne vez ket lennet keleier ABP gant kazetennerien Breizh e kav din ne reont ket o labour.
  • Pa vez kaset keloù ganin ne ankouaan ket Ya!, int avat a ankoua ober anv eus ar wikipedia brezhonek marteze. N'ouzon ket, ne lennan ket Ya!.
  • Pa vo tizhet an 30 000, e c'halli kas da gemenn, ha gwelout a ri petra a vo graet anezhañ ganto. Bianchi-Bihan 19 Her 2009 da 11:14 (UTC)
Gwelet 'vo ma vo degemeret ar pennadoù pe get. Ha kreskiñ a ra buan an niver a bennadoù memestra, dindan 2 zevez ez eus bet tost 20 pennad nevez. --Y-M D 19 Her 2009 da 12:33 (UTC)
Tizhout 30 000 pennad, sed ar pal kentañ. A-du gant ar pezh a skrivas Bianchi : n'eo ket din d'ober labour tud paeet evit ober o labour. Le Monde, Marianne (!), Ouest-France : ha dedennet eo an dud-se gant ar brezhoneg? --Ex-Smith 19 Her 2009 da 16:01 (UTC)
Gwir eo. Met morse ne vo komzet ouzhomp ma ne glaskomp ket brudañ hon afer. Dre-se e c'hellomp klask skrivañ dezho. Hag ouzhpenn e c'hell reiñ ur brud vat eus ar brezhoneg bev. Hag marteze degas tud hag un implij ouzhpenn gant hor wiki-ni. Me 'zo a-du ober war-dro ha ma c'helloc'h reiñ mennozhioù din e vefe gweloc'h c'hoazh. --Y-M D 19 Her 2009 da 16:52 (UTC)

Lodenn bleustrek, evit ar c'hinnigoù

Da gentañ e vo ret skrivañ, ha petra a gafer pouezus lakaat e-barzh (an niveroù hag all) ? Gouest hon da skrivañ un dra met karout a rafen kaout alioù war an danvez da lakaat. Trugarez --Y-M D 19 Her 2009 da 12:33 (UTC)

Ur pennad a oa bet skrivet 2 pe 3 bloaz 'zo e pajenn kentañ Ya! gant unan ac'hanomp. Marteze e c'hellfes kemer harp ouzh ar pennad-se ma kavez en-dro an niverenn. Skrivet oa bet eus ar fed e oa wikipedia digor d'an holl, digoust ha kentelius (hag all) ma 'm eus soñj mat.--Gwendal 19 Her 2009 da 17:19 (UTC)
Ur pennad a oa bet skrivet daou vloaz zo ganin db ar wikipedia brezhonek, lennet gant izili oberiant an ampoent, aprouet gante ma ne fazian ket, ha skignet e meur a lec'h abaoe, warlene hag er bloaz-mañ. Ne oa savet den a-enep neuze. Hennezh eta a vo kaset en-dro ganin, kerkent ha serret an 30 000, a-raok fin ar miz marteze. Amañ e weler piv zo o labourat da dapout anezho: [[1]]. N'omp ket gwall niverus. Bianchi-Bihan 19 Her 2009 da 20:26 (UTC)

Marteze e c'helfes diskouez deomp ar pennad en-dro evit ma c'helfemp klokaat an titouroù ma 'z eus ezhomm ? Te peus lavaret ivez ne vefes ket sur e vefe embannet ganto. Ar pezh a ginnigan a vo ober war-dro, mont a rafen e darempred ganto war eeun hag e-mod-se e vefe muioc'h a chañsoù evit ma vefe embannet. Deoc'h da welet. A galon --Y-M D 20 Her 2009 da 12:04 (UTC)

Kartenn

Ur gartenn dispar eusKembre zo er pennad cy:Edeirnion. Aes eo he c'hemer., hep anvioù avat, ha neuze eo didalvoud. Hag he c'hemer gant an anvioù-lec'hioù? Piv 'oarfe penaos ober? Bianchi-Bihan 18 Her 2009 da 06:28 (UTC).

Taolet em eus ur sell ha n'em eus kavet kartenn ebet. Marteze ez eus ur gudenn gant al liamm az peus kaset? A galon.--Ex-Smith 18 Her 2009 da 07:55 (UTC)
Hag e oa, si ha fazi ganin. Reizhet uheloc'h. Ha kavet ur gartenn all tost ken brav. Bianchi-Bihan 18 Her 2009 da 08:07 (UTC)

Kaozeadeg eus an eil sizhunvezh diwezhañ (sizhun 43 bloaz 2009)

19/10/2009 — 25/10/2009

skrivañ un dra bennak en trede sizhun ha daou-ugent eus 2009 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Rummadoù

Bet on 'welout ar pennad Koadaskorn. Fentus gwelout ar rummad:Koadaskorn. Me garfe gout petra vo lakeet 'barzh: ur pennad war an ale-vouloù? Pouezusoc'h e vije ober rummadoù kantonioù, ha lakaat ar c'humunioù e-barzh. Labour evit tizhout an 30 000 pennad buanoc'h. Bianchi-Bihan 19 Her 2009 da 03:43 (UTC)

Ar rummadoù-mañ a vez evit pep kumun.--Gwendal 19 Her 2009 da 07:02 (UTC)
Kompren a ran e vije krouet seurt rummadoù pa n'anavezer ket ar vro, met gwelloc'h e vo diverkañ lod pa ouzer ne vo biken peadra da lakaat ouzhpenn enne. Ur rummad ha ne vo nemet ur pennad ennañ biken ne dalv ket ar boan. Goulenn a ran digant an holl reiñ o ali. Bianchi-Bihan 19 Her 2009 da 10:59 (UTC)
A-du ganit. Rummadoù 'zo ne servijint ket nemet evit ur pennad, ma vez krouet anezho. Re zister e vefe an niver a bennadoù da lakaat e-barzh neuze en ur grouiñ ar rummadoù-se. Ma tivizomp diverkañ anezho eus an holl bennadoù e kemero kalz amzer.--Gwendal 19 Her 2009 da 17:14 (UTC)
(Ma vezont krouet, mar plij). N'in ket da chaseal, met n'eus nemet tennañ anezho eus kumunioù bihanañ ar c'hantonioù. Bianchi-Bihan 20 Her 2009 da 18:39 (UTC)

Gwilun

Un tamm tabut zo bet savet gant Arko amañ: [[2]]. Mat e vije d'an dud lavarout o ali. Me ne ran foeltr forzh ebet ken. Bianchi-Bihan 20 Her 2009 da 18:39 (UTC)

Ar pezh a lârez n'eo ket gwir Bianchi. N'em eus savet tabut ebet. N'omp ket a-du, n'eo ket memestra. Hervez ar pennad Tabut, savet ganit : "Un tabut zo un enebiezh etre daou zen, pe div gostezenn, pe muioc'h, gant komzoù feuls, tagus, ha trouz alies, taolioù a-wechoù." N'on ket bet tagus e mod ebet, na feuls. Perak e tag ac'hanon bep gwech n'out ket a-du ganin? Da emzalc'h dit-te eo eo tagus. Me zo atav prest da gaozeal ha da arguzenniñ, met ne c'hallan ket gouzañv e lârez traoù faos diwar ma fenn just peogwir n'on ket a-du ganit. Erru on skuizh gant da zoare d'em em zerc'hel. Fellout a ra din lâr dit moa kuitaet wikipedia e miz Genver abalamour dit. Digalonkaet e oan bet ganit. Bremañ e teuan en-dro, goude 9 miz, ha gwellout a ran out bepred a feiz fall ha dichek. N'ouzon ket petra ober. Gwir eo e savez ur bern pennadoù amañ, ret eo lâr avat n'eo ket atav neptu pe holloueziadurel. En em lakaat en arvar e rafe vad dit, sur eo ha n'eo ket marteze. --Arko 25 Her 2009 da 22:38 (UTC)
Ne welan ket petra zo faos pe dichek em frazennig uheloc'h. Kemm a c'hallan ar pennad tabut mar kerez. Bianchi-Bihan 26 Her 2009 da 02:47 (UTC)

Rummadoù

D'am soñj eo ret paouez da grouiñ rummadoù gant ur pennad hepken e-barzh. Goulenn a ran ma vo difennet zoken, evel er wikioù all. Bianchi-Bihan 22 Her 2009 da 06:48 (UTC)

29 000

Gwelout a ran e kresk fonnus an niver a bennadoù war hor wiki-ni. Dre-se em eus kroget mont e darempred gant tud ar gazetenn YA !, lavaret o deus din e vefe posubl embann ur pennad, marteze ket diouztu pa gasimp dezho, met er sizhunvezhioù da heul. Petra soñjoc'h ? Klask a rin ivez mont e darempred gant kazetennoù all. --Y-M D 23 Her 2009 da 19:40 (UTC)

Pennadoù mat ha pennadoù eus an dibab

Lakaat a ran dindan ar gaozeadenn a zo kroget etrezon (Y-M D); Ex-Smith ha Bianchi-Bihan :

Pa 'oa an dilennadeg em boa kinniget adlañsa ar sistem pennadoù mat ha pennadoù eus an dibab, met dre ma n'on ket merour n'ouzon ket ma c'hellan ober war-dro. Dre-se e kinnigfen dit ober war-dro ha me 'zo a-du sikour ac'hanout evit klask kas an traoù war-raok. Pennadoù bouetet mat a gaver bremañ war hor wiki-ni, ha me gav ne vefe ket fall talvoudekaat anezho. N'out ket rediet ma ne vezez ket dedenet pe ma ne pefe ket amzer. Dit da welet. A galon --Y-M D 23 Her 2009 da 19:58 (UTC)

Salud dit. Me' soñj din e c'hall neb a gar kinnig pennadoù d'o lakaat da bennadoù mat pe mat-tre. Marteze e c'hallfes dibab un nebeud re ha kinnig anezho amañ [[3]]? A galon. --Ex-Smith 23 Her 2009 da 20:09 (UTC)
Ya gwir eo e c'hell an holl kinnig pennadoù, met ezhomm e vo (pe e vefe) un den evit merañ ar c'hinnigoù ha kas an dibab war-raok (pennadoù a zo war ar renk met ne vez ket kaset an traoù pelloc'h, ul lusk a vank). --Y-M D 23 Her 2009 da 20:14 (UTC)
Marteze e vije mat a) lenn ar re a oa bet kinniget er bloavezhioù all a-raok kinnig re nevez; b) gwellaat anezho. Bianchi-Bihan 23 Her 2009 da 21:07 (UTC)
Ya evel-just, setu perak e kinnigen e rafe ur merour war-dro kas an traoù, lakaat urzh, hag adlañsañ marteze ? (n'ouzon ket ma ranker bezañ merour evit ober al labour-se, mod all hon a-du en ober). Me gav ne vefe ket fall kaout pennadoù arouezius ha klok mat amañ. --Y-M D 23 Her 2009 da 21:11 (UTC)
Marteze e vefe koulz dit adembann ar gaoz en davarn, ma vo lennet gant muioc'h a dud.

Petra soñjoc'h neuze ? Hag a-du e vefec'h klask adlañsa ar sistem-se ? Roit o ali pe kit war eeun da briziañ ar pennadoù war ar renk. --Y-M D 24 Her 2009 da 09:50 (UTC)

29 000

Gwelout a ran e kresk fonnus an niver a bennadoù war hor wiki-ni. Dre-se em eus kroget mont e darempred gant tud ar gazetenn YA !, lavaret o deus din e vefe posubl embann ur pennad, marteze ket diouztu pa gasimp dezho, met er sizhunvezhioù da heul. Petra soñjoc'h ? Klask a rin ivez mont e darempred gant kazetennoù all. --Y-M D 23 Her 2009 da 19:40 (UTC)

Ur implijer eus Wiki brezhonek aet da zispenn ar Wiki brezhonek war ar Wiki gallek

Diellaouet amañ

Dilez

Marteze e vije gwelloc'h din reiñ ma dilez, mar gall ober vad d'ar wikipedia brezhonek. Kement-se a ray plijadur dezhañ da vihanañ. Amzer din gwelout ha tizhet eo an 30 000 pennad. Bianchi-Bihan 25 Her 2009 da 18:33 (UTC)

Ne welan ket perak e rafes na penaos e rafe vat. Ar c'hontrol kentoc'h. Neal 25 Her 2009 da 18:33 (UTC)
Ur vartezeadenn e oa, goulenn da ali a ran, hini re all ivez m'o deus unan. Bianchi-Bihan 25 Her 2009 da 19:17 (UTC)
Anat eo ne servijfe ket da galz tra. O paouez bezañ dilennet da verour emaon, koulz lavarout e krog an traoù war an ton bras. Din-me ez eo anat n'eo ket Bianchi-Bihan a zo kaoz d'ar reuz a zo bet degaset amañ er sizhunvezhioù tremenet. Kejet em eus outañ hag ouzh Meven hiziv. Pa'm eus komzet ouzh Meven diwar-benn ar pezh en doa graet e seblante laouen. WMa, d anebeutañ e ya war-raok an traoù, tizhet an 30 000 pennad. --Ex-Smith 25 Her 2009 da 20:09 (UTC)
Chomit ganeomp, Paotr. A galon. Klaod Kadbzh 26 Her 2009 da 15:45 (UTC)

30 000

D'am soñj eo tapet an 30 000. Bianchi-Bihan 25 Her 2009 da 19:19 (UTC)

Ya tapet eo bremañ an 30 000 ha muioc'h zoken. Warc'hoaz e rin war-dro mont e darempred gant ar c'hazetennoù, dedennus e vefe neuze ma gasfes din an danvez pennad a poa savet. Trugarez. --Y-M D 25 Her 2009 da 19:32 (UTC)

Kaozeadeg eus ar sizhunvezh diwezhañ (sizhun 44 bloaz 2009)

26/10/2009 — 01/11/2009

skrivañ un dra bennak er pevare sizhun ha daou-ugent eus 2009 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Kazetennoù

En devezioù-mañ em eus kaset titouroù d'un 10 kazetenn bennak evit kelaouiñ anezho ez eus bet tizhet 30 000 war hor wiki-ni. N'am eus ket bet ur bern respontoù evit ar poent. Evit ar gazetenn YA ! e vo graet ur pennad en distro-skol (ar sizhun o tont). Ma weloc'h e kazetenn-mañ kazetenn ur pennad trugarez da gelaouiñ ac'hanon. --Y-M D 28 Her 2009 da 09:50 (UTC)

N'em eus ket gwelet kazetenn ebet biskoazh o respont d'an den hag a gase keloù. Ma ne lennez ket anezho ne weli netra o tremen. Keloù zo e lec'hienn Diwan. Me ne ran forzh, met marteze e karfe tud zo gwelout petra ac'h eus kaset. Ne vez ket lavaret "ar sizhun o tont" met "ar sizhun a zeu". Bianchi-Bihan 28 Her 2009 da 10:03 (UTC)
Ar pezh am boa c'hoant lavar eo ne c'hellan ket lenn an holl kazetennoù ha n'int ket holl eus va c'horn bro. Gwelet 'm eus war lec'hienn Diwan. Ar pezh am eus kaset ar c'hazetennoù a zo e galleg neuze n'ouzon ket ma vez c'hoant e embannfen ar pennad amañ. --Y-M D 28 Her 2009 da 10:22 (UTC)

Kazetenn/kelaouenn

Peseurt diforc'h a vez e brezhoneg etre kazetenn ha kelaouenn ? Ar memes hini eget e galleg etre journal ha magazine ? Trugarez --Y-M D 28 Her 2009 da 10:36 (UTC)

N'eus ket un troc'h splann etre an daou dermen-se er yezh voutin. Er yezh lennegel e virer kentoc'h kazetenn evit ar pezh zo journal e galleg ha kelaouenn evit ar pezh a glot gant magazine pe revue. Evezhiadennig yezh : gant ha e saver an derez keñveriañ kevatal e brezhoneg ha neket gant eget; eget zo evit an derez uheloc'h, neuze e ranker lavaret "ar memes hini hag e galleg", ur fazi yezhadur eo skrivañ "ar memes hini eget e galleg". --Fulup 30 Her 2009 da 09:02 (UTC)
Trugarez evit da respont. Plijet on bet ivez gant an evezhiadenn yezh a peus graet, dedennus tre eo. Trug' --Y-M D 30 Her 2009 da 09:31 (UTC)
Kement-se zo meneget div wech e pajenn ar fazioù, er rannoù eget ha memes. Ur bajenn hag a c'hallfe bezañ implijet (evel re all ar wikipedia) er skolioù ma vez kelennet brezhoneg. Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 16:17 (UTC) Meneget eo izeloc'h c'hoazh:http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Fazio%C3%B9_stanka%C3%B1#Memes. Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 16:22 (UTC)

War-eeun

Hag un doare emlusk a zo da ouzhpennañ ul liamm war-du ur porched pe e ranker ouzhpennañ anezhañ e kement pennad a zo hag a denn d'an danvez-se? --Ex-Smith 28 Her 2009 da 10:50 (UTC)

Me 'gred eo ret ouzhpennañ al liammoù e pep pennad. D'am soñj e vez graet al labour-se gant robotoù er wikipediaoù all.--Gwendal 28 Her 2009 da 11:13 (UTC)
Robotoù zo gant merourien zo, ar Benoni en devoa unan a yae en-dro evel Ferrari ma mamm-gozh. Bianchi-Bihan 28 Her 2009 da 11:20 (UTC)
D'am soñj eo ret en ober evit pep pennad amañ. Ma vez ezhomm sikour goulennit ganin, prest on d'en ober (ul lodenn d'an nebeutañ). --Y-M D 28 Her 2009 da 14:12 (UTC)
Ma, trugarez dit. Sed ar pezh a zo da ouzhpennañ da gement pennad a denn d'an Izelvroioù : Patrom:Porched Izelvroioù. Hag unan all da ouzhpennañ er pennadoù diwar-benn Alamagn : Patrom:Porched Alamagn : graet em eus war-dro al Länder, ar c'hêrioù bras hag un nebeud pennadoù all evit poent. A galon.--Ex-Smith 28 Her 2009 da 15:06 (UTC)
Ne gav ket din e vefe da ouzhpennañ e "kement pennad a denn d'an Izelvroioù". Er Wiki-où all, e yezhoù all, ne vez ket graet evel-se, ne vez lakaet nemet er pennadoù bras, er pennadoù pe er rummadoù a bouez. Re labourus e vefe lakaat ar patrom-se en holl bennadoù, ha ne zegasfe ket kalz a dra, ouzhpenn. --Llydawr 28 Her 2009 da 22:22 (UTC)
Ya mat eo din, klask a rin ober pa gavin pennadoù. Kroget am boa evit Alamagn. Krouet 'm eus ivez Patrom:Porched Bro-C'hall hag Patrom:Porched Breizh, neuze ma kavoc'h pennadoù liammet lakait ivez ar patromoù-mañ. Kavet 'm eus ivez Patrom:Porched Aostria. Trugarez --Y-M D 28 Her 2009 da 15:35 (UTC)
Lqbour vqt; @@@@. Labour vat! a felle din lavarout. War e dalaroù emañ ma urzhiataer, a gredan. Bianchi-Bihan 28 Her 2009 da 18:14 (UTC)

Me gav ne vefe ket fall dibab ul liv evit ar patromoù a-us hag a denn d'ar broioù, ganeomp e vez implijet ar memes hini eget ar patrom evit Porched ar yezhoù hag ar skriturioù. Peseurt liv a vefe mat ? Me raio war-dro ar cheñch goude. --Y-M D 28 Her 2009 da 16:05 (UTC)

Diwar-benn implij memes, lenn :[[4]]. Bianchi-Bihan 28 Her 2009 da 18:42 (UTC)

Ar "wici cymraeg"...

...nevez tizhet 25 000 pennad. Koulskoude o deus kenskriverien e-leizh: 8000! . Pet en hon wiki-ni? Bianchi-Bihan 29 Her 2009 da 16:19 (UTC)

Marteze, met int-i o deus un "depth" (donder?) a 23, padal ni n'hon eus nemet 11. Da lavaret eo, int-i o deus pennadoù labouret muioc'h.Trec'hlid mitonet 29 Her 2009 da 16:54 (UTC)
N'ouzon ket pere, rak war o lennegezh, o istor pe o douaroniezh, hon eus ni pennadoù gwelloc'h egeto alies. Met gwir eo n'em eus keñveriet an holl. Bianchi-Bihan 29 Her 2009 da 17:08 (UTC)
Ma sellez amañ e kavi titouroù da geñveriañ ganto : [[5]]. --Y-M D 29 Her 2009 da 17:10 (UTC)
Ne welan mann. Bianchi-Bihan 29 Her 2009 da 17:22 (UTC)
Diouzh an danvez e rank bezañ neuze : [6] ha [[7]] pe c'hoazh [8] ha [[9]]. --Ex-Smith 29 Her 2009 da 17:24 (UTC)
Opala fall e oa al liamm am eus lakaet, met reizhet eo. Kavout a ri an niver a implijerien a zo amañ hag all. Tu 'vo dit o geñveriañ gant re ar "wici cymraeg". --Y-M D 29 Her 2009 da 17:28 (UTC)
Diaes e kavan kompren penaos e c'haller keñveriañ ar wici kembraek gant an hini brezhoneg. Pell siriusoc'h ha pell lieseurtoc'h eo hini ar c'hembraeg 'm eus aon. Gwir eo ez eus muioc'h a añtreoù en hini brezhonek met blaz an touell zo war an niver-se un tamm, Na pet pennad diechu ganeomp? Na pet pennad goullo ganeomp? Na pet pennad savet fall ganeomp? Na pet pennad gouestlet da sujedoù dibouez da-vat ganeomp? Ha c'hoazh ne gomzan ket eus kalite ar yezh amañ... Mat e vefe deomp kavout 25.000 pennad savet prop ganimp a-raok mont d'en em geñveriañ ganto, met pell emañ Yann diouzh e gazeg c'hoazh. Kourajomp! --Implijer:Fulub Cayenne
Me 'zo a-du a-walc'h gant Fulub Cayenne. N'eo ket gwall klok ur bern pennadoù amañ, ne vefe ket falloc'h kaout nebeutoc'h a bennadoù met brav ha klokoc'h. --Y-M D 30 Her 2009 da 09:24 (UTC)

Gouzout a ran penaos digreskiñ niver ar pennadoù: diverkañ un toullad mat a adkasoù diezhomm hag a zo kontet evel pennadoù. Evit klokaat ar pennadoù e c'hall pep hini kregiñ e-barzh. Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 16:27 (UTC)

diverkañ un toullad mat a adkasoù diezhomm Pere? N'int ket kontet en 30 000 atav.--Gwendal 30 Her 2009 da 16:38 (UTC)
An adkasoù n'int ket kontet evel pennadoù. --Llydawr 1 Du 2009 da 22:04 (UTC)

Pennadoù diechu

Gwir eo e van kalz pennadoù da echuiñ. Ken gwir all n'eus ket kalz tud o labourat d'echuiñ anezho. Gwir eo e c'haller kavout abeg er yezh alies. Ken gwir all n'eus ket kalz tud o reizhañ. Setu perak em eus goulennet pet kenlabourer zo amañ, ha n'em eus ket kavet ar respont c'hoazh. A-hend-all, gallout a ra neb a gar keñveriañ ne vern pe wiki gant unan all. Ha ma lakaer hemañ keñver ha keñver gant unan all, daoust d'ar sioù, evel m'en deus diskouezet Ex-Smith (hag a drugarez d'e labour ha da hini re nebeud a dud all), n'eus ket mezh da gaout. Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 00:28 (UTC)

Petra resis 'peus c'hoant gouzout ? An niver a implijerien enrollet amañ (8 001 er "wici cymraeg"), 7 774 a gaver en hor wiki-ni. A fed implijerien oberiant o deus 166 den, padal hon eus ni 139 implijer oberiant. En holl o deus un tamm muioc'h a dud. Du-se ez eus 39 bot (43 amañ), 21 merour (6 amañ) ha 4 bureviad (2 amañ). Se eo 'poa c'hoant gouzout ? A-walc'h eo ? --Y-M D 30 Her 2009 da 09:24 (UTC)
600 kenlabourer enskrivet d'an 28 a viz Gwengolo 2007, gwelout : [[10]]. N'on ket deuet a-benn da gavout titouroù nevesoc'h. --Ex-Smith 30 Her 2009 da 09:35 (UTC)
Aes-tre eo kavout titouroù war hor wiki-ni. Ret eo klikañ war an niver a bennadoù a zo amañ (war ar bajenn degemer, muioc'h eget 30 000). Lakaat a ran al liamm amañ : Dibar:stadegoù. --Y-M D 30 Her 2009 da 09:42 (UTC)
Un dra a vank er stadegoù: pet den a sav pennadoù nevez bep miz? N'eo ket 7000, n'eo ket 130. Ne gredan ket kalz ouzhpenn 10. Nebeutoc'h eget niver ar voterien a dra sur. Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 12:14 (UTC)
Me gav ez eo didalvoud bezañ graet 1 c'hemm dindan ur miz evit bezañ lakaet evel oberiant. Ret 'vefe kentoc'h lakaat un nebeut kemmoù (da skouer: 5) dre sizhun evit bezañ oberiant. A-du tamm pe damm gant ar pezh a lavar Bianchi. --Y-M D 30 Her 2009 da 12:21 (UTC)
Ne oan ket o komz eus kemmoù, met eus pennadoù nevez. Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 12:25 (UTC)
Just a-walc'h, petra eo ar pouezusañ, boueta ar pennadoù pe krouiñ reoù nevez ? --Belvar 30 Her 2009 da 13:19 (UTC)
Me a soñj din eo pouezus an daou, kederc'hel da grouiñ pennadoù HA gwellaat, klokaat ar pennadoù zo dija. --Fulup 30 Her 2009 da 16:49 (UTC)
Ha kousket a-wechoù. Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 17:01 (UTC)

Bureviad

Kaoz zo eus daou vureviad amañ. Me grede din ne oa nemet unan. Bev eo egile? Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 16:36 (UTC)

War a seblant e vefe Implijer:Kadwalan an eil bureviad. --Y-M D 30 Her 2009 da 17:06 (UTC)
Ha pegoulz e vije bet anvet? Pe dilennet? Pe me oar? Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 17:10 (UTC)
Se n'ouzon ket avat. Morse ne vez meneget. Ret 'vefe goulenn gant ur merour. Neal eo a ro an ostilhoù neuze e ouife eñ perak, penaos ha peur eo bet graet. --Y-M D 30 Her 2009 da 17:16 (UTC)
Ya, ur gudenn a sav, ha daou dra disheñvel a weler : [11] ur bureviad (Neal) nemetken, padal e weler e lec'h all ez eus daou anezho (Neal ha Kadwalan) : [12]. --Ex-Smith 1 Du 2009 da 09:23 (UTC)
Evel ma 'm eus lavaret a-us e vefe ret goulenn gant Neal, dre ma 'z eo eñ a zo e-karg reiñ an ostilhoù e vefe gouest lavaret deomp marteze ? Emaon o vont d'en ober. A galon --Y-M D 1 Du 2009 da 09:43 (UTC)

Etrefas ha Mediawiki

War a welan ne c'hallan ket degas kemmoù d'ar bajenn-se, ha koulskoude e vefe mat cheñch (in stadegoù implijer) : da nebeutaén ha lakaat da nebeutañ. --Ex-Smith 30 Her 2009 da 10:02 (UTC)

Fulup eo a ra war-dro treiñ an etrefas dre translatewiki. Ret e vefe goulenn gantañ, ur bajenn a zo evit-se : Wikipedia:Reizhadennoù da ober. --Y-M D 30 Her 2009 da 10:07 (UTC)
Ya, mar plij, lakait tout an traoù da reizhañ/gwellaat/eeunaat war ar bajenn-se. Gwir eo on an hini nemetañ o treiñ, difaziañ, ha nevesaat an etrefas abaoe 2005 met kement-se ne dalvez ket n'hallfe ket tud all reiñ dorn ivez. Mar fell deoc'h skoazellañ ac'hanon e c'hallit goulenn bezañ aotreet amañ. Krouit ur gont war ar wiki ha merkit war ar bajenn am eus lakaet al liamm eviti udb evel : hello, I would like to help translating the Breton interface, thanks ha sinit war-lerc'h, evit ma vo digoret deoc'h gwirioù treiñ ivez. Evit ar re zo dedennet, setu aze ul liamm war ur bajenn a ziskouez ar pezh zo graet hag ar pezh a chom d'ober c'hoazh : stadegoù evit ar brezhoneg. Ul labour na echu ket morse eo, bemdez e vez degaset cheñchamantoù gant diorroerien Mediawiki. --Fulup 30 Her 2009 da 11:40 (UTC)
N'ouzon ket re peseurt labour a raker ober (ma c'hellfez displegañ din), met a-du e vefen sikour un tamm ma vez ezhomm. --Y-M D 30 Her 2009 da 12:28 (UTC)

Pierre-Emmanuel Marais hag ar re all

Goulenn a ran ma vo savet ur reolenn sklaer : n'haller ket menegiñ kement pennad zo bet savet gant ur skrivagner : levrioù hepken. Ma vez meneget pep pennad, pep oberour, hep kontañ an anvioù-pluenn, ne welan ket petra a zegaso d’ar wikipedia menegiñ anv kement hini en deus savet dek linenn evit Ya pe Bremañ, met gwelout a ran mat ne raio lod nemet se. Ouzhpenn se e ranker ober ar c'hemm etre an oberourien sirius, a sav oberennoù, hag ar re all. Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 12:45 (UTC)

Da gentañ penn on a-du gant ar pezh a lavarez, met savet eo bet ar pennad gant un implijer dianv ha dre-se ne oar ket rik penaos e za en-dro wikipedia. Da c'houde n'eo ket ret goulenn ur reolenn splan bep tro. --Y-M D 30 Her 2009 da 12:53 (UTC)
Reolennoù zo er wikioù all evit se. Ur vevenn zo da lakaat, netra ken. N'eo ket meneget anvioù pennadoù Léon Fleuriot pe François Falc'hun, ha gant piv e vefe savet? Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 12:59 (UTC)
Gwir eo e ranker lakaat reolennoù, met amañ d'am soñj ez eus nebeut tre a dud ha gouest omp d'en em glevet un tamm (ket evel war ar wikipediaoù bras) memestra. --Y-M D 30 Her 2009 da 13:29 (UTC)

Brezelioù Bed/Brezelioù-bed

  • Ur goulenn diverkañ ar rummad brezel-bed (un 30 bennak a bennadoù ennañ) evit e gendeuziñ gant ar rummad Eil Brezel Bed (ouzhpenn 70 pennad ennañ) a oa war pajenn ar pennadoù da ziverkañ. Graet em eus war-dro adrenkañ pep tra evit ma c'hallo al lennerien en em akavout aesoc'h. Met war a seblant e oa bet ur gaoz en davarn-mañ e miz Gwengolo war ar c'hraf-se.
    • Hag-eñ e oa bet kemeret un div sklaer war an doare da skrivañ titl ar rummad-mañ ?
    • Hag-eñ ez eus ur bot gant unan bennak gouest d'ober ar cheñchamant ent aotomatek ma vez divizet dsitreiñ da eil brezel-bed gant ur varrennig-stagañ. --Fulup 30 Her 2009 da 18:34 (UTC)
Hir e oa bet ar gaoz, met ma'm eus soñj mat ne oa bet kemeret diviz ebet.--Ex-Smith 30 Her 2009 da 18:45 (UTC)
Ur gaozeadenn hir a oa bet graet-se 'zo sur. Dre ma oa ezhomm kemer un diviz em eus renablet ar c'hinnigoù disheñvel (ar stummoù skrivañ disheñvel) a oa bet meneget ha kinniget. Digoret 'm boa neuze ur ran ispisial evit goulenn d'an dud o ali war ar c'hinnigoù. 1 den a zo bet evit ar c'hinnig gentañ ha 6 evit an eil. Amañ ([13]) emañ an eskemm ma fell da dud 'zo gwiriañ ar pezh a lavaran. Neal en doa lavaret : "War a welan eo bet dibabet ober gant ur stumm resis gant an darn vrasañ eus an dud, nemet ma teufe ker buan all implijerion/ezed all da reiñ ur soñj kontrol. Un dibab sklaer a zo bet graet neuze ha rankout a raio pep hini doujañ outañ, poellek pe get...". Den ne oa deuet a-enep d'an diviz, neuze e seblant ez eo an eil kinnig a vefe dibabet. Met d'am soñj n'eo ket bet lakaet splann a-walc'h d'an holl an dibab-se. Zoken me (hag em eus heuliet mat an eskemm) n'ouzon ket ma 'oa un dibab gwir. Evit lakaat sklaer pep-tra e vefe mat kadarnaat an dibab (gant ur merour) ha neuze embann anezhañ (gant al liamm davet ar pajenn diviz) e pajennoù kaozeal "Brezel-bed kentañ" hag "Eil Brezel-bed" evit ma welfe an holl. Hag echu e vo gant an afer-mañ d'am soñj. A galon --Y-M D 30 Her 2009 da 21:45 (UTC)
  • N'eo ket labour ar verourien kadarnaat dibab an implijerien. Er c'heñver-se emañ ar verourien evel an implijerien all, na mui na maez. Ma'z eus bet ur vot, ha seblantout a ra din ez eus bet unan, ha ma'z eo bet digor pell a-walc'h ar vot evit reiñ ur chañs d'an implijerien oberiant da votiñ ha da reiñ o soñj, neuze eo sklaer ar jeu ha n'eus ket da gadarnaat netra pelloc'h, nemet lakaat e plas an diviz. Hag un implijer bennak en deus ur bot bennak a c'hall ober al labour lakaat ar 100 pennad bennak zo er rummad Eil Brezel Bed er rummad Eil Brezel-bed ? Degas a ran da soñj e oa bet krouet ur patrom da lakaat war ar pajennoù a oa bet divizet un dra bennak evito Politikerezh ofisiel. Ur patrom a oa ivez evit kas war-raok divizoù war an dermenadurezh da vezañ implijet evel amañ. Talvoudus eo evit derc'hel soñj eus ar pezh zo bet ha diellaouiñ goude-se. --Fulup 30 Her 2009 da 23:39 (UTC)


Evezhiadennoù diwar-benn an Ao. Bianci (titl orin) Klask rev ouzh ar Bianchi (titl bet cheñchet, hag aotre zo?)

Salud deoc'h-holl, ha deoc'h ivez an Ao. a soñjan ennañ. Fulub Cayenne zo amañ. Ur gwir blijadur eo lenn ar pezh a vez graet amañ ha kemer perzh pa c'hallan (n'em bez ket amzer d'en ober alies siwazh). N'em eus ket heuliet afer Meven gwall vat, ha n'emaon ket e sell d'en ober rakar n'on ket sur e plij doareoù an den-se din. Met pa glemm diwar-benn an Ao. Bianci hag an doare ma vez difennet hennezh gant lod a-wezhioù, e kav din ez eus peadra a-wezhioù : Pennad "Alan Stivell" a oan o klask sevel en doare klok zo bet skornet (ur pennad diechu ouzhpenn eta) abalamour d'ar brezelig a oa savet etre an Ao.Bianci ha me a-zivout breizhadelezh Alain Cochevelou, A-raok ma oa bet skornet ar pennad e kave din e oa bet diskoulmet an afer dre chom hep lavaret na "kaner gall" (ma soñj-me) na "kaner breizhat" (soñj an Ao.Bianci)... Met a-raok skornañ ar pennad ez eo distroet ar skorner da welidigezh personel an Ao. Bianci, na pegen hollouziadurel eo se? Me a garfe klemm un tammig bihan ivez diwar-benn ar mod en deus hon Aotrou da reizhañ yezh ar re all, pa n'eus tra da reizhañ. A-dra-sur e kav gantañ e oar brezhoneg gwelloc'h evit ar re all... A gav gantañ ya ;-) Mar plij Aotraou, paouezit, ouzhpenn evidoc'h a oar brezhoneg mat amañ. N'hallan ket lavaret e oan bet mantret o welet ne oa ket bet lezet da vont da verour. "Ouf" am boa lavaret zoken, rakar ur gaouad aon m boa bet pa m boa bet gwelet en doa bet lakaet e anv. Drastus e vije bet evit ar wiki brezhoneg. Memes tra e karfen reiñ dezhañ da c'houzout em bez plijadur o lenn ar pennadoù sirius ha niverus a vez savet gantañ.

A galon, Fulub Cayenne.

  • Evit afer Stivell kaner gall, n'eus nemet goulenn ali ar re all. Met n'on ket sur e vo kavet holloueziadurel gantañ ma n'int ket a-du gantañ.
  • Evit afer Meven, n'eus nemet ober eveltañ, ha mont da glemm gantañ er wiki gallek, e-lec'h maz' eo gall Alan Stivell evel pep kaner breizhat ha brezhonek.
  • Evel-just eo aesoc'h lenn ar pennadoù niverus savet ganin (5 nevez hiziv) eget ar re niverus savet gantañ. Met peogwir int savet e brezhoneg ken fall n'eo ket ret dezhañ lenn anezho.
  • Ha lenn, n'ouzon ket ha gouzout a ra ober, pa n'eo ket gouest da lenn mat ma anv, a zo Bianchi, evel am eus klasket kelenn dezhañ, en aner. Bianchi-Bihan 31 Her 2009 da 10:57 (UTC)
Ao. Bianci, petra eo deoc'h mont gouez ha fogn e-giz-se? Evel just e ouzon lenn, ha n'on ket a-enep deoc'h e feson ebet. Deskiñ a ran kalz pa lennan ho pennadoù. Adlennit ma zammig klemm hag e welot n'on ket troet da heuliañ Meven e mod ebet kenebeut. Biken n'ajen da glemm war ar wiki gallek a c'hellit krediñ! Diwar lenn ar pezh a roer da lenn amañ e kav din memes tra ez eus ouzhpenn un den a vez lakaet diaes gant ho toareoù diseven. Goulenn a rafen ganeoc'h, mar plij ganeoc'h, reizhañ pa vez ret reizhañ ha n'eo ket reizhañ pa gav deoc'h eo gwelloc'h ho keriaoueg / ho frazennaouiñ eget hini ar re all, rak evit ar pennad "air gitar" ho poa gwalleget kalite an displegadenn un tamm-mat, krediñ a rajed e oac'h o klask sevel ur hentenn "penaos c'hoari air guitar en ur ober 5 munud". Perak mont da lemel "...("gitar aer" e saozneg)..." hag a oa holloueziadurel?
  • Evit afer Stivell, evel just ez on gouest da zegemer soñjo ha n'int ket ma re. Met war a welan n'eo ket neptuekaat zo bet graet gant ar merour-skorner, mont a-du ganeoc'h ne lavaran ket. Ar pezh n'eo ket diouzh spered ar wikipedia.
a galon, Fulub Cayenne

Fulub Cayenne, krompren mat a ran ac'hanoc'h, ur bern tud amañ en dez kudennoù gant emzalc'h Bianchi-Bihan, hag abaoe pell. Ne vez ket neptu na holloueziadel a pezh a skriv peurliesañ, ha bremañ tagañ a ra ouzh an deraouad ma z'oc'h. Ma c'hallan reiñ un ali deoc'h, savit ur gont er wikipedia-mañ, kalz aesoc'h e vo evit labourat hag eskemm gant ar re all. --Arko 31 Her 2009 da 11:57 (UTC)

Evel ma lavar Arko e vez mat deoc'h kaout ur gont, evit an eskemmoù e vefe aesoc'h ! Mod all n'am eus ket re c'hoant mont en diviz a zo kroget a-us, va fal n'eo ket ober ur prosez met klask gwellaaat an traoù, reiñ a rin un tamm ali memestra. Goude an dilennadeg em boa displeget da Bianchi-Bihan perak em boa votet neptu evitañ, diskleriañ a rin d'an holl an abeg-se neuze. Me gav en deus Bianchi doareoù un tamm sec'h da gomz pe da zaremprediñ gant an dud a-wechoù, dre-se e c'hell bezañ lakaet diaes an dud pe en em santout taget un tamm. Mat eo menegiñ memestra en deus graet ur c'hementad a labour bras abaoe ma vez o labourat amañ, ha sikouret en deus kalz ac'hanon (gant tud all ivez) a fed yezh en ur reizhañ ha displegañ din ar reolennoù, ha se a gavan mat ha plijus.
Neuze ma 'm befe un ali da reiñ dezhañ (evit klask sikour) e vefe kenderc'hel evel boaz, met en ur diwall d'an doare da sevel ar goulennoù, da respont... hag ivez prederiañ evit gouzout hag-eñ ez eo atav eus ar re wellañ an evezhiadenn en deus c'hoant da sevel (met dreist-holl ma tegas un dra d'ar pennad pe da wikipedia, arabat disoñjal ez eo un holloueziadur amañ ivez). A galon --Y-M D 31 Her 2009 da 13:24 (UTC)
Mar plij ganit goulenn gant kelennerien al lise ma vo displeget en-dro deoc'h an diforc'h etre ma / ha(g) / hag-eñ. --Ex-Smith 31 Her 2009 da 13:56 (UTC)
A-du, goulenn a rin ma vo displeget deomp, met n'int ket atav gwall entanet. Met klask a rin. Ar gudennig 'zo memestra, zoken ma 'z eo komprenet ar reolenn ne vez ket lakaet e pleustr gant an diouer a bleustiñ. --Y-M D 31 Her 2009 da 16:00 (UTC)
Labour ar gelennerien eo displegañ. En holl skolioù ar bed. An displegadenn zo amañ: [[[14]]
A-hend-all e c'haller goulenn digant mignon ar c'haner gall Stivell skrivañ mat ma anv. Ma ne ra ket, goude lavaret dezhañ, eo evit ar blijadur da lakaat reuz. Petra 'vo ret din ober? Distummañ anvioù eveltañ? Bianchi-Bihan 31 Her 2009 da 16:39 (UTC)
  • Deuet eo ar wiki-ni da vezañ ur wiki-chikaniñ, me 'blij din gwelloc'h ar wiki-labouriñ evit gallout brezhonegiñ. --Fulup 31 Her 2009 da 16:51 (UTC)
Ne vije ket diaes lavarout d'ar chikanerien sioulaat. Ha deskiñ skrivañ anvioù an dud. Bianchi-Bihan 31 Her 2009 da 16:59 (UTC)

Respont ur merour

Ao. Fulub Cayenne, da gentañ-holl ne gomprenan ket perak ne digorez ket ur gont evel implijer enskrivet. N'eo ket dav ha gallout a reer kenlabourat en un doare dizanv evel-just, met ma klaskez kemer perzh ingal ha reiñ da soñj diwar-benn mont-en-dro ar raktres e vefe kalz gwelloc'h ha kalz aesoc'h hen ober ma vefe ganit ur bajenn-implijer.

Da eil, ne gomprenan ket perak e fell dit klask jeu gant Bianchi-Bihan ar wezh-mañ. N'eo ket me an hini eo a yelo da difenn anezhañ bewezh, met ar pezh ne gomprenan ket eo perak klask trenkañ ar soubenn hep ma vije deuet war wel un abeg resis, dreist-holl m'eo aet war sioulaat an traoù war ar wikipedia er mare-mañ goude afer Meven.

D'am soñj e vefe gwell klask labourat un tammig en un aergelc'h sioul hep klask sach-blev atav. A gaon, Neal (Kaozeal) 31 Her 2009 da 20:43 (UTC)

Binioù dre aer

Tud zo a gavo gwelloc'h atav klask rev ouzh ar re all, hag en o labour, eget sevel pennadoù o-unan, kalz aesoc'h eo. Tud zo a oar gwelloc'h eget ar re all petra eo ar spered holloueziadel (sic), hep ober kalz a labour, naturel eo. Tud zo o deus un ali war bep tra, ha n'eus nemet o hini a gont, naturel eo c'hoazh. Neuze e kinnigan dezho ober labour ar re all ivez. Ha me 'raio evelte, klask laou e pep lec'h, chupennañ, teodata. Hag e-lec'h ober 10 pennad all hiziv, emaon o vont war ar maez da seniñ gant ma binioù dre aer. Labour vat. Bianchi-Bihan 31 Her 2009 da 14:09 (UTC)

N'ouzon ket resis ma oa unan da vezañ tizhet muioc'h eget ar re all. Met evel ma 'm eus lavaret dija, va fal n'eo ket klask laou met klask sevel ur raktres a-stroll ha neuze sikour an holl pa c'hellan. Evel ma lavarez ez eo aes klemm hep ober netra all, setu dre vras pa roan va ali n'eo ket gant ar pal tagañ na lakaat an traoù da vreinañ, atav e klaskan goude ober ur c'hinnig, klask un diskoulm. Evit sikour an holl hag ar raktres. A galon --Y-M D 31 Her 2009 da 16:07 (UTC)
Diaes sikour ar re ne garont ket:http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer%3AArko&action=historysubmit&diff=586527&oldid=586508. Bianchi-Bihan 31 Her 2009 da 17:42 (UTC)

Goulenn ouzh ar verourien

Goulenn a ran adarre ouzh ar verourien deskiñ d'hon mignon eus Cayenne skrivañ ma anv evel ma ranker. Ma n'eo ket o klask tabut emañ ... [[15]]. Bianchi-Bihan 1 Du 2009 da 02:28 (UTC)

Bianchi eo a ranker skrivañ. Trugarez da Fulub Cayenne da zoujañ d'an anv bet dibabet gant Bianchi-Bihan. Ha gwir eo e vefe kalz aesoc'h kaozeal gant Fulub Cayenne ma kroufe ur gont. --Ex-Smith 1 Du 2009 da 09:28 (UTC)

Translatewiki.net update

  • Currently 100.00% of the MediaWiki messages and 52.22% of the messages of the extensions used by the Wikimedia Foundation projects have been localised. Please help us help your language by localising and proof reading at translatewiki.net. This is the recent localisation activity for your language. Thanks, GerardM 1 Du 2009 da 10:00 (UTC)
Re wir ha trugarez vras da Implijer:Y-M D da vezañ deuet da reiñ an dorn din. Abaoe 2005 ne oa nemedon oc'h ober war-dro troidigezh an etrefas. Klokaet ha gwellaet-kalz eo bet an droidigezh abaoe an hañv met chom a ra c'hoazh e-tro 4500 meneg da dreiñ. --Fulup 1 Du 2009 da 12:30 (UTC)
Ur blijadur eo sikour en un doare all, ober a rin ar pezh a c'hellin. --Y-M D 1 Du 2009 da 20:14 (UTC)

Treiñ

Unan bennak a oar penaos e lavarer Hanse e brezhoneg? Saozneg : Hansa/Hanseatic League/ Hanse [16], alamaneg : Hanse, nederlandeg : Hanze. --Ex-Smith 1 Du 2009 da 18:41 (UTC)

Vallée a ro Hansa, ar stumm latin, evel Europa, Azia, ha kement zo. Ar furañ eo heuliañ anezhañ. --Fulup 1 Du 2009 da 18:55 (UTC)
Trugarez, pa soñjan n'em boa ket klasket en e c'heriadur.--Ex-Smith 1 Du 2009 da 19:10 (UTC)
"Hansa" zo henalamaneg. Gwir eo e kaver ur stumm heñvel e latin ar Grennamzer, hogen n'eo ket ur ger latin (sell ouzh an displegadenn er pennad de:Hanse). Ar stumm "Hansa" zo bet implijet amañ e meur a bennad dija (Kiel, Lübeck, Gotland, Szczecin...). --Llydawr 1 Du 2009 da 22:19 (UTC)

Kaozeadeg eus ar sizhunvezh (sizhun 45 bloaz 2009)

02/11/2009 — 08/11/2009

skrivañ un dra bennak er pempvet sizhun ha daou-ugent eus 2009 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Dazont / New Dazont

(Fulub Cayenne amañ) Kredet em eus krouiñ ur pennad 'Dazont (strollad rock)' ha kopiañ ennañ ar pezh a gaved dindan pennad 'New Dazont'. Abeg? Kavout a ra din ez eo dindan an anv Dazont dreist e reer eus ar strollad-se (cf. ar bladenn rock e Breizh nevez embannet). N'ouzon ket petra a soñjit-c'hwi?

(Atav hep kont ?) E pep lec'h pa glaskan war internet e kavan "The New Dazont", an aesañ a vefe klask mont e darempred ganto evit goulenn petra eo an anv gwir. --Y-M D 2 Du 2009 da 20:26 (UTC)

Brezelioù-bed hag ar rummadoù

Dre ma 'oa bet kemeret un diviz war an doare da skrivañ anvioù ar Brezelioù-bed e ranker bremañ lakaat anvioù ar pennadoù da glotañ. Ar gudenn vrasañ a zo evit ar rummadoù. Kinniget ez eus bet ober gant botoù. Hag unan bennak en defe unan amañ ? Ha posubl e vefe mod all goulenn gant unan bennak eus ur wiki all prestiñ e hini ? A galon --Y-M D 3 Du 2009 da 11:07 (UTC)

YunBot ha BenoniBot a oa daou robot efedus ma 'm eus soñj mat ha meret gant daou implijer eus wikipedia brezhoneg. N'int ket mui oberiant abaoe pell, allaz! Setu, dav vefe kaout robotoù a c'hellfe lakaat urzh er rummadoù. Merañ ur bot n'eo ket aes ma n'ouzer ket ober gant python (al lañgaj programiñ). Dav vefe d'unan ac'hanomp (d'an nebeutañ) kaout ur stummadur war merañ robotoù, met digant piv? Benoni, Yun?--Gwendal 3 Du 2009 da 21:25 (UTC)
Ar memes soñj rik am eus bet. Dre-se em eus skrivet dezho hiziv. Gortoz a ran ur respont bremañ (ma vez unan). Emaon o lenn ur pennad war ar wiki gall evit gwelet ma 'z eo ken diaes a se sevel unan. Gwelet 'vo. --Y-M D 3 Du 2009 da 21:33 (UTC)

Pa teuas, Pa zeuas

Peseurt difoc'h a zo etre an daou stumm-mañ? Pegoulz e implijer anezho?--Gwendal 3 Du 2009 da 21:25 (UTC)

Direizh eo pa teuas (daoust ma vez klevet stank e Kerne-Izel, ha marteze e lec'h all?). Pa zeuas / pa deuas (Treger) a zo reizh. Kemmadur dre vlotaat goude pa. --Ex-Smith 3 Du 2009 da 21:52 (UTC)
Pa teu: un doare direizh, diouzh ar c'hiz e-touez yaouankizoù zo (skignet dre lise Diwan, a zo bet lavaret din). Ma ne fazian ket: Kerne Uhel, Leon, Treger: Pa deu; Gwened : pa zeu. Ar verb dont ne ra ket kemmadur d/z atav (gwelout Emgann Kergidu). Hervez tud zo ne dleje ket ar stummoù direizh bezañ klevet, na kelennet, gant kelennerien a ra skol vrezhoneg. Un tabut kozh. Bianchi-Bihan 4 Du 2009 da 05:46 (UTC)
Trugarez deoc'h, gallout a rin kousket disoursi bremañ.--Gwendal 4 Du 2009 da 09:41 (UTC)
Ur pennad diwar-benn ar c'hemmadurioù zo, hag en o zouez ar c'hemmadur dre vlotaat (pa zebran). --Llydawr 4 Du 2009 da 11:24 (UTC)
Pa teu, pa teuit, ha kement zo eo ar stummoù boutin e Kerne-Izel evit implij ar verb dont goude pa (tro-dro da Gemper da nebeutañ ne glever nemet ar stummoù-se gant an dud), n'int ket stummoù diwaneg eta. Ober a ran ganto pa gomzan ivez. Stummoù rannyezhel-rik int avat ha gwelloc'h eo skrivañ ent reizh ar c'hemmadur d/z en un oberenn akademek evel homañ. --Fulup 5 Du 2009 da 21:55 (UTC)
N'ouzon ket hag akademek e c'hall bezañ ul labour en ur yezh ha n'he deus akademiezh ebet. Met gwir eo n'eus ket a lec'h amañ, en un oberenn a ouiziegezh a larfen kentoc'h, evit ar rannyezhekadurioù a bella diouzh ar yezh unvan. A-hend-all eo anat din levezon (gwall levezon, a larfe ar gwalldeodoù) kreizenn Diwan Karaez e skignadeg un toullad stummoù nevez (nevez ha mantrus er yezh unvan), ha n'eo ket "pa teu" an hini gwashañ anezho, na tost. Bianchi-Bihan 6 Du 2009 da 08:03 (UTC)

Petra eo ar reolenn a fed gwirioù war logo ur merk bennak ? Me gave din e oa gwirioù da zoujañ, met pa welan pennadoù 'zo e kaver al logo memestra. Skouerioù :

Ha gouest e vefe lod da zisplegañ din ar perak hag ar penaos ? --Y-M D 3 Du 2009 da 21:52 (UTC)

Trawalc'h klikañ war ar skeudennoù... Copyright a zo, sañset eo difennet impljout anezho war ar Wiki. Daoust ma n'em eus ket doujet d'ar reolenn : [[17]]. --Ex-Smith 3 Du 2009 da 21:55 (UTC)
Lennet 'm eus ([amañ]) e oa aotreet en ober met war ar wikipedia hepken ha ket war Commons dre ma 'z eo strizh ar reolennoù. Tu 'zo implij al logo neuze ? Ha ma rafen ur poltred eus ur skouerenn eus an Télégramme da skouer e vefe dieub neuze ? Trawalc'h eo neuze kemer al logo e enrollañ amañ ha menegiñ ez eus ur copyright ? --Y-M D 3 Du 2009 da 22:13 (UTC)
E yezhoù all