Hesperidezed

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Liorzh an Hesperidezed, gant Frederic Leighton (v. 1892)

An Hesperidezed (Ἐσπερίδες / Hesperídes e gregach) a oa teir gwreg yaouank, nimfezed kaer ha dibreder a oa o chom e penn pellañ an douar, e-lec'h ma ya an Heol da guzh, hervez mojennoù Hellaz kozh.

Tud zo o deus klasket lec'hiañ o liorzh e Lybia, pe e Maroko, e-kichen Tanger, pe en un enezenn er-maez da Spagn.

[kemmañ] Piv e oant

O anvioù a oa

met kemm a reont hervez doareoù ar vojenn.

Merc'hed e oant d'an Titan Atlas ha da Hesperis, pe d'an Noz, pe da Forkis ha Keto, hervez ar mojennoù.


Mann ne raent nemet diwall avaloù-aour o liorzh, gant skoazell an aerouant Ladon.

Brudet e oa an avaloù-aour se peogwir e oant bet roet da Hera, da zeiz hec'h eured, gant he mamm Gaia . Herakles a deuas d'o laerezh, gant skoazell Atlas, ha kement-se a voe unan eus e droioù-kaer.


[kemmañ] Liammoù

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all