Apollon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Apollon Likia, delwenn graet e derou an impalaeriezh roman diwar un delwenn c'hresian IVvet kantved kent JK (Mirdi al Louvre)

Apollon (Ἀπόλλων, Apóllōn e gresianeg; pe Ἀπέλλων, Apellōn), a oa doue ar gouloù e mojennoù Hellaz kozh: eñ eo a zegas an heol.

Doue meur[kemmañ]

Ouzhpenn-se e oa ivez doue

Bez e oa ivez

Tiegezh[kemmañ]

Mab eo da Zeus ha da Leto, ha breur gevell eo d'an hemolc'herez werc'h Artemis, he devoa kemeret lec'h Selene, doueez al Loar.

Doue gwarezour kêr Delfi eo Apollon , anvet "Apollo ar Pitia", doue an diougan.

En Hellaz klasel e kemeras lec'h Helios, doue an Heol. Doue an drevadennerien e oa Apollo koulz ha gwarezer an tropelloù. Dre hanterouriezh e vab Asklepios e rene war ar medisinerezh. Abalamour d'e c'halloud da reiñ diouganoù pe orakloù e Delfi eo bet Apollo unan eus an doueoù olimpat pouezusañ.

E mitologiezh an Etrusked levezonet gant ar C'hresianed e kaver Apulu. Er vitologiezh roman eo bet degemeret dindan ar memes anv hag eo bet azeulet muioc'h-muiañ evel an Doue Heol (Sol e latin) hag e reas berzh bras an azeulerezh anezhañ en IIIe kantved. Pa veze Selene, doueez al Loar ha c'hoar da Helios e veze gwelet erfin evel ur c'hoar all da Apollo.

Karantezioù[kemmañ]

Idas ha Marpessa dispartiet gant Zeus diouzh Apollon. Psykter attek ha dremmoù ruz, Staatliche Antikensammlungen.
Apollon, Hyacinthe ha Cyparisse, Alexandre Ivanov, 1834

Brudet e oa kened an doue Apollon met ne rae ket berzh gant e garantezioù[1],[2]. Karout a rae nimfenned, tud ivez, paotred ha merc'hed kenkoulz all, doueoù ral a wech[3].

  • Troet e oa gant an nimfenn Kirene ouzh he gwelout oc'h en em gannaén ouzh ul leon prest da zebriñ tropelloù he zad[4]. Aet e oa da gofes e garantez outi d'an den-marc'h C'hiron, en devoa roet ton dezhañ. Hag Apollon neuze da zisklêriañ e flammenn d'ar goantenn, da gas anezhi d'ober un dro da Libia. Eno e voe roet galloud dezhi war ar vro, Kirenaika. Ha hi da c'henel Aristaios, a gelennas ar gwenanerezh d'an dud.

Lies a wech avat ne ra ket berzh.

  • Skrapañ a ra Marpessa, merc'h da Evenos, ha hi prometet d'an Argonaot Idas[5]. Hag idas da c'houlenn ar goantenn en-dro, prest d'en em gannañ, ma rank Zeus dont d'o dispartiañ[6]. Hag eñ ha goulenn digant Marpessa dibab entre an daou gevezer ; ha hi ha dibab Idas, gant aon rak bezañ dilezet gant ar merc'hetaer brudet Apollon pa vije deuet kozh[6].
  • Mont a reas war-lerc'h an nimfenn Dafne ;
  • E-touez e gariaded arall: Helenos, breur da Kassandra[7] ; Karnos, mab da Zeus ha da Europa, a voe roet dezhaén donezon an diouganañ [8] ; Leukatas a lammas diwar an tornaod, evit tec'hel rak an doue, hag a roas e anv da enez Lefkada[9] ; Branc'hos, karet gant Apollon pa oa o vêsa e loened, hag a ziazezas orakl an doue e Didymes[10].

Lec'hioù-azeuliñ[kemmañ]

Apollon , an doue diouganer, a veze aterset gant an dud ha a deue da gêr Delfi da glevout e orakloù (hag ivez da gêrioù Delos, Patara pe Klaros).

Skridoù orin (troet e galleg)[kemmañ]

An Dodekatheon
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite
Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes

  1. Gantz, Patrom:P.94
  2. Graf, Patrom:P.105.
  3. Gantz, Patrom:P.89.
  4. Pindaros, Pythiques, Patrom:IX, 5-70 ; kentañ meneg e Katalog ar Maouezed , gant Hesiodos, darn 125 MW.
  5. Ilias, Patrom:IX, 555-564.
  6. 6,0 6,1 Simonide de Céos, darn 563 PMG.
  7. Ptolémée Khennos, 151b.
  8. Praxilla de Sicyone, frag. 7 Bergk = scholie à Théocrite, Idylles, Patrom:V, 83a ; Patrom:PauDes, Patrom:III, 13, 2-4.
  9. Patrom:SerCom, Patrom:III, 271.
  10. Conon, FGrH 26 F Patrom:I, 33 ; Lucien de Samosate, Dialogue des dieux, 2-4.