Gwaregata

Eus Wikipedia

Gwaregerien oc'h embreger er Grennamzer

Gwaregerien a vremañ o waregata

Ar gwaregata zo ur sport kozh, deuet diwar implij ar wareg, ur benveg a dalveze da chaseal ha d'ober brezel, adalek ar ragistor betek ar Grennamzer en Europa.


Ar gwaregata zo ur sport kozh, anavezet evit bezañ resis. Ar menoz zo da blasiñ e kreiz ar sibl ur bir, get ur wareg. Ur sport Olimpek eo abaoe 1972, met ar sport-mañ a zo bet gwelet ouzhpenn ur wech en amzer dremenet (1900, 1904, 1908, 1920). E-pad hemañ, merc'hed ha paotred zo dispartiet. Met tennoù mesket a zo er-maez. Disheñvel eo tennañ er-maez, e-skoaz e-barzh ur sal. E-barzh ur sal, ar sibl zo e 18m, den-mañ-den a beb eil ur wech an amzer ha 3 bir hepken zo da dennañ. Er-maez, ar gehent a cheñch e-keñver ar waregerien (40m, 60m, 70m...) ha 6 bir zo sachet.

Anat, reoliadurioù a zo da heuliañ evit chom hep gloazañ un den. N'eus ket droed da vont da glask biroù a-raok ar galv. Difennet a-grenn mont d'al lec'h ma tremen ar biroù. A-raok ur genstrivadeg a grog, an tredeog a wiri dafar ar waregerien: biroù, bizer, gwarezadur evit ar biz... evit mirout an truch. E-pad hemañ, arabat eo touchal biroù a-raok ma vefe ar poentoù merket. Gwaregerien a c'hell tennañ war sibloù disheñvel. Sibloù "trispots" (3 sibl a-blom) e-pad ur genstrivadeg e-barzh ha sibl klasel er-maez. Ar ment a cheñch ivez. Er-maez, se zo ardamezioù 80, hag en diabarzh se zo 60 pe 40.

Ur bern eus gwaregata deveret zo (ski-arc, run archery...), ha se zo ur sport a emdro e-pad bloazioù. An tenn 3D zo ar stumm deveret yaouankañ, ar pal zo da dennañ war sibloù e 3D.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An doueez Artemis, Diana ar Romaned, a oa brudet evel chaseourez ha gwaregerez. Ne zisplije ket d'an doueed tennañ war an dud: gant Artemis hag Apollon e voe lazhet bugale Niobe.
Ar Barted a oa gwaregerien ampart en Henamzer.

Brudet eo gwaregerien Kembre en emgann Crécy.

Arz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]