Delfi

Eus Wikipedia
Sede pelec'h emañ Delfi, e Gres
Delfi: ti teñzor Aten, en tu kleiz, savet da eñvoriñ an trec'h en emgann Maraton.

Delfi (Δελφοί, Delphoi e gregach) a zo war un dro ur gêr en Hellaz kozh, e Fokis, hag ur gêr a-vremañ e-kichen an hini gozh.

Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur gêr-benn relijiel e oa ma veze enoret an doue Apollon en ur santual ma veze ar Pitia o lavarout orakloù an doue. Ar santual a oa anezhañ un toullad savadurioù er-maez eus ar geoded, pe polis. Eno e veze lidoù relijiel.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv Δελφοί (Delphoí), ul liester anezhañ, eus ar ger kozh δελφίς 'delphís: hervez barzhonegoù Homeros e vije en em droet an doue Apollon e delfin evit sachañ martoloded eus Kreta da enoriñ anezhañ el lec'h-mañ, dibabet gantañ.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roud zo eus tud en tolead abaoe Nevezoadvezh ar Maen. El lec'h m'emañ ar santual ez eus bet kavet un tamm kêriadenn eus war-dro 1400 kent JK. Pythô (Πυθώ, οῦς (ἡ) ha Πυθών, ῶνος (ἡ) e gregach) e oa anv al lec'h en Ilias (II, 519 ha IX, 405) hag en Odysseia (VIII, 80), hag a voe dilezet entre an XIvet kantved kent JK hag an VIIIvet kantved kent JK. Diwar neuze eo moarvat e vleunias ar santual, gant savidigezh an aoter kentañ, an templ kentañ.
Etre kreiz an VIIIvet kantved ha kreiz ar VIIvet kantved eo e savas brud Apollon Pitia : eñ a zo mestr war an trevadenniñ a vez kaset da benn en amzer-se. War a greder e voe distrujet an templ gant ur c'hren-douar e 373 kent JK, met ne voe ket re vras an droug deuet diwar un diruilh-douar.

Koll pouez hag emrenerezh politikel a reas tamm-ha-tamm adalek ar IVvet kantved ha gouzañv a reas diwar ar mesk hag ar reuz o ren er vro .


E 279 kent JK e voe preizhataet santual Delfi gant armeoù ar Gelted renet gant Akic'horios ha Brennos.


En 392 e voe lakaet berz war ar c'hehelerezh pagan en impalaeriezh roman gant Embann Theodosius ha setu neuze fin ofisiel azeulerezh an Apollon Pitia. Ur gêr gristen a voe savet neuze er santual (ilizoù, kenkizoù bras) hag a eas da get war-dro ar VIIvet pe VIIIvet kantved. Dilezet e voe al lec'h ha goloet ar rivinoù tammig ha tammig.

Er XVvet kantved e voe gweladennet Delfi gant an hendraour italian Ciriaco de' Pizzicolli (1390 - 1452), lesanvet tad an hendraouriezh.

Orakl Apollon Pitia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Orestes e Delfi, Pitia, an trebez. Krater dremmoù ruz, war-dro 300 kent JK

Gant Apollon e-unan e vije bet savet santual Delfi war-lerc'h hini Delos. Da neuze e oa diwallet ar santual gant un naer anvet « Piton », mab d'an doueez Gaia (an Douar) a ziwalle un orakl gouestlet d'an doueez Temis. Apollon en devoa c'hoant da sevel un orakl da heñchañ an dud a lazhas Piton gant e wareg hag a lakaas e anv war an orakl. Evit lakaat e veleien da zont e tiheñchas ul lestr eus Kreta.

Gant ar vojenn-se a ra eus Apollon un alouber ha saver trevadenn e c'haller kompren perak eo eñ a oa bet lakaet da baeron d'an travadennerezh hellazat hag e voe skignet ar c'hehelerezh anezhañ en trevadennoù.

Er marevezh kristen e voe brudet ar Pitia evel ur vaouez tapet gant an diaoul pe an aerouant (Jean Chrysostome) a deue e korf an diouganerez adalek deun an douar ma veze lakaet an trebez .

Delfi a oa kreiz ar bed hervez mojennoù Hellaz kozh. An « omphalos » ( « ar begel ») a oa ur maen pikernek, lakaet war eeun en adyton, paket en danvez ha daou erer en aour a-us dezhi. Hervez ar mojennoù e oa bet Zeus o lakaat daou erer da nijal kuit, pep hini a bep tu da gelc'h an douar, hagen em gavet e oa an daou evn-preizh e-kreiz an douar.

Orakl ebet ne oa pa n'edo ket Apollon en e santual ha gortozet e veze e zistro gant e feizidi. Neuze e veze aozet an tremen gant ar veleien hervez un urzh dibabet gante, profoù a veze graet d'an doue, ar veleien a daole takennoù dour war ur c'havr ha ma ne grene ket e veze kollet e dro gantar pirc'hirin kaezh.


Kehelañ Dionysos[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Menez Parnassos, gant Andrea Mantegna, e 1497.

E-kerz ar goañv e veze kontet ez ae Aopollon kuit eus Delfi da en em c'hlanaat da [Hyperborea]], ha Dionysos an hini a gemere e lec'h.

Templ Apollon Pitia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pausanias ar Beajour a ra anv eus c'hwec'h templ dediet d'an doue Apollon a oa bet a-hed ar bloavezhioù : an hini kentañ a vefe bet ul lochenn lore, an eil savet gant gwenan ar Menez Parnassos en koar ha pluñv evned ar vro, an trede gant Hefaistos en arem.

Hiziv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

3,511 a dud a oa o chom eno e 2001.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • F. Lefèvre, L'amphictionie pyléodelphique : histoire et institutions, Paris, 1998.
  • (en) H. Parke et D. E. W. Wormell, The Delphic Oracle, Oxford, 1956, 2 vol.
  • G. Roux, Delphes, son oracle et ses dieux, Belles Lettres, Paris, 1976.
  • J.-Fr. Bommelaer, D. Laroche, Guide de Delphes, De Boccard, Paris, 1991, I. « Le Site »
  • École Française d'Athènes, Guide de Delphes, De Boccard, Paris, 1991, II. « Le Musée »).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • BAURIN Claude, Les sanctuaires panhelléniques, lieux privilégiés de l'identité grecque, Mae 2002 — Clio (fr)
  • LÉVÊQUE Pierre, En Grèce, la religion des oracles, Meurzh 1995 — Clio (fr)
  • Les commandements ou ordres de Delphes Projet Homère (fr)
  • Dizoleiñ Delfi : Voyage en Grèce (fr)

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Omphalos
Mirdi hendraouriezh Delfi

Ar stadiom


An Tholos, templ da Atena.
IVre kantvedKJK


E templ Apollon e Delfi


Templ Apollon


Templ Apollon


Santual Delfi :
c'hoariva ha templ Apollon


Teñzor tud Aten


C'hoariva Delfi

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.