Kreta
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Kreta, Κρήτη, en henc'hresianeg Krḗtē, e gresianeg kriti, eo an enezenn vrasañ hag ar muiañ poblet eus Bro-C'hres. Ar pempvet enezenn vrasañ eo ivez er Mor Kreizdouar. Bleuniañ a reas eno ar sevenadurezh vinoan (war-dro 2700–1420 kent J.-K.), unan eus kentañ sevenadurezhioù bras Europa, ma oa savet kentañ palezioù Europa[1]. Staget eo bet ouzh Bro-C'hres e 1913 hag unan eus he zrizek periferia (rannvro velestradurel) eo.
[kemmañ] Istor
Roudoù eus an Hominidae a gaver e Kreta adalek 130 000 vloaz zo. E diwezh an Neolitik hag e-doug Oadvezh an arem e vleunias ur sevenadur diorroet-kenañ e Kreta, ar sevenadur minoan. Dalc'het eo bet gant meur a Stad hellenadek, an Impalaeriezh roman, Impalaeriezh Bizantion, Emirelezh Kreta, Republik Venezia hag an Impalaeriezh otoman. Goude ur prantad emrenerezh berr, eus 1897 da 1913, dindan ur gouarnamant da c'hortoz, e tivizas dont da vezañ ul lodenn eus Bro-C'hres. Dalc'het e voe gant an Trede Reich e-pad an Eil brezel-bed, goude Emgann Kreta.
[kemmañ] Notennoù
- ↑ Ancient Crete Oxford Bibliographies Online: Classics