Europa (kevandir)
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
- Diwar-benn ar c'hevandir Europa eo ar pennad-mañ. Evit talvoudegezhioù all ar ger Europa, gwelit Europa (disheñvelout)
Ur c'hevandir eo Europa, hervez lod ne vefe nemet un iskevandir eus an hollad brasoc'h a vez graet Eurazia anezhañ.
Taolenn |
Orin an anv [kemmañ]
Dont a ra an anv eus ar briñsez Europa, merc'h d'ar roue Sidon hag honnezh, hervez ar vitologiezh c'hresian, a oa bet skrapet gant Zeus peogwir e vage-eñ karantez outi. Europa ne gredas ket nac'h mont war gein an doue en doa kemeret stumm un tarv kaer ha jentil-tre. Ober a reas Zeus ul lamm war-c'horre ar mor betek enez e c'hanedigezh, Kreta. Eno e c'hanas Europa Minos ha Rhadamantos, barnerien ar re varv. Roet e voe anv Europa d'ar c'hevandir a oa chomet dizanv c'hoazh hervez ur soñj c'hoarvezet d'ar briñsez pa oa ur grennardez anezhi.
Douaroniezh [kemmañ]
Lec'hiadur Europa
Bevennoù Europa [kemmañ]
Dre m'eo Europa un iskevandir muioc'h eget ur c'hevandir eeun eo kemm-digemm ar bevennoù anezhi. Evit an douaroniezh e heuilh he bevennoù ar Mor Kreizdouar, strizh-mor Bosfor, Menez Elbruz, ha Menez-Oural. Evit abegoù politikel ha sevenadurel eo ledetoc'h Europa a-wechoù.
Istor [kemmañ]
Ragistor [kemmañ]
E Breizh eo bet kavet ar roudenn goshañ (war-dro 400 000 bloaz 'zo) lezet gant un tan graet gant un den (mougev Menez Dregan war an aod e Ploeneg).
Krennamzer [kemmañ]
Kalz brezelioù a zo etre broioù Europa.
Istor nevez [kemmañ]
Peogwir o deus bet c'hoant da berc'hennañ kalz broioù all war ar bed eo en em gannet broioù Europa kenetrezo. Se eo abeg ar c'hentañ brezel-bed. Pa voe echu ar brezel-mañ, emañ izelaet ha mezhekaet Bro-Alamagn gant Bro-C'hall. Setu perak e komañs ur brezel-bed nevez.
Ur wech echu an eil brezel-bed, setu troc'het Europa etre Europa ar C'hornôg, eus tu an Amerikaned hag Europa ar Reter eus tu an Unaniezh Soviedel.
Kroget e voe da unvaniñ broioù Europa ar c'hornôg goude an eil brezel-bed. E dibenn an XXvet kantved ez a d'ar strad ar bed komunist; setu perak e vez klasket bremañ unaniñ broioù Europa ar reter gant reoù ar c'hornôg.
Doareoù da rannañ Europa [kemmañ]
Gwelet ivez:
- Europa ar C'hornaoueg
- Europa ar C'hreiz
- Europa ar Gevred
- Europa an Norzh
- Europa ar Reter
- Europa ar Su
Gwelet ivez [kemmañ]
Web [kemmañ]
| Kevandirioù ha rannvedoù | |||
Norzhamerika |
Europa |
Eurazia |
Azia |
Amerikaoù |
Eurafrazia |
Okeania |
Aostralia |
Suamerika |
Afrika |
Antarktika |
Gourgevandirioù kozh : Gondwana • Laurazia • Pangea • Rodinia |