Svalbard
|
|||||||
![]() |
|||||||
| Yezh ofisiel | Norvegeg | ||||||
| Kêr-benn | Longyearbyen | ||||||
| Statud politikel | Tiriad tramor eus Norvegia |
||||||
| Gouarnamant - Roue - Gouarnour |
Harald V Per Sefland |
||||||
| Gorread - En holl - % dour |
62 049 km² |
||||||
| Poblañs - En holl (2004) - Stankter |
2 756 0,04/km² |
||||||
| Moneiz | Krona (NOK) | ||||||
| Kan broadel | Ja, vi elsker dette landet (kan broadel Norvegia) |
||||||
| Kod war ar Genrouedad | .no (.sj ivez, a-gevret gant Jan Mayen, met n’emañ ket en implij) | ||||||
| Kod pellgomz | 47 | ||||||
Svalbard a zo un enezeg e Meurvor Arktika, en norzh da Europa, hanter-hent etre Norvegia ha Pennahel an Norzh. Ur strollad inizi eo, lec’hiet etre 76º ha 81º ledred norzh hag etre 10º ha 32° hedred reter. Stag eo an enezeg ouzh Rouantelezh Norvegia. Teir enezenn a zo tud o chom warno : Spitsbergen, an hini vrasañ, Bjørnøya ha Hopen. Longyearbyen eo ar gêr vrasañ hag ar gêr-benn. Gant Emglev Svalbard, sinet e 1920, e voe anavezet riegezh Norvegia war an enezeg. Gant Feur-emglev Svalbard e 1920, e teuas da vezañ ul lodenn eus Rouantelezh Norvegia (deuet en he c'herzh e 1925), met bez ez eo c’hoazh unan eus ar pevar ziriad er bed a zo anavezet o statud arbennik gant emglevioù etrebroadel. Gwechall e veze anvet an holl enezeg Spitsbergen (Spitzberg e galleg) diwar anv an enezenn vrasañ. Spitsbergen a zo evit "menez pikerniet".
Istor [kemmañ]
Marteze eo bet dizolet inizi Svalbard gant ar Vikinged er XIIvet kantved pa 'z eus anv eus Svalbard(= riblenn yen) er sagaioù hennorvegeg, met lod a soñj e c'hell bezañ ur riblenn yen all evel an enezenn Jan Mayen pe ar Greunland.
En ur doare suroc'h e c'heller tennañ kont eus an dizoloadenn graet gant an ergerzher izelvroat Wilem Barentz e 1596. Er 17vet ha 18vet kantvet e oe korvoet an enezenn Spitsbergen evel un annez etrebroadel evit ar balmumetañ ken ez eas da get balum ar Greunland. Gant bagoù an Izelvroiz, an Daned, Breizhveuriz, ar C'hallaoued hag an Norvegiz e oe chaset ar balumed hag 60 000 anezho gant an Izelvroiz nemeto.
Ul lec'h evit mont da ergerzhañ Arktika eo bet ivez p'emañ e kreiz Meurvor Arktika.
E derou an XXvet kantved e krogas embregerezhioù eus meur a vro kleuziañ mengleuzioù glaou. Gant ar "Feur-emglev o tennañ da Spitsbergen" sinaet e 1920 e oe anavezet riegezh Norvegia, met gant gwirioù bevennet. Chom a rae pep a stal korvoiñ evel m'emaint (mengleuzioù glaou peurvuiañ) ha ne oa ket aotreet da Norvegia staliañ he lu.
Krediñ a ra lod an istorourien eo bet roet Svalbard da Norvegia evit he drugarekaat p'he doa stourmet taer war vor a-enep d'an Alamaned e-doug ar Brezel-Bed kentañ ha kollet un toullad bras tud ha bagoù ganti.
Hiriv ne chom nemet mengleuzioù glaou norvegat ha rusian. E 2008 eo bet krouet ur gwarez danzouar evit hadoù ar bed.
Douaroniezh [kemmañ]
|
|
|
|---|---|
| Enez Bouvet · Jan Mayen · Tir ar Rouanez Maud · Enez Peter I · Svalbard | |
