Brezel-bed kentañ

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Brezel-bed kentañ
brezel bed, marevezh istorel
Rann euslate modern period Kemmañ
ArvezImpalaeriezh trevadennel Alamagn Kemmañ
Heuliet gantEil Brezel-bed, interwar period Kemmañ
Deiziad11 Du 1918 Kemmañ
Deiziad kregiñ28 Gou 1914 Kemmañ
Deiziad echuiñ11 Du 1918 Kemmañ
PerzhiadKevredidi ar C'hentañ Brezel-bed, Galloudoù kreiz, Aostralia, Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon Kemmañ
Abeg pennañabegoù lies Kemmañ
Abeg kentizhGwalldaol Sarajevo Kemmañ
Deskrivet drePhyllis Buchanan Fonds Kemmañ
Istortimeline of World War I, diplomatic history of World War I Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://dmna.ny.gov/historic/reghist/wwi/HonorList/?l=g Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of World War I Kemmañ
Perzhidi er Brezel-Bed kentañ
  • ██ Kevredidi hag o zrevadennoù
  • ██ Impalaeriezhioù Kreiz hag o zrevadennoù
  • ██ Stadoù neptu
  • An emglevioù etre ar stadoù

    Ar Brezel-bed kentañ pe Brezel Bras a zo ur brezel hag a c'hoarvezas en Europa dreist-holl etre 1914 ha 1918. Eno eo e c'hoarvezas an emgannoù brasañ met brezel a voe en holl gevandirioù hag en holl gornioù ar bed, war zouar ha war vor, hag en oabl ivez evit ar wech kentañ.

    Brezel-bed, a vez laret, rak ar wech kentañ e voe gwelout kemend-all a vroioù o kemer perzh. Koulskoude, a-raok ma strakas an Eil Brezel-bed e veze anvet ar Brezel Bras, ha soñjal a rae d'an dud e vije an hini diwezhañ. E galleg e oa bet savet al lesanv La Der des Ders.

    Ar "Poilus" breton skeudennet en ur gazetenn. "Yann-Vari, ur breton anezhañ, ’gomz ket kalz met marc'h labour eo."

    E-pad an hañv 1914 e strakas ar brezel-se da-heul Gwalldaol Sarajevo d'an 28 a viz Mezheven, drouklazh an arc'hdug Franz Ferdinand von Österreich-Este, pennhêr impalaeriezh Aostria-Hungaria, hag e bried, dugez Hohenberg, gant ar broadelour serb, eus Bosnia, Gavrilo Princip.

    Bloavezh 1918, ar Galloudoù kreiz a oa krog da gouezhañ; Bulgaria a sine un arsav-brezel d'an 29 a viz Gwengolo, an Ottomaned d'an 31 a viz Here, Aostria-Hungaria d'an 3 a viz Du. E-unan, gant an Dispac'h Alaman o sevel hag ul lu o vont da emsevel, ar C'haiser Wilhelm a zilez an tron d'an 9 a viz Du, hag ar gouarnamant alaman nevez a sin an arsav-brezel d'an 11 a viz Du 1918, oc'h echuiñ ar brezel. D'an 11 a viz Du 1918 e Koadeg Compiègne e voe sinet an arsav-brezel, ha d'an 28 a viz Mezheven 1919 e voe sinet ar peoc'h (Feur-emglev Versailhez).

    Ar Brezel Bras a zo bet unan eus gwasañ brezelioù istor Mab-den gant un 9 milion soudard lazhet gant 23 milion gloazet, ouzhpenn 5 milion trevour a oa bet lazhet gant obererezhioù milourel, naonegezh ha kleñvedoù.

    Anvioù ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    An anv brezel-bed a zo bet krouet e miz Gwengolo 1914 gant ar biologour ha prederour alaman Ernst Haeckel. Embannet en doa "there is no doubt that the course and character of the feared 'European War' ... will become the first world war in the full sense of the word," er gazetenn The Indianapolis Star d'an 20 a viz Gwengolo 1914. An droienn Kentañ Brezel-bed a oa bet implijet gant al Letanant-koronal Charles à Court Repington, evel titl e skrid-buhez embannet 1920). Skrivet en doa e oa bet o eskemm a-zivout an droienn-se gant ar Major Johnstone eus Skol-veur Harvard d'an 10 a viz Gwengolo 1918.

    Breizh hag ar C'hentañ Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Drastus e voe ar Brezel bras evit Breizh war meur a zachenn, sokial, denel.

    E Pariz - Les Invalides - Plakenn koun d'ar soudarded breton marvet e-pad ar C'hentañ Brezel-bed

    El lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Nebeut oberennoù en brezhoneg a zo bet a-ziwar ar C'hentañ Brezel-bed.

    Talbennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Emgannoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    • KOSTIOU Jeremi, Quand Pontanezen révèle ses vestiges…, e-barzh Les Cahiers de l’Iroise, 2017, niv. 225, pp. 176–190.
    • KOSTIOU Jeremi, Le deuil et la place des morts dans le Trégor au sortir de la Grande Guerre: modes vestimentaires et pratiques culturelles, Kreizenn enklaskoù istorel Bro-Leon, Brest, 2019[4].

    Abadennoù skingomz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    • BLANCHARD Erwan, Derc'hel koun eus ar Brezel bras, Arvorig FM, 4 a viz Meurzh 2015.

    Abadennoù skinwel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    • SICOT Julie, La Bretagne au sortir de la Grande Guerre, Tébéo/TébéSud, 2018, abadenn 56 munud.
    • JUIF Daniel, LAUGIER Gilles ha FRANÇOIS Julie, Bretagne. Le centenaire de la 1ère Guerre mondiale à Ploudaniel, Chemins de traverse, Tébéo/TébéSud, 19 a viz Gwengolo 2018, kelaouadenn 5 munud.

    Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    1. "Waraok, Kelt mat! Ha tenn ha sko! Kouezh mar kouezezh, 'vit ar vro eo! Met sko, sko, sko! O breur, sko! Hep ehan, hep diskuizh, hep truez, tan dezhañ! Lazh ha tag, p'en deo ret! O breur lazh! Bez ar frailh hag a val, ar garreg hag a flastr, ar gurun a freuz, ar mor a veuz: bez ar C'hadour. Dalc'h koun e oa da gourdadoù kaored divent a grene Germania dirak sell o lagad."
    2. «en kreizig-kreiz rannvro Arras, e-deroù miz Here 1914. Toullet hon devoa trañcheoù en derc'hent. Hag e oamp distroet a-drêk evit kousket er c'hraoù-foen. An deiz war-lerc'h e oamp prest da vont e-barzh hon trañcheoù. Reiñ a reas kement-se ar C'horonal gourc'hemenn deomp : «Baïonnette au canon, en avant!». «Ha ni neuze da vont war-raok. Ar blaenenn an hini e oa, parkeier ken plaen hag an dorn. O kregiñ da glevet ar boledoù o c'hwibanaat em divskouarn e oan pa welis a-daol-trumm brageier ruz o fontañ er pradoù beterabez. Redek hon devoa graet evel-henn e-pad un degad a vunutennoù kent kavout goudor a-drêk ur c'hleuzig. Steudennet e voemp koulskoude gant an Alamaniz ha setu an obuzioù oc'h arruout dre amañ. Klevout a ris unan dioute o lavarout : «Celui-là est pour moi, je vais mourir». Un aspedenn a ris neuze : «Santez Anna Wened, savetaet din ma buhez!». An amzer em boe bet da gas ma fal d'un dorn d'egile pa flastras un obuz daou vetrad ac'hane. Stekiñ a reas kement-mañ ma fal. Un frapadig amzer goude e saven hag e c'halven ma c'hamaladed. Den na respontas din : a-gleiz kement hag a-zehoù, bez' e oa pemp pe c'hwec'h den astennet, marv. An hini manet bev nemetañ e oan
    3. Dastumad embannet gant TIR, 2018
    4. Levraoueg niverel KEIBL