Emgann Verdun
Emgann Verdun a zo un emgan eus ar Brezel-bed kentañ eus an 21 a viz C'hwevrer d'an 19 a viz Kerzu 1916 e-kichen Verdun e Bro-C'hall, etre an armeoù gall hag alaman. Prientet e oa gant ar jeneral von Falkenhayn, penn an arme alaman, evel un emgann a oa e bal « diwadañ net an arme c'hall »[1] dindan ur glav obuzioù. Hogos ken koustus e vo avat evit an arme alaman hag evit ar C'hallaoued. 300 000 soudard a varvas, 163 000 soudard gall ha 143 000 alaman. Echuiñ a reas an emgann gant un distro da stad an traoù araozañ. E-pad an amzer-se, eus miz Gouere da viz Du en em ganne an arme saoz en emgann la Somme, ken gwadus all ha gant disoc'hoù ken dister all.
Verdun a oa, evel Emgann la Somme, ur gentel spontus a vo komprenet gant damkaniourien alaman zo. Stabilded an talbenn, daoust d'an niver a soudarded en argadoù, a zeu eus ezvezañs karbedoù hobregonet : e 1940 e kouezho Verdun e 24 eurvezh dindan tennoù ar panzerioù.
Filmoù [kemmañ]
- Verdun : Visions d'histoire, gant Léon Poirier (2006).
- Verdun vu par le cinéma des armées, produet gant an ECPAD (2008).
- Verdun, 90 anniversaire, gant Daniel Costelle, (2006).
- Le Siècle de Verdun, gant Patrick Barbéris (2006).
- The Great War, produet gant ar BBC, (1964). Verdun en teulfilm : rannbennad 11, Hell cannot be so terrible.
Levrlennadur [kemmañ]
- Christophe Gué, « Verdun », in François Lagrange (dir.), Inventaire de la Grande Guerre, Universalis, 2005.
- Jean-Jacques Becker, Dictionnaire de la Grande Guerre, Bruxelles, André Versaille éditeur, 2008.
- Alexandre Niess « Du Chemin des Dames à Verdun. Caractéristiques de la mémoire de la Première Guerre mondiale dans les monuments aux morts de la Zone Rouge » in Dan Brewer, Patricia Lorcin (dir.), Spaces of War. France and the Francophone World, University of Minnesota, à paraître en 2008.