Degemer
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Deuet mat oc'h war Wikipedia, holloueziadur digor, digoust, frank a wirioù, liesyezhek hag a c'hall bezañ gwellaet gant an holl
| Breizh Pennad Breizh — Brezhoneg — Istor — Douaroniezh — Lennegezh ha Lennegezh vrezhonek — Keltia hag ar Broioù keltiek |
|
* War-raok atav ez a ar Wikipedia brezhonek ! Gant hon holloueziadur ez eus bet tizhet 30 000 pennad d'ar 25 a viz Here ! Ar brezhoneg eo ar 51añ yezh o tizhout ar vevenn arouezius-se. Lec'hiet omp a-dreñv al latin ha dirak al luksembourgeg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr. Hogen m’emaomp en ur renk mat evit an niver a bennadoù, emaomp en ur renk izeloc’h evit an danvez anezho. Kalz traoù a vank evel Abraham, Oadvezh ar maen pe Avu, ha kalz pennadoù n’int nemet « danvez pennadoù » pennadoù diechu. Piv a raio gwir bennadoù eus aval, galizeg pe Herri VIII (Bro-Saoz) ? Sellit ouzh Roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ, pe ouzh ar renk zo ganimp pa glasker muzuliañ danvez holloueziadurel ar Wiki brezhonek. Pep hini ac’hanoc’h a c’hall kas ar raktres war-raok pelloc’h, dre sevel pennadoù nevez pe dre wellaat ar pennadoù zo bet savet dija. * Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, adkavout tud all, reiñ ho soñj, kit bep sizhun d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien. * Taolit ur sell ouzh ar pennadoù diwezhañ savet gant hor c'henlabourerien nevez 'zo. E-touez ar pennadoù savet e-pad an tri miz diwezhañ e kaver poltredoù tud a bep seurt : ar priñs kembreat Llywelyn ab Iorwerth, ar reder Jesse Owens, ar merdeer Jacques-Yves Le Toumelin, ar skrivagnerez vrezhonek Gwenvred Latimier-Kervella pe ar politikour stadunanat Ted Kennedy, nevez-aet d’an Anaon... Ar prizioù Nobel a zo bet roet n'eus ket pell, met gant piv int aet ? Derc’hel a ra ar paotr Gouerouz da zegas dimp pennadoù diwar-benn al loened : kit da deurel ur sell ouzh: ar fazaned, ar c’hlujiri, ar gwazi, houidi, ar vuoc’hig-Doue pe ar gwiñver, ha skrivit un nebeud linennoù da astenn ar pennadoù-se.Un tamm mat a bennadoù hon eus bremañ diwar-benn Alamagn : Bundestag, ar strollad CDU, stadoù Schleswig-Holstein pe Thüringen, ar c’hirri Trabant… Ha bremañ ez eus bet savet ur porched war an tem-se, Porched:Alamagn. Kit neuze da bourmen etre ar pennadoù ha da lenn an danvez nevez a ginnigomp deoc'h. Plijout a ra deoc'h an nevezenti, nag ur chañs an devezh mat eo. Krouet eo bet ivez Porched an Izelvroioù. Kemeret ez eus bet amzer ivez da gempenn ar re all, kit da welout amañ evit dizolioñ anezho holl. Mar plij deoc’h redek, e c’halloc’h kemer perzh e Redadeg 2010 evit ar brezhoneg. An emgann a gavoc'h gwelloc'h, amañ ez eus a bep tra, sellit ouzh bazh-emgann. Mar plij deoc’h ar sonerezh rock, lennit ar pennadoù Dimmu Borgir ha Hellfest ! Hag ar re a blij dezho muioc’h an hengoun a gavo gras gant an ti-plouz. Beajiñ dre ar bed e brezhoneg a c’hallit ober gant Wikipedia ha mont betek Mor Aral e-kreiz Azia pe al lenn Titicaca en Andoù, chomit a sav e Galiza ha kasit deomp ur gartenn, pe klokait un nebeud pennadoù. Hag e-touez ar pennadoù all a bep seurt a c’haller lenn amañ e brezhoneg (ha pelec’h all ?) : kalon, triskell, marbr, Briwer, pe Jan van Eyck… Lenn a blij deoc'h Keit Vimp Bev a zo, pe Bremañ.Lennadennoù mat d’an holl ac’hanoc’h ! * Kit ivez da gejañ gant hor merour nevez hag a labour start, evel-just ez eo Ex-Smith. Gourc'hemennoù dezhañ ! A bep seurt
|
Doare ar 1añ a viz Kerzu 2009 ha Keleier ar vro.
==================================================================
Pennad ar miz : Moger Berlin Ouzhpenn bezañ ur voger e oa ur c'hempennadur arme luziet ennañ div voger 3,6 metr uhelder, hentoù-ged, 302 virador, alarmoù, 14 000 gward, 600 ki hag orjal dreinek. Meur a annezad eus Republik Demokratel Alamagn a varvas pa glaskjont mont en tu all d’ar Voger, rak implijet e veze o armoù gant ar soudared alaman ha rusian a ziwalle anezhi ha tennañ a raent war an dud a glaske tremen dre guzh. Pa’z eas URSS war wanaat ha da-heul manifestadegoù stank gant Alamaned ar reter e voe roet aotre da dremen ha diskaret e voe ar Voger d'an 9 a viz Du 1989. Da-heul e voe adunvanet Alamagn buan a-walc'h, ha diskaret ivez stadoù komunour Bloc'had ar reter. Hiziv an deiz ne chom tost netra eus ar Voger, un nebeud tammoù a zo bet miret e Berlin memestra. Meur a virdi a zo gouestlet dezhi. Un arouez eus ar Brezel yen eo bet ivez, hag implijet eo bet da zanvez meur a oberenn arzel (lennegezh, sinema, sonerezh). Evit kenderc'hel da lenn : Moger Berlin |
|||||||||||||||||||||||||
|
Ur raktres eus diazezadur Wikimedia eo Wikipedia. Meur a raktres Wiki all, liesyezhek, digoust ha frank a wirioù zo ivez :
|
||||||||||||||||||||||||||