Israel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
מדינת ישראל
(Medīnat Yisra'el)
دولة إسرائيل
(Dawlat Isrā'īl)

Banniel Israel Skoed-ardamez Israel
(Banniel Israel) (Skoed-ardamez Israel)
Israel in its region (pre 1967 territory).svg
Kan broadel התקווה (HaTikva)
Yezhoù ofisiel pe kenofisiel Hebraeg, arabeg
Kêr-benn Jeruzalem (hervez Stad Israel)
Tel Aviv (hervez ABU
Gorread
-En holl
-% dour

20 991 km²
2%
Poblañs
-Hollad
-Stankder ar boblañs

8 051 200 (2013)
331/km²
Prezidant Shimon Peres
Kentañ ministr Benjamin Netanyahu
Gouel broadel 14 a viz Mae
Moneiz Shekel (₪)
Kod pellgomz 972
Kod war ar Genrouedad .il

Israel, Stad Israel en un doare ofisiel, (Hebreaeg : מְדִינַת יִשְׂרָאֵל‎, Medīnat Yisrā'el, AFE : [me̞diˈnät jisʁäˈʔe̞l]; Arabeg: دَوْلَة إِسْرَائِيل‎, Dawlat Isrāʼīl, AFE : [dawlat ʔisraːˈʔiːl]) zo ur Stad eus ar Reter-nesañ bevennet gant ar Mor Kreizdouar. E stadoù amezek a zo Liban en norzh, Siria e biz, Jordania ha Sisjordania er Reter hag Ejipt ha Bandenn Gaza er mervent. En em ginnig a ra evel Stad ar bobl yuzev, anezhi hêrez an “Israelviblek. Ar Stad nemetañ gant muianiver a boblañs yuzev eo. An hebraeg eo he yezh (an arabeg a zo yezh ofisiel ivez). Un demokratelezh kannadel eo.

Goude bezañ disklêriet un zisentez gant ABU e 1947 diwar-benn ar Balestina fiziadour eo bet disklêriet e 1948 bezañs "ur Stad yuzev war Eretz Israel" gant David Ben Gourion, penn Aozadur Sionad ar Bed ha gant Ajañs Yuzev evit ar Balestina. An deiz-war lec'h eo bet arsailhet Israel gant ar broioù arabek evit sikour Arabed ar Balestina. Meur a vrezel zo bet etrezo abaoe ar pezh a gas Israel da ac'hubiñ Sisjordania, Ledenez Sinai etre 1967 ha 1982, Bandenn Gaza ha Uhelgompezenn ar Golan.

Orin an anv[kemmañ]

Pa oa disklêriet dizalc'h Israel e 1948 a oa anvet Medinat Yisrael ("Stad Israel") en un doare ofisiel, goude bezañ nac'het meur a ginnig a orin istorel pe relijiel evel Eretz Israel ("Douar Israel"), Zion, Judea. Goude nebeut a sizhunvezhioù goude an dizalc'h e bet kinniget gant Ministr an Aferioù Estren Moshe Sharett an anv "Israelian" (ישראלי en hebraeg, Israeli e saozneg).

En istor eo bet implijet an anv Israel, war dachenn ar relijion pe tachennoù boutin, evit Rouantelezh Israel pe ar Yuzevien penn-da-benn. Hervez ar Bibl hebraek eo bet roet an anv-se d'ar patriarch Jakob (Hebraeg Yisraʾel, Isrāʾīl; Gresianeg ar Septant : Ἰσραήλ Israēl; "stourm gant Doue") goude bezañ trec'het gantañ ur stourm ouzh ael Doue. E zaouzek mab a zo gourdadoù an Israeliz, pe an Daouzek Meuriad Israel (pe an Daouzek Bugel Israel), a veve e Kanaan betek rankout mont da Egipt. Aze int bet lakaet e sklaverezh betek buhez Moisez a zifenne anezho, o kas anezho da Ganaan adarre. An arouez istorel kentañ a veneg en anv Israel a zo Maen-sonn Merneptah, war-dro XIIIvet kantved a-raok J-K.

An dachenn a zo anavezet ivez evel an "Douar Santel", dre vezañ santelaet gant an holl relijionoù Abraham (ar Yuzevegezh, ar Gristeniezh, an Islam hag ar gredenn Bahá'í). A-raok diskleriadenn dizalc'h Israel e veze anavezet an dachenn-mañ evel Siria kreisteiz, Siria Palestina, Rouantelezh Jeruzalem, Proviñs Iudaea, Coele-Syria, Retjenu, Kanaan ha dreist-holl Palestina.

Istor[kemmañ]

War-dro 1200 a-raok J.-K e voe skrivet an anv Israel war maen-koun Merenptah evit ar wech kentañ.

Abaoe m’eo bet savet steuñv rannañ Palestina e 1947 gant ar Broadoù-Unanet ez eus bet meur a vrezel etre an Israeliz hag an Arabed ha meur a feur-emglev zo bet sinet ganto. Rak-se eo bet cheñchet harzoù ar vro meur a wech.

Pouezus-kenañ eo bet disentezioù zo eus ar Broadoù-Unanet evit Israel, en o mesk an Disentez 242 (1967) a voe kinniget d’an 22 a viz Kerzu 1967 hag an Disentez 338 (1973) a voe kinniget d’an 22 a viz Here 1973 gant ar C'huzul surentez evit lakaat ehan d’ar brezelioù a oa savet etre an Israeliz hag an Arabed.

A-douez ar broioù arab eo anavezet Stad Israel gant Egipt, Jordania, Maouritania hag Aotrouniezh Vroadel Palestina hogen n’eo ket anavezet gant ar broioù arab all. Anavezet eo evel ur vro sionist gant Siria hag Iran. An darn vrasañ eus ar broioù muzulman, a-hend-all, o devez darempredoù diplomatel gant Israel. En o zouez, Albania, Turkia, Azerbaidjan hag ar broioù eus kreiz Azia a oa bet gwechall en Unaniezh Soviedel) [1].

Politikerezh[kemmañ]

Ur sistem parlamantel a zo da Israel a ya en-dro en ur Republik demokratel gant ar vot hollek. Ur c'hannad heuliet gant ar muiañ niver eus ar Gannaded a zeu da vezañ Kentañ Ministr, an den-mañ a zo alies penn ar strollad pouezusañ. Ar C'hentañ Ministr a zo penn ar gouarnamant. Renet e vez Israel gant 120 den a ra ar Knesset, a zo diazezet war dilennadegoù war-ventez a ziskouez pep strolladoù politikel dre o fouez e politikerezh, ar pezh a roe Gouarnamantoù kengevredad.

Aozet e vez dilennadegoù pep 4 bloaz, met kengevredadoù distabil pe votadegoù a-enep ar gouarnamant a c'hall distruj ur gouarnamant en a-raok. Mont a ra en-dro Lezennoù Diazez Israel evel ur Vonreizh ket ofisiel. Adalek 2003 e krog ar Knesset da labourat war ur Vonreizh ofisiel diazezet war al lezennoù-se. Penn ar Stad eo Prezidant Israel, met n'en deus nemet gwirioù harzet ha dleadoù lid.

Rannoù melestradurel[kemmañ]

Pennad pennañ : Distrigoù Israel

Rannet eo bet Stad Israel e c'hwec'h distrig melestradurel pennañ, anvet mehozot (מחוזות; unander : mahoz) – Kreiz, Haifa, Jeruzalem, Norzh, Su, ha Tel Aviv, hag ivez Tiriad Judea ha Samaria e Sisjordania. Rannet e vez an distrigoù pemzek isdistrig anvet nafot (נפות; unander : nafa), a zo isrannet c'hoazh e hanter-kant rannvro naturel[2].

Distrig Kêr bennañ Isdistrig Annezad
Norzh Nazareth Kinneret, Safed, Akko, Golan, Traoñienn Jezreel 1,242,100
Haifa Haifa Haifa, Hadera 880,000
Kreiz Ramla Rishon Lezion, Sharon (Netanya), Petah Tikva, Ramla, Rehovot 1,770,200
Tel Aviv Tel Aviv Bat Yam, Bnei Brak, Giv'atayim, Holon, Ramat Gan, Tel Aviv 1,227,000
Jeruzalem Jeruzalem Jeruzalem 910,300
Su Beersheba Ashkelon, Beersheba 1,053,600
Judea ha Samaria Modi'in Illit Sisjordania 2,592,555[3]
(350,143 zrevidig yuzev)‏‏[4]

Armerzh[kemmañ]

Douaroniezh[kemmañ]

Israel hag an Tiriadoù palestinian e miz Genver 2003(Luc’hskeudenn dre loarell)

Israel zo stok-ha-stok ouzh Liban en norzh, ouzh Siria er biz, ouzh Sisjordania ha Jordania er reter, ouzh Egipt hag ouzh Gaza er mervent. A-hend-all eo lec’hiet ar vro e-kichenik ar Mor Kreizdouar er c'hornôg hag e-kichenik pleg-mor Aqaba er su.

Tachennad Israel hep an tiriadoù aloubet e 1967 a ra war-dro 20 770 kilometr karrez, gant 2% a zour. Koulskoude eo ken strizh douaroù ar vro a zo e dakad armerzhel miret div wezh tiriad Israel. Ma zo kemeret an holl zouaroù dindan lezenn Israel (gant an tiriadoù tabutet evel Uhelderioù Golan) a zo 22 072 km² ledan ar vro, ha ma zo ouzhpennet an tiriadoù renet gant Israel e Sisjordania (a zo strewet etre lezenn Israel ha lezenn Aotrouniezh Vroadel Palestina) e vez kavet 27 799 km². Daoust ma z'eo bihan a-walc'h e vez kavet meur a ziforc'h gant an douaroniezh. Kavet e vez 70% eus ar boblañs tro-dro an aod. Er Reter ar Menezioù kreiz emañ an draoñienn Rift Jordan, a zo perzh eus an draoñienn rift bras en Afrika.

Redek ar ra Stêr Jourden a-hed rift Jourden eus Menez Hermon betek ar Mor Marv (a zo al lec'h izelañ er bed) o tremen dre draoñienn Hullah ha Mor Galile. E kreisteiz ez eo stêr Arabah a red betek Mor Ruz. Ne vez kavet makhteshim (pe kelc'hioù rimiat) nemet en Israel hag e Ledenez Sinai. An hini brasañ a zo e Neguev. Disklêriet eo bet gant un zezrevell diwar an endro ez eus en Israel ar muiañ niver a spesoù plant bep metr karrez eus pep korn an Oriant nesañ.

An gwrezioù en Israel a c'hall variañ kalz, dreist-holl e-pad ar goañv. Gallout a ra ar rannvroioù menezeg bezañ avelus, yen hag a-wezhioù erc'hus : bep bloaz e vez tapet gant Jeruzalem un tamm erc'h. Kêrioù war an aod evel Tel Aviv pe Haifa o deus un hin kreizdouarel gant goañvoù fresk ha glavus ha hañvoù hir ha tomm. Leur Beersheba ha Neguev an hanternoz o deus un hin hanter-sec'h gant hañvoù tomm ha goañvoù fresk gant nebeutoc'h a c'hlav eget hin Mor Kreizdouar. Neguev ar c'hreisteiz hag an Arava o deus un hin sec'h gant hañvoù tomm-tre ha sec'h-tre ha goañvoù dous gant nebeut-tre a c'hlav. Rekord ar wrez dommañ en Azia (53.7 °C/128.7 °F) a zo bet muzuliet e 1942 e Tirat Zvi, ur c'hibboutz war Jourden an hanternoz.

Douaroniezh politikel[kemmañ]

Luziet-kenañ e teu an traoù da vezañ pa vez graet anv eus harzoù Israel. Kemmet eo bet an harzoù meur a wech abaoe m’eo bet krouet ar vro-se. Gant-se e kav broioù zo abeg en harzoù Israel. Ouzhpenn-se ez eus bet aloubet gant Israel meur a diriad ganti ha tiriadoù all zo stag outi da vat.

D’ar 15 a viz Mae 1948 eo bet degemeret Israel gant meur a Stad er bed a-bezh, en o zouez ar Stadoù-Unanet pe an URSS hervez Steuñv rannañ an ABU. Goude ar brezel israelat-hag-arab er bloaz 1948 ez eo bet kemmet an harzoù hag e-se eo bet degemeret Israel gant an ABU hag an darn vrasañ eus broioù ar c'hornôg en tiriadoù zo bet divizet an harzoù anezho hervez al linennoù arsav-brezel eus 1949. N'eo ket bet degemeret an harzoù-se gant an holl vroioù arab ha muzulman. Dicheñch eo an traoù abaoe 1949.

Meur a diriad zo bet aloubet gant Israel, koulskoude, goude ar brezelioù israelat-hag-arab. Tiriadoù zo aloubet c’hoazh gant Israel, tiriadoù all zo stag outi da vat. Gant Emglevioù a beoc’h he deus Israel adroet tiriadoù zo pe ne vez ket aloubet tiriadoù zo ken.

E miz Mezheven 1967 eo bet aloubet Sinai, Gaza, Sisjordania, Reter Jeruzalem, Golan gant Israel. Aet eo Israel kuit eus Sinai e 1982 da-heul Emglevioù Kamp David gant Egipt. Kuitaet he deus Israel Gaza e-pad an hañv e 2005.

  • Aet eo Israel kuit eus Sinai e 1982 da-heul an Emglevioù Kamp David bet sinet gant Egipt.
  • Aet eo Israel kuit eus Gaza e-pad an hañv 2005, ar pezh n'eo ket degemeret gant ar Broadoù-Unanet dre ma vez kontrollet an oabl, ar mor hag an harzoù gant Israel c'hoazh. Evit gouzout hiroc’h e c’haller mont war al lec’hienn Gerouedad [1] (gallout a reer enskrivañ evit netra). Mat eo gouzout n’he deus an tiriad-se statud etrebroadel ebet hiziv an deiz.
  • Aloubet eo Sisjordania a-bezh, war-bouez an takadoù emren palestinian hag an tiriadoù bet kuitaet gant Israel e-pad an hañv 2005.
  • Golan, kerkoulz hag atantoù Chebaa, zo bet staget ouzh Israel e 1981. Rendael zo etre tud zo a-zivout an atantoù-se. Evit gwir, lod eus an dud a soñj dezho emañ Siria perc’henn warno, lod all a soñj dezho emañ Liban perc’henn warno.

Liban zo bet aloubet gant Israel etre 1982 ha 2000, da-heul an Oberiadenn Peoc’h e Galilea. Evit an dud a soñj dezho eo perc’henn Liban war atantoù Sheeba ez eo aloubet tiriadoù Liban gant Israel c’hoazh.


Poblañs[kemmañ]

7 026 000 a dud a ra o annez en Israel (da-geñver niveradeg miz Mae 2006), en o zouez 76 % a Yuzevien, (5 300 000 a dud) hag 20 % a Arabed israeliz (muzulmaned an darn vrasañ anezho dreist-holl, met un niver bihan a gristenien zo ivez). 306 000 a enbroidi zo bet enrollet ivez gant Ministrerezh an Diabarzh evel tud ha n'int ket yuzevien, eleze 4 % eus poblañs Israel. N’eo ket bet dalc’het kont en niveradeg-se eus niver an estrenien zo o chom en Israel met war-dro 150 000 e vefent.

Kresket eo poblañs Israel eus 118 000 annezad dindan vloaz, gant 138 000 bugel ganet en Israel e-pad ar prantad-se.

22 500 a enbroidi nevez a oa en em gavet en Israel e 2005, e-skoaz 22 000 er bloavezh a-raok. En o zouez e oa 9 300 den deuet eus URSS kozh, 3 700 den eus Etiopia, 3&nbsp000 den eus Frañs ha 2 600 den eus ar Stadoù-Unanet.

Israel eo ar vro nemeti ma'z eo Yuzevien an darn vrasañ eus an dud zo o chom enni. A orin eus pevar c’horn ar bed eo Yuzevien Israel : diforc’hiñ a reer ar « sabraed » (tud ganet en Israel, zo deuet o zud da chom da Israel nevez zo pe tud zo o familh o chom e Palestinia abaoe meur a gantved) diouzh an dud enbroet nevez zo hag o deus graet o « aliyah », da lavaret eo tud war an distro : an darn vrasañ anezho a zeu eus URSS kozh met ivez eus Frañs, ar Stadoù-Unanet, Arc’hantina, h.a.).

Druzed ha Sirkasinaed zo o chom en Israel ivez. Rankout a reont ober o c’hoñje. Er c’hontrol, ne rank ket an Arabed israeliz en ober met niverus eo ar Vedouined a ra o servij soudard a-fetepañs en arme Israel. Arabed israeliz hag ivez Muzulmaned zo izili eus an arme-se.

Dasparzh poblañs Israel : 45 % eus tud Israel zo o chom er c’hêrioù en tu-hont da 100 000 a annezidi.

Ar c'hêrioù[kemmañ]

5 kêr en tu-hont da 200 000 a annezidi zo en Israel : Jeruzalem, Tel Aviv, Haifa, Rishon LeZion ha Ashdod. Ur c'hard eus tud ar vro zo o chom er c'hêrioù-se.

Jeruzalem eo ar gêr gentañ eus Israel. 718 900 den zo o chom enni. E 1948 ne oant nemet 84 000 annezad.
Pa embannas Ben Gourion dizalc'hiezh Israel e oa 248 500 den o chom e Tel Aviv (30 % eus ar boblañs). Brasañ kêr Israel e oa. 378 800 den, eleze 5 % eus poblañs Israel, zo o chom enni hiziv an deiz.

Haifa eo an trede kêr eus ar vro. 267 700 den zo o chom enni hiziv, e-skoaz 98 600 e 1948.

14 kêr eus Israel zo en tu-hont da 100 000 den hag a zo oc’h ober o annez enno. En trowardroioù da Del Aviv emañ an darn vrasañ anezho.

Richon LeTsion eo ar pevare kêr eus eus ar vro. Ouzhpenn 219 800 den a ra o annez enni. 11 000 den a oa chom enni nemetken pa oa bet krouet Stad Israel.

581 000 den zo o chom war ar maez en Israel a-bezh, eleze 8 % eus poblañs ar vro%).
118 000 den zo o chom er c’hiboutzim, eleze 2 % eus ar boblañs. Ne oa nemet 6 % eus Israeliz a oa o chom war ar maez e 1948.

Sevenadur[kemmañ]

Gouelioù broadel
Deiziadoù Anv brezhonek Anv hebraek Deizioù gouel hervez an deiziadur gregorian
1 Tishri Bloaz Nevez Rosh Hashana etre ar 6 a viz Gwengolo hag ar 5 a viz Here
10 Tishri Devezh ar Pardon Bras Yom Kippour etre ar 15 a viz Gwengolo hag ar 14 a viz Here
15 Tishri Gouel al Lochoù Soukkot etre an 20 a viz Gwengolo hag an 19 a viz Here
22 Tishri Bodadeg an eizhvet devezh Chemini Atseret

Etre ar 27 a viz Gwengolo hag ar 26 a viz Here

15 Nissan Ar Pask Pessac'h etre ar 27 a viz Meurzh hag ar 25 a viz Ebrel
21 Nissan Ar Pask Pessac'h etre an 2 a viz Ebrel hag ar 1añ a viz Mae
5 Iyar Devezh an Dizalc’hiezh Yom Ha'atzmaout Etre ar 16 a viz Ebrel hag ar 15 a viz Mae
6 Sivan Gouel ar sizhunioù Chavouot etre ar 16 a viz Mae hag ar 14 a viz Mezheven
25 Kislev Gouel ar gouleier  Hanoukka etre ar 27 a viz Du hag ar 27 a viz Kerzu

Kazetennoù[kemmañ]

Tud brudet[kemmañ]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Lenn ar pennad-skrid saozneg e Wikipedia : (en) Foreign relations of Israel
  2. [ |url=http://www.cbs.gov.il/shnaton53/download/st_eng01.doc Central Bureau of Statistics |title=Introduction to the Tables: Geophysical Characteristics, gwelet 4.09.2007]
  3. CIA world factbook
  4. [url=http://www.israelhayom.co.il/site/newsletter_article.php?id=19600&newsletter=26.07.2012 יותר מ־350 אלף מתנחלים ביו"ש ]

Gwelet ivez[kemmañ]

Levrlennadurezh[kemmañ]

  • Al Liamm niv.44, niverenn gouestlet da Israel, Mae-Mezheven 1954.

Liammoù diavaez[kemmañ]