Hebraeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
| Hebraeg (עִבְרִית,'Ivrith) |
|
|---|---|
| Perzhioù | |
| Komzet e : | Israel, Palestina ha meur a vro all |
| Rannved : | |
| Komzet gant : | 7 500 000 |
| Renkadur : | goude 100 |
| Familh-yezh : | Yezhoù afrez-aziatek |
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | Israel |
| Akademiezh : | האקדמיה ללשון העברית, Ha-Aqademia La-Lashon Ha-‘Ivrith |
| Rizhouriezh | |
| Urzh ar gerioù | {{{urzh}}} |
| Frammadur silabek | {{{frammadur}}} |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | he |
| ISO 639-2 | heb |
| ISO 639-3 | {{{iso3}}} |
| Kod SIL | HEB |
| Deuit da welet ivez Yezh. | |
Ur yezh semitek eus is-skourr ar yezhoù kananek eo an hebraeg, pe hebreeg (diwar Hebre), ´Ivrith/ עִבְרִית en hebreeg, komzet gant 7 500 000 den en Israel, Palestina ha dre ar bed a-bezh. War-dro 6 000 000 eus e yezherien a zo yuzevion o chom en Israel. 700 000 bennak a bPalestiniz en Israel ha Palestina a ra gantañ evel eil yezh.
Skrivet e vez an hebraeg gant al lizherenneg hebraek (hag a vez implijet evit al lodenn vrasañ eus ar yezhoù yuzevek all ivez). Met n'eo ket an alfabet-se a orin hebraek e gwirionez: amprestet eo bet digant an aramaeg en henamzer.
An hebraeg hengounel a oa aet da get evel yezh komzet e Judea da c'houde emsav Bar Koc'hba (135-138 goude JK). E Galilea en doa kemeret an aramaeg e blas war-dro 200 kent JK dija. E-pad 1800 vloaz e veze implijet war an dachenn relijiel hepken.
En XXvet kantved ez eo bet lakaet an hebraeg da vevañ adarre a-drugarez da strivoù Eliezer Ben Yehouda (Eliezer Yitzc'hak Perelman, 1858-1922) dreist-holl. Hiziv an deiz ez eo unan eus yezhoù ofisiel Stad Israel. Meur a yezh yuzevek all a zo en arvar da vont da get abalamour da astenn an hebraeg.
Taolenn |
[kemmañ] Istor ar yezh
[kemmañ] Skritur
Skrivet e vez an hebraeg gant al lizherenneg hebraek.
[kemmañ] Gwelet ivez
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Ethnologue report for Hebrew
- Academy of Hebrew Language, the Institute which prescribes standards for modern Hebrew grammar, orthography, transliteration, and punctuation based upon the study of Hebrew's historical development.
- History of the Hebrew Language
- Grammars
- Online Hebrew Tutorial (foundationstone)
- Hebrew is easy (babel-site)
- Gesenius' Hebrew Grammar
- Learn Hebrew Verbs
- Dictionaries
- Root-based (Maskilon)
- Word-search English-Hebrew and Hebrew-English (Morfix)
- Hebrew-English (Maskilon)
- Hebrew-English (DAVAR freeware, english)
- Hebrew-English (Webster's Rosetta Edition)
- English-Hebrew (Maskilon)
- English-Hebrew (My Hebrew Dictionary)
- General
- Learning Hebrew - Links, Young Israel
- Hebrew Writings and Diaries
- Hebrew Abbreviations, Princeton University Library
- Mikledet.com: Send Hebrew emails without having a Hebrew keyboard.
- Hebrew translit: type in Hebrew using an English keyboard
