Alamaneg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Alamaneg
(Deutsch)
Perzhioù
Komzet e : Alamagn, Aostria, Suis ha 37 bro all
Rannved : Europa
Komzet gant : 120 000 000
Renkadur : 9
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Alamagn, Aostria, Suis, Liechtenstein, Luksembourg, Belgia; kenofisiel e kornadoù-bro zo eus Danmark, Italia ha Polonia
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 de
ISO 639-2 deu
ISO 639-3 deu
Kod SIL DEU, GER
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

An alamaneg (pe Deutsch er yezh-se) a zo ur yezh eus strollad yezhoù germanek ar c'hornôg, er familh indez-europek. Ar yezh implijetañ en Unaniezh Europa an hini eo.

Istor[kemmañ]

Kentañ kemmadurioù-kensonennoù[kemmañ]

Gant ar c'hentañ kemmadurioù-kensonennoù (erste germanische Lautverschiebung) e-tro ar Vvet kantved kent J.-K. e komañse ar yezh jermanek boutin a-ziwar ur rannyezh indez-europek. Gant ar c'hemmadurioù-mañ e vez displeget diforc'hioù zo etre ar yezhoù jermanek (Alamaneg hag all) hag ar yezhoù indez-europek all. Evit eeunaat an traoù zo moien da ginnig er mod-mañ:

  • k → h : casa e latinHaus en alamaneg, house e saozneg
  • p → f : pater e latin — father e saozneg, Vater en alamaneg
  • t → th : tres e latin — three e saozneg, drie e nederlandeg
  • d → t : decem e latin — ten e saozneg, tien e nederlandeg
  • g → k : gula e latin — Kehle en alamaneg, keel e nederlandeg
  • bh → b : bhrātā e sañskriteg (frater en latin) — Bruder en alamaneg, brother e saozneg
  • dh → d : adham e sañskriteg — deed e saozneg, daad e nederlandeg
  • gh → g : *ghostis e indezeuropeg (hostis e latin) — Gast en alamaneg, guest e saozneg

Eil kemmadur-kensonennoù[kemmañ]

Kroget e vez da roiñ anv eus an alamaneg pa zo anezhoñ an eil kemmadur kensonnenoù er rannyezhoù implijet e mervent Alamagn (zweite germanische Lautverschiebung pe hochdeutsche Lautverschiebung, la vez lakaet e-tro ar VIvet kantved tamm-pe-damm, d'ar mare-se an heni vez diforc'het rannyezhoù an norzh (Niederdeutsch, alamaneg izel).

Ar gemmadenn fonetek a ziskouez un nebeud diforc'hioù etre an alamaneg a-vremañ ha, da skwer, an nederlandeg pe ar saozneg :

  • k → ch : ikich (me) ; ookauch (ive) ; make/makenmachen (ober)
  • d → t : dag/dayTag (dez) ; bedBett (gwele); do/doentun (ober)
  • t → s : wat/whatwas (petra) ; street/straatStraße (ru/straed) ; eat/eetessen (debriñ)
  • t → (t)z : sitten/sitsitzen (bezañ ase'ed) ; two/tweezwei
  • p → f : slepen/sleepschlafen (kousked) ; schip/shipSchiff (bag) ; help/helpenhelfen (sikour)
  • p → pf : peper/pepperPfeffer (pebr) ; paardPferd (jav)
  • v, w, f → b : geloof/believeGlaube (kredoni) ; avond/eveningAbend (abardahez-noz)

Ar Grennamzer[kemmañ]

Etre an Xvet kantved hag ar XVvet kantved e tegouezhas an diptonoù e parlantoù kornad-bro ar Mervent evit-fed vez disklipet dre zaou fonem evit ei, eu ha au. Gant-se e ouzomp penn d'an diforc'hioù zo etre an alamaneg standard ha, da skwer, an nederlandeg :

  • ū, → au : hūsHaus (ti) ; mūsMaus (logod(enn))
  • ī, → ei : wīseWeise (ardoù) ; zītZeit (amzer)
  • iu → eu : liuteLeute (tud) ; hiuteheute (hidiv)

Er c'hontrol eus Stadoù war an harzoù eo chomet ar c'hornadoù-bro jermanek lodennet (Kleinstaaterei) anezhe a-hed ar Grennamzer tout kazimant, ar pezh a lako diforc'h diorroadur ar rannyezhoù a zo diforc'h-rik ha, gwech a ve, dibosupl da gompren evit daou zen é kaozeal eus kornajoù-bro disheñvel. Kaset eo bet peurunvaniñ an holl rannyezhoù gant ar varzhed hag o Mittelhochdeutsche poetik war-dro an XIIIvet kantved, nawazh n'eo ket bet levezonet yehz an dud gant an dra-se, peogwir ne ouie an taol bras eus an dud na lenn na skrivañ. Hag ar mod-se zo bet e-pad pell un troc'h etre ar c'hornadoù-bro jermanek, div vro pe kornad-bro yezh :

  • en norzh, ha dreist-holl e treuziad an Hanse ma oa an alamaneg izel ul langaj vehikular eus mor an norzh da beket ar mor baltik.
  • er Su e vize savet gant tud gouiek ha lennek, a-dammig-da-dammig, abaoe ar XIVvet kantved ur yezh komprenet gant an holl dud a rae gant rannyezhoù all, ar pezh a zeuas da vezañ an alamaneg standard (Hochdeutsch). An dra zo da verzout ivez eo n'eus ket bet choazet ur yezh kêr-benn evel vize graet gant ar Stadoù all maez ar vro.

Levezon an adkempenn[kemmañ]

E 1521 eo bet laket gant Martin Luther an Testamant Nevez en alamaneg standard a oa war ar stern, hag e 1534 an Testamant Kozh. Na bezañ ne voe ket Luther an heni kentañ o sevel ar yezh standard-mañ etre an holl gornadoù-bro - war ar stern abaoe ar XIVvet kantved - e servijo an adkempenn-mañ da lakaat an alamaneg standard er melestradur hag ar skolioù, ha memes e norzh Alamagn eo bet kemeret.

Met beket diveroù an XIXvet kantved e chomas an Hochdeutsch ur yezh skrivet gwall alies. En norzh dreist-holl e vize desket ar yezh standard-mañ da yezh estren.

Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger alamaneg er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Flag of Germany.svg Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.
Flag of Austria.svg Porched Aostria – Adkavit ar pennadoù a denn da Aostria.